Loeiz XIV (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 20: Linenn 20:
== Ar yaouankiz ==
== Ar yaouankiz ==


[[Restr:AnnaofAustria03.jpg|thumb|Anna Aostria ha Loeiz XIV, pa oa bugel]]
[[Restr:Louis XIV et Anne d'Autriche.jpg|thumb|Anna Aostria ha Loeiz XIV, pa oa bugel]]
<p align="justify">Mab e oa da [[Loeiz XIII]] ha d'e bried [[Anna Aostria (1601-1666)|Anna Aostria]], Loeiz zo frouezh euredoù politikel ha liessevenadurel peogwir e oa gall hag italian e dud-kozh a-berzh tad ( [[Herri IV (Bro-C’hall)|Herri IV]] ha [[Maria de' Medici]]), ha spagnol hag aostrian e dud-kozh a-berzh e vamm ([[Fulup III (Spagn)|Fulup III]] ha [[Marc'harid Aostria (1584-1611)|Marc’harid Aostria]]), daoust dezhe bezañ [[Habsbourged]], o-daou ha kar-tost an eil ouzh egile <ref>C. [[Carretier]] en deus jedet war eizh rummad, orin gwad Loeiz XIV : spagnol (36 %), gall (28 %), german (11 %) hag italian (8 %), ar peurrest zo slavat, saoz, [[savoa]]zat ha lorenat (in F. Bluche, ''Louis XIV'', Paris, Fayard, p 33).</ref>.
<p align="justify">Mab e oa da [[Loeiz XIII]] ha d'e bried [[Anna Aostria (1601-1666)|Anna Aostria]], Loeiz zo frouezh euredoù politikel ha liessevenadurel peogwir e oa gall hag italian e dud-kozh a-berzh tad ( [[Herri IV (Bro-C’hall)|Herri IV]] ha [[Maria de' Medici]]), ha spagnol hag aostrian e dud-kozh a-berzh e vamm ([[Fulup III (Spagn)|Fulup III]] ha [[Marc'harid Aostria (1584-1611)|Marc’harid Aostria]]), daoust dezhe bezañ [[Habsbourged]], o-daou ha kar-tost an eil ouzh egile <ref>C. [[Carretier]] en deus jedet war eizh rummad, orin gwad Loeiz XIV : spagnol (36 %), gall (28 %), german (11 %) hag italian (8 %), ar peurrest zo slavat, saoz, [[savoa]]zat ha lorenat (in F. Bluche, ''Louis XIV'', Paris, Fayard, p 33).</ref>.



Stumm eus an 19 Gen 2018 da 20:00

Loeiz XIV

Loeiz XIV, badezet evel Louis Dieudonné de France, a oa lesanvet ar Roue Heol da c'houde, ha Loeiz Veur ivez. Ganet e oa e Saint-Germain-en-Laye, d'ar 5 a viz Gwengolo 1638 ha marvet e Versailhez, d'ar 1añ a viz Gwengolo 1715.

Adalek ar 14 a viz Mae 1643 e voe roue Bro-C'hall ha Navarra, an trede eus tiegezh Bourbon, eus tierniezh ar Gapesianed.

Loeiz XIV a renas e-pad 72 vloaz, hag eñ an hini eo ar stadrener en deus renet an hirañ war Bro-C'hall. Bet eo ar c'hoshañ rieg gall zo bet, ha war un dro ar rieg en deus renet ar pellañ en Europa a-bezh.

Dont a reas Loeiz XIV da vezañ roue un nebeud mizioù goude e bempvet deiz-ha-bloaz, met goude ur vinorelezh ma oa bet skoet-naet e speret gant emsavadeg ar Fronde (1648-1653), ne renas drezañ e-unan ar gouarnamant nemet adalek marv e gentañ maodiern, ar C’hardinal Mazarin, e 1661. Biskoazh ne gemeras maodiern kentañ ebet goude ha goude marv e vaodierned c'halloudus (Colbert (1683) ha Louvois (1691) e renas muioc’h mui e-unan E-pad e ren edo savidigezh un hollveliegezh roueel a-berzh Doue en he barr , ha hi krog abaoe kantvedoù. Gwelout a reas e aotrouniezh o kreskiñ diharz pa dennas e vad eus diwezh emsavadegoù an noblañsoù, ar barlamantidi, ar Brotestanted hag ar beizanted hag a rae o reuz er rouantelezh abaoe muioc’h evit ur c’hantved d’an nebeutañ.

Tachennoù dindan rouantelezh Bro-C'hall hag aloubadennoù eus 1552 da 1798

Kresket en deus Loeiz XIV tachennad Bro-C’hall hag e c’halloudegezh en Europa. Ren a reas ar brezel hag an diplomatiezh diouzh e c’hoant e-pad meur a aridennad brezelioù european. Lakaat a reas kreñvaat ar c’hêrioù kemeret gant Vauban a-hed an harzoù. Emañ o heuliañ politikerezh ar "prad karrez" a dres en-dro bevennoù ar vro. E c’houarnamant a glot gant ur striv diorroadur armerzhel, kenwerzhel ha trevadennel kaset en-dro gant e vaodiern Colbert dreist-holl, hag a zo an tu armerzhel eus strivoù ar C’halloued evit bezañ ar re gentañ. E-doug e ren e oa erru Bro-C’hall er renk kentañ en Europa, pe dost, ha n’eo ket war tachenn ar brezel pe an ekonomiezh hepken met ivez war hini ar sevenadur a-drugarez da dud gwarezet gant mesenerezh ar roue, evel ar skrivagnerien Molière, Racine, Boileau, ar soner Lully, al livourien Le Brun ha Le Nôtre. Lod all, muioc’h dizalc’h evel ar barzh La Fontaine, ar prederour Blaise Pascal, an Itron Sévigné, La Bruyère pe Saint-Simon a reas ivez eus e ren barr ar glaselezh c'hall. Ar vuhez speredel en he bleuñv a gresk sked Bro-C’hall, hini e yezh komzet en holl lezioù Europa hag evel just hini e roue. Komzet e vez eus "kantved Loeiz XIV", hag eñ bev c’hoazh, war batrom kantved Perikles hag hini Augustus, pe c’hoazh eus ar "c’hantved bras".

Unan eus oberennoù ar roue zo bet ivez e strivoù evit sevel ur stad kreizennet hag hollveliek. Ren a ra anezhañ e-unan goude 1682 adalek kastell Versailhez, zo bet savet war e urzh, hag a zeu da vezañ patrom meur a balez european. Eno e laka e noblañs lez, a redi da vevañ tost dezhañ, da vevañ hervez ur reol a-zere kemplezh-kenañ. Loeiz XIV a vihanaas levezon ar Parlamantoù, mougañ a reas an emsavadegoù paizanted diwezhañ a-enep an tailhoù, ha derc’hel penn e-pad e ren ouzh ar jañsenourien. Kemer a reas an diviz da derriñ skrid-embann an Naoned (1685). Teñvalaet e voe diwezh e ren hir gant un heuliad emgannoù kollet, naonegezhioù marvus eus 1693 betek 1709, gant emsavadeg ar brotestanted a roas lañs da vrezel ar Gamisarded, ha gant marvioù en e diegezh. Koulskoude, en desped d’ur feson da welet kozh, ne seblant ket e vije bet rivinet Bro-C’hall gant ar bloavezhioù diwezhañ-se evel ma veze lâret.

Deuet eo Loeiz XIV da vezañ patrom ar roue hollveliek.

Ar yaouankiz

Anna Aostria ha Loeiz XIV, pa oa bugel

Mab e oa da Loeiz XIII ha d'e bried Anna Aostria, Loeiz zo frouezh euredoù politikel ha liessevenadurel peogwir e oa gall hag italian e dud-kozh a-berzh tad ( Herri IV ha Maria de' Medici), ha spagnol hag aostrian e dud-kozh a-berzh e vamm (Fulup III ha Marc’harid Aostria), daoust dezhe bezañ Habsbourged, o-daou ha kar-tost an eil ouzh egile [1]. Titl Kentañ mab Bro-C’hall hag hini hengouneloc’h Daofin ar Viennois zo bet roet da Loeiz vihan. Anvet eo Louis-Dieudonné abalamour ma veze sellet ouzh e c’hanedigezh evel ur burzhud. Tri bloaz warn-ugent a oa e oa ar rouantelezh o c’hortoz anezhi. Pell e oa ne grede ket ken e dad hag e vamm e c’hoarvezfe[2].
Heuliet eo ganedigezh Loeiz, daou vloaz diwezhatoc’h, gant hini Fulub, anvet dug Anjou da gentañ ha dug Orleañs goude. Pellat a reont breur ar roue, Gaston Orleañs, diouzh an tron. Hemañ a oa un irienner-touet ha doujañ a rae kardinal Richelieu, kentañ maodiern Loeiz XIII, ne renfe ur politikerezh a-du gant an noblañs hag gant an Habsbourged ma pignfe war an tron. Ganedigezh dic’hortoz Loeiz a oa un trec’h politikel evit Richelieu.
Pa varvas e dad ez eas ar bugel da roue gant anv Loeiz XIV. Evel ma ne oa ken pemp bloaz, e vamm, Anna Aostria, a zeuas da vezañ rejantez. Choaz a reas ar c’hardinal Mazarin evel kentañ maodiern, er c’hontrol eus ar pezh a oad engortoz, daoust ma oa kavet fall he choaz gant metoù politikel Bro-C’hall ar mare. Ne blije ket da galz tud gwelet un Italian, kenseurt feal da Richelieu, o ren Bro-C’hall.

Deskadurezh ar roue

Ouzhpenn e garg a vaodiern, Mazarin, paeron Loeiz XIV, a resevas digant ar rouanez, e miz Meurzh 1646, ar garg da gelenn an daofin hag e vreur. Dont a reas da vezañ eta : « surintendant au gouvernement et à la conduite de la personne du roi et de celle de M. le duc d'Anjou ». En desped da strivoù an digelennerienn disheñvel a oa tutet evit reiñ kentelioù latin, istor, matematik, italian ha tresañ, Loeiz ne oa ket ur marc’h labour. Met, diouzh skouer Mazarin, an dastumer bras oberennoù arz, Loeiz XIV a blij dezhañ al liverezh, an tisaverezh, ar sonerezh ha dreis-holl an dañs a oa ul lodenn a-bouez bras e deskadurezh un denjentil yaouank d’ar c’houlz-se : Lavaret e vez e veze Loeiz o pleustriñ an dañs war-dro div eurvezh bemdez adalek 7 betek 27 vloaz! Plijout a rae kalz dezhañ jiboesat ha c’hoari tripod ivez.

Dileuridi eus ar stad o weladenniñ ar gale "la Réale" e-doug e savidigezh en arsanailh Marseille. Taolenn lakaet war gont Jean-Baptiste de la Rose.
Ar roue ha Colbert gant Charles Le Brun
Kartenn Amerika e 1681
Banniel ar Roue-Heol
Molière, unan eus an arzourien a oa deuet ar gwellañ gant Louis XIV
Louis XIV hag e diegezh gant Largillière

Diskennidi

Loeiz XIV en deus bet meur a vugel.

Gant e wreg, Maria Tereza Spagn, en deus bet 6 bugel (3 merc’h ha 3 mab). Unan hepken a vevas pelloc’h evit ar vugaleaj :

Anv Ganedigezh Marv
Loeiz Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall, an Daofin bras 1añ a viz Du 1661 14 a viz Ebrel 1711
Anne-Élisabeth Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall 18 a viz Du 1662 30 a viz Kerzu 1662
Marie-Anne Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall 16 a viz Du, 1664 26 a viz Kerzu 1664
Marie-Thérèse Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall, la Petite Madame 2 a viz Genver 1667 1añ a viz Meurzh 1672
Philippe-Charles Bro-C’hall, bugel Bro-C’hall, Dug Anjou 5 a viz Eost 1668 10 a viz Gouere 1671
Louis-François Bro-C’hall, Bugel Bro-C’hall, Dug Anjou 14 a viz Even 1672 4 a viz Du 1672


Gant e vestrezed en doe 16 pe 17 bugel hag eizh a voe anaveet gantañ en un doare ofisiel :

Gant an dimesell de La Vallière en deus bet :

Gant Itron Montespan en deus bet :

gant Dug Bourbon ;

E 1679, afer an ampoezonoù a roas lamm da vat da itron Montespan, mestrez ar roue kouezhet e disc’hras dija un nebeud mizioù kent.

Komzoù

  • «An dihabaskter da c’hounit a laka atav da vezañ koll. »
  • « Diaes a-walc’h eo komz kalz hep komz re. »

Notennoù ha daveoù

  1. C. Carretier en deus jedet war eizh rummad, orin gwad Loeiz XIV : spagnol (36 %), gall (28 %), german (11 %) hag italian (8 %), ar peurrest zo slavat, saoz, savoazat ha lorenat (in F. Bluche, Louis XIV, Paris, Fayard, p 33).
  2. Droug ennañ o klevet kement a dud a lez o komz eus ur "burzhud", Loeiz XIII en dije rebarbet "ne oa ket ken bras ur burzhud pa gousk ur pried gant e wreg e rafe ur bugel dezhi". (Claude Dulong, Anne d'Autriche, Gallimard).

Levrlennadur


Liammoù diavaez



En e raok:
Loeiz XIII
Roue Bro-C'hall
Roue Navarra

16431715
War e lerc'h:
Loeiz XV