Batailhon Etrebroadel an Dieubidigezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:International Freedom Battalion original banner.svg|thumb|Banniel ar Vatailhon Etrevroadel an Dieubidigezh]]
[[Restr:International Freedom Battalion's Badge.svg|thumb|Skoed ardamez ar Vatailhon Etrevroadel an Dieubidigezh]]
[[Restr:International Freedom Battalion's Badge.svg|thumb|Skoed ardamez ar Vatailhon Etrevroadel an Dieubidigezh]]
'''Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh''' (saozneg: ''International Freedom Battalion'', turke: ''Enternasyonalist Özgürlük Taburu'', kurdeg: ''Tabûra Azadî ya Înternasyonal‎'', arabeg: ''تابور الحرية العالمي‎''), berraet en '''IFB''' pe '''EÖT''', zo ur strollad stourm savet gant estrenien eus an tu kleiz pella­ñ o harpañ kurded [[Unvezhioù difenn ar bobl]] e-pad [[Brezel diabarzh Siria]] hag o sikour mennad ar [[Reveulzi Rojava]]. E-penn kentañ e oant implijet a-enep nerzhioù ar [[Stad Islamek]] met en [[Argadenn Afrin|Afrin]] ez int o talañ ouzh [[Lu Dieub Siria]] ha nerzhioù lu [[Turkia]].
'''Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh''' (saozneg: ''International Freedom Battalion'', turke: ''Enternasyonalist Özgürlük Taburu'', kurdeg: ''Tabûra Azadî ya Înternasyonal‎'', arabeg: ''تابور الحرية العالمي‎''), berraet en '''IFB''' pe '''EÖT''', zo ur strollad stourm savet gant estrenien eus an tu kleiz pella­ñ o harpañ kurded [[Unvezhioù difenn ar bobl]] e-pad [[Brezel diabarzh Siria]] hag o sikour mennad ar [[Reveulzi Rojava]]. E-penn kentañ e oant implijet a-enep nerzhioù ar [[Stad Islamek]] met en [[Argadenn Afrin|Afrin]] ez int o talañ ouzh [[Lu Dieub Siria]] ha nerzhioù lu [[Turkia]].

Stumm eus an 27 C'hwe 2018 da 23:16

Banniel ar Vatailhon Etrevroadel an Dieubidigezh
Skoed ardamez ar Vatailhon Etrevroadel an Dieubidigezh

Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh (saozneg: International Freedom Battalion, turke: Enternasyonalist Özgürlük Taburu, kurdeg: Tabûra Azadî ya Înternasyonal‎, arabeg: تابور الحرية العالمي‎), berraet en IFB pe EÖT, zo ur strollad stourm savet gant estrenien eus an tu kleiz pella­ñ o harpañ kurded Unvezhioù difenn ar bobl e-pad Brezel diabarzh Siria hag o sikour mennad ar Reveulzi Rojava. E-penn kentañ e oant implijet a-enep nerzhioù ar Stad Islamek met en Afrin ez int o talañ ouzh Lu Dieub Siria ha nerzhioù lu Turkia.

Savet e oa bet ar Vatailhon Etrevroadel an Dieubidigezh d'an 10 a viz Even 2015 e Serê Kaniyê (Ras al-Ayn). Awen ar bezen a zo deuet diwar hini ar Vrigadennoù etrevroadel e-pad Brezel diabarzh Spagn (1936-1939). Meur a ideologiezhoù a vez kavet e-touezh ar strolladoù stourmerien Marksouriezh-leninouriezh, Hoxhaierezh, Maoouriezh, hag anarkouriezh.

Skourrioù pennañ

Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh a zo savet gant stourmerien armet lies eus an tu kleiz pellañ (kavet e vez ivez hiniennoù distag eus ar strolladoù tuet politikel). Darn ar strolladoù-se a oa liammet pe bet o stourm gant Unvezhioù difenn ar bobl a-raok ma vefe kreet an aozadur vras e stumm ur vatailhon.

Marksist-Leninist Komünist Partisi

Ar Marksist-Leninist Komünist Partisi (turkeg: Marksist-Leninist Komünist Partisi, berraet en MLKP) zo ur strollad komunour kuzh Hoxhaour eus Turkia. Stoumerien an MLKP a oa bet kaset e Siria da reiñ harp d'an Unvezhioù difenn ar bobl abaoe 2012. Stourmerien an MLKP o deus bet harpet ivez ar Partiya Karkerên Kurdistanê (PKK) e norzh Irak evit difenn ar vinorelezh Yezidi lazhadeget gant Daech e Sinjar. E miz Ebrel 2015 e voe embannet krouidigezh ul lec'h gourdoniñ milourel MLKP er zonenn suj d'ar PKK e Kurdistan Irak. E miz Meurzh 2015 ur vaouez alaman a 19 vloaz, Ivana Hoffmann, a oa lazhet o stourm a-enep Daech e-pad Emgann Tell Tamer. An trede stourmer kornôgel e oa o vervel met ar c'hentañ stourmerezh eus ar C'hornôg o stourm gant Unvezhioù difenn ar bobl. Skourr stourmerezhed an MLKP, Komünist Kadın Örgütü, a gemer perzh er stourmadennoù. An MLKP a zo bet diazez pa voe savet Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh.

Sosyal İsyan

Sosyal İsyan pe Emsavadeg Sokial a voe savet e 2013 e Turkia gant ur strollad anarkourien glas (eko anarkourien) e Tuzluçayır.

TKP/ML TİKKO

Arme Dieubidigezh Labourerien ha Peizanted Turkia (turkeg: Türkiye İşci ve Köylü Kurtuluş Ordusu, berraet e TİKKO) zo skourr milourel an Türkiye Komünist Partisi/Marksist-Leninist, berraet e TKP/ML). Un aozadur emsaverien maoour eus Turkia ez eo. D'ar 25 a viz Meurzh 2016 penn lec'h an TKP/ML TİKKO e Serêkaniyê a oa bet taget gant ur vombezenn moto. Daou zen a oa bet gloazet nebeut hag ar savadurioù na oant ket bet distrujet a galz. Tapet ez eus ebt daou zen a vez dalc'het gant an Asayiş.

Birleşik Özgürlük Güçleri

Nerzhioù Unvan an Dieubidigezh (turkeg: Birleşik Özgürlük Güçleri, pe BÖG), awenet gant ar Vrigadennoù etrevroadel eus Brezel diabarzh Spagn (1936-1939). Savet e oant bet e miz Kerzu were 2014 e kêr Kobanî evel un aozadur stourmerien estren eus an tu kleiz pellañ sokialourien hag anarkourien reveulzier. Ar strolladoù stourm pennañ evel an MLKP a nac'has kemer perzh. Ar BÖG ha strolladoù all a gemeras perzh memestra e savidigezh Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh. Ur skourr maouezed a zo d'ar BÖG anvet "Nerzhioù Dieubidigezh ar Vaouezed" (turkeg: Kadın Özgürlük Gücü). Ar BÖG a vez lakaet war-raok evel strollad pennañ Batailhon Etrevroadel an Dieubidigezh. Rannet eo ar BOG e meur a luskadoù.

Reconstrucción Comunista

Adsavidigezh Komunour (Spagnoleg: Reconstrucción Comunista, berraet e RC) zo ur strollad Marksour-Leninour eus Bro Spagn. Implijet e vez ur banniel eus an Eil Repubklik spagnol ganto. An RC a zo liammet don gant an MLKP an izili a vez o vrezeliañ e strolladoù stourm an MLKP, memes e Sinjar. Daou ezel eus ar strollad a zo bet harzet gant ar polis pa oant o tistreiñ da Vro Spagn. Rebechet e oa dezho bezañ bet kemeret perzh en ur stourm armet er-maez eus Bro Spagn hep asant ar gouarnamant. Rebechet ez eus bet dezho ivez lakaet en dañjer interestoù Bro Spagn en ur vezañ ezel eus strolladoù o stourm a-enep Daech memes ma z'eo lakaet ar strollad-se evel strollad sponterezh gant an aozadurioù etrevroadel.

E miz Genver 2016, eizh keodedour spagnol hag unan turkeg a zo harzet e Bro Spagn. Hervez kemennadenn Ministr ar surentez
"The detained, in collaboration with other individuals residing in various European countries, were providing the necessary infrastructure for displaced people to travel abroad and to finally integrate in the ranks of the Peoples' Protection Units (YPG) or one of the armed wings of the organization"
Ouzhpennet e oa bet gantañ e oa darn an dud harzet reoù ezel eus ar strollad 'Reconstrucción Comunista'