Jezuz Krist, skouer ar Gristenien : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 49: Linenn 49:


===Trede Levr ===
===Trede Levr ===
Hennezh eo al lodenn fonnusañ, gant 58 rann.
Hennezh a ya d'ober al lodenn fonnusañ, gant 58 rann enni.
*I Penaoz e komz Jezuz-Krist ouz ann [[ene]] mad 168
*I Penaoz e komz Jezuz-Krist ouz ann [[ene]] mad 168
*II Ar wirionez a gomz ouz hon ene hep na glever trouz he c’homziou 171
*II Ar wirionez a gomz ouz hon ene hep na glever trouz he c’homziou 171

Stumm eus an 3 C'hwe 2018 da 17:17

Jezuz Krist, skouer ar Gristenien zo ul levr brezhonek embannet e 1842 e Brest, anezhañ un droidigezh eus al levr L'Imitation de Jésus-Christ, savet gant Amable-Emmanuel Troude ha Gab Milin.

Ul levr 612 pajennad eo, embannet e ti J.-B hag A. Lefournier.

Levrioù

Rannet eo al levr e meur a rann, anvet levrioù, ennañ pennadoù berr:

Levr kentañ

Manati e Gres.
  • I Red eo d’e-omp kemeret skouer dioc’h Jezuz-Krist hag ober fae euz a draou ar bed 1
  • II Red eo d’ann den en em zisprizout he-unan 5
  • III Diwar-benn kelennadurez ar wirionez 8
  • IV Diwar-benn ar furnez enn hon oberiou 14
  • V Pa lenner ar Skritur sakr 16
  • VI Diwar-benn ar c’hoantegesiou direiz 18
  • VII Red eo lakaat hor fisians e Doue hep-ken ha beza izel a galoun 20
  • VIII Tec’het dioc’h re ar vignounach gant ann dud 23
  • IX Red eo d’ann den senti oc’h eur mestr e pep stad, ha plega d’ezhan 25
  • X Ne dleer ket komz hep ma ve red 28
  • XI Evit kaout peoc’h ann ene ha mont war gresk er furnez 30
  • XII Talvoudek eo d’e-omp gouzanv eur boan-bennag 34
  • XIII Evit derc’hel penn oc’h ann temptasionou 36
  • XIV Arabad eo barn ar re all hep gwir abek 43
  • XV War ann oberiou a garantez 45
  • XVI Red eo d’e-omp gouzanv faziou ar re all 48
  • XVII War ar vuez enn eur manac’h-ti 51
  • XVIII War ar skoueriou mad a ro d’e-omp buez an tadou santel 54
  • XIX Diwar-benn ann traou a ra bemdez eur gwir vanac’h 58
  • XX Red eo beva pell dioc’h trouz ar bed ha tevel aliesa mac’h heller 64
  • XXI Diwar-benn ar c’hlac’har hon euz d’hor pec’hejou 72
  • XXII Diwar-benn poaniou ar vuez 76
  • XXIII War ar maro 83
  • XXIV War ar varn diveza ha war boaniou ar bec’herien 89
  • XXV Red eo poania kalounek da vont war well hed hor buez 96

Eil Levr

Jezuz war ar groaz.
  • I Evit distaga hon ene dioc’h traou ar bed hag he zevel war-zu Doue 106
  • II Red eo d’e-omp en em lakaat etre daou-arn ann Aotrou Doue e pep tra 113
  • III Diwar-benn ann den a gar ar peoc’h 116
  • IV Diwar-benn ann den a zo glann he ene hag eeun he galoun 120
  • V Red eo d’ann den sellet piz out-han he-unan 123
  • VI War euruzded ar re ho deuz eur goustians vad 126
  • VII Red eo d’e-omp karet Jezuz dreist kement zo 130
  • VIII Diwar-benn ar stad euruz a zo, dre ar garantez, etre Jezuz hag ann ene mad 133
  • IX War ziouer pep frealzidigez 138
  • X War ann anaoudegez-vad a dleomp da Zoue evit he c’hrasou 145
  • XI Nebeut a dud a gar kroaz Jezuz-Krist 151
  • XII War hent santel ar groaz 156

Trede Levr

Hennezh a ya d'ober al lodenn fonnusañ, gant 58 rann enni.

  • I Penaoz e komz Jezuz-Krist ouz ann ene mad 168
  • II Ar wirionez a gomz ouz hon ene hep na glever trouz he c’homziou 171
  • III Red eo selaou komziou Doue gant eur galoun izel ; meur a hini ne brizont ket anezho evel ma’z eo dleet 175
  • IV Red eo kerzet dirak Doue er wirionez ha gant eur galoun izel 181
  • V Diwar-benn ann nerz euz a garantez Doue 187
  • VI Penaoz ec’h anavezer ann hini en deuz ar gwir garantez 194
  • VII Red eo kuzet ez vuel enn hon ene ar grasou a zeu d’e-omp digant Doue 201
  • VIII Red eo d’ann den en em izelaat dirak Doue 207
  • IX Red eo ober pep tra evit Doue, o veza ma’z eo ar penn kenta hag ar penn diveza euz a bep tra 212
  • X Peger mad eo servicha Doue hag ober fae eus ar bed 215
  • XI Red eo evesaat piz oc’h c’hoantegesiou ar galoun ha lakaat anezho da blega 229
  • XII Red eo d’e-omp gouzanv hep klemm hag ober penn d’hon drouk-ioulou 224
  • XIII Ann neb a zo izel he galoun a dle senti, hervez skouer Jezuz-Krist 230
  • XIV Red eo teurel evez oc’h barnedigesiou Doue, gant aoun na zeufe hor c’haloun d’en em c’houeza enn abek d’hon oberiou mad 235
  • XV War ar pez a dleomp da lavaret ha da ober, pa zeu eur c’hoant bennag enn hor c’haloun 239
  • XVI E Doue hep-ken e tleer klask pep gwir dizoan 244
  • XVII Red eo e pep tra en em fisiout e Doue 248
  • XVIII Red eo d’e-omp gouzanv a galoun vad poaniou ar vuez-man hervez skouer Jezuz-Krist 251
  • XIX War ar pez a zo red da ober evit gouzanv pep dismegans ; penaoz ec’h anavezer ann hini a oar gouzanv heb en em glemm 256
  • XX Red eo ansao hon distervez hon-unan hag ive poaniou ar vuez-man 261
  • XXI E Doue dreist pep mad e tleomp klask ar peoc’h 266
  • XXII Red eo kaout sonj euz a holl vadelesiou Doue 273
  • XXIII War beder zra zo hag a zigas eur peoc’h braz enn ene 279
  • XXIV Arabad eo d’e-omp klask gouzout buez ar re all 285
  • XXV War ar pez a zigas ar gwir beoc’h enn hor c’haloun hag a ra e gwirionez d’ar mad kreski enn hon ene 287
  • XXVI War ar gwir frankiz a galoun.Evit he c’haout, ez eo gwelloc’h pidi Doue eget lenn al levriou santel 291
  • XXVII Ar garantez en deuz ann den evit-han he-unan a gas anezhan pell dioc’h ar mad dreist pep mad 296
  • XXVIII A-enep ar re a zrouk-prezek ar re all 302
  • XXIX Penaoz e tleer pidi Doue hag he veuli, pa zeu ann enkrez war-n-omp 205
  • XXX Red eo goulenn nerz digant Doue ha kaout fisians e teuio a nevez he c’hras d’e-omp 308
  • XXXI Red eo d’ann den ober fae war gement tra zo krouet, mar fell d’ezhan kaout he Grouer 315
  • XXXII Red eo d’e-omp en em zilezel hon-unan ha plega c’hoantegesiou hor c’haloun 321
  • XXXIII Diwar-henn ar re a zo bepred ho c’haloun tu-man tu-hont.Red eo d’e-omp ober pep tra evit Doue, o veza ne dleomp tenna nemet war-zu enn-han 335
  • XXXIV Nep piou-bennag zo mignoun da Zoue a gar anezhan e pep tra ha dreist kement zo 328
  • XXXV Hed ar vuez-man, kaer hon euz ne d-omp ket evit tec’het dioc’h ann temptasionou 332
  • XXXVI A-enep barnedigesiou goullo ann dud 336
  • XXXVII Red eo d’ann den en em zilezel a-grenn he-unan, mar fell d’ezhan kaout ar gwir frankiz a galoun 340
  • XXXVIII Penaoz e tleer en em lakaat e reiz vad e-kenver ann traou a-ziaveaz, ha goulenn skoaz digant Doue pa vezer war-nez koueza er pec’hed 345
  • XXXIX Arabad eo d’ann den en em rei da draou ar bed ha beza mall gant-han 348
  • XL Ann den n’en deuz netra a vad anez-han he-unan ha ne hell ket en em veuli euz a netra 352
  • XLI Red eo ober fae war holl enoriou ar bed. 358
  • XLII Arabad eo klask peoc’h ar galoun e-touez ann dud ; n’ema ket enn ho zouez 360
  • XLIII A-enep ar wiziegez fall euz ann dud 364
  • XLIV Arabad eo d’ann den en em luzia gant traou ar bed 368
  • XLV Arabad eo kredi d’ann holl ; eaz eo fazia enn eur gomz 371
  • XLVI Red eo d’e-omp lakaat hor flsians e Doue pa vezomp drouk-prezeget gant ann dud 377
  • XLVII Red eo e c’houzanvfemp ar poaniou gwasa zo evit gounid ar vuez a bado da viken 83
  • XLVIII War vuez ar re euruz ha war boaniou ar vuez-man 388
  • XLIX Petra zo da ober pa zeu enn hor c’haloun ar c’hoant da gaout ar vuez a bado da viken. War ar madou a zo roet d’ar re a stourm kalounek er vuez-man 395
  • L Ar re velkoniet a zo red d’ezho en em lakaat etre daouarn ann Aotrou Doue404
  • LI Red eo d’ann den ober ann traou distera pa ne d-eo ket evit ober ar re huela 412
  • LII Ann den ne dle ket kredi e ve e stad vad da gaout frealz digant Doue ; kentoc’h e tle kredi ez eo da veza kastizet.
  • LIII Doue ne ro ket he c’hrasou d’ar re a zo ho c’haloun stag oc’h traou ann douar 419
  • LIV Diwar-benn ar pez a ra ar c’hras ha diwar-benn atizou hor c’haloun 424
  • LV Pegen direiz eo ann den ha peger braz eo nerz ar c’hras 432
  • LVI Red eo d’e-omp en em zilezel hon-unan ha heulia skouer Jezuz-Krist enn eur zougen hor groaz ni ivez 439
  • LVII Ann den ne dle ket en em zigalounekaat mar teu da bec’hi a-wechou 444
  • LVIII Arabad eo klask gouzout ann traou huel a zo dreist hor spered hag ive barnedigesiou ann Aotrou Doue 468
  • LIX Doue hep-ken a dle beza hor ged hag hor fisians 458

Pevare levr

  • War Zakramant ann Aoter 464
  • I Gant pegemend a zoujans e tleer kemeret korf Jezuz-Krist 468
  • II Ann Aotrou Doue a ziskoues d’ann den e sakramant ann Aoter peger braz eo he vadelez hag he garantez 481
  • III Pegen talvouduz eo tostaat aliez oc’h ann daol zantel 488
  • IV Ar re a dosta gant feiz oc’h ann daol zantel a zeu d’ezho grasou stank a berz Doue 496
  • V Diwar-benn santelez sakramant ann Aoter ha war stad ar veleien 504
  • VI Petra zo red da c’houlenn abars tostaat oc’h ann daol zantel 510
  • VII Red eo d’e-omp furcha e gweled hor c’haloun ha kemeret eur menoz mad-bennag evit mont war wellaat 512
  • VIII Jezuz-Krist o veza en em ginniget evid-omp war ar groaz, ni a dle ive en em ginnig d’ezhan 519
  • IX Bez’ e tleomp en em rei da Zoue gant kement tra hon euz, ha pidi Doue evit ann holl dud 523
  • X Arabad eo pellaat dioc’h ann daol zantel nemet abek a ve 530
  • XI Red eo d’ann ene mad tostaat oc’h ann daol zantel hag ive lenn ar Skritur sakr 538
  • XII Bez’ e tleer en em lakaat gant kalz a aked e doare vad da goumunia 547
  • XIII Ar c’hristen mad a dle c’hoantaat euz a greiz he galoun beza a-unan gant Jezuz-Krist e sakramant ann Aoter 553
  • XIV War ar c’hoant ho deuz eneou santel zo da gemeret korf Jezuz-Krist 558
  • XV Ann hini en deuz c’hoant da gaout doujans Doue, hen-nez a dle en em zilezel he-unan ha beza izel a galoun 563
  • XVI Rei a dleomp da anaout da Zoue ar pez hon euz ezomm ha goulenn ivez he c’hras digant-han 568
  • XVII Red eo d’e-omp kaout mall ha c’hoant braz da gemeret korf Jezuz-Krist gant karantez 572
  • XVIII Arabad eo d’e-omp klask anaout mister sakramant ann Aoter ; bez’ e tleomp lakaat hor spered da blega d’ar feiz

578

  • Ann Oferenn 586
  • Gousperou ar Zul 598

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Ar skrid e wikimammenn : [[1]]