Malta : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm Tikedennoù : Kemm gant an hezoug Kemm dre ar web hezoug |
||
Linenn 28: | Linenn 28: | ||
| '''Prezidant''' || [[Marie Louise Coleiro Preca]] |
| '''Prezidant''' || [[Marie Louise Coleiro Preca]] |
||
|- |
|- |
||
| '''Kentañ ministr''' || Joseph Muscat |
| '''Kentañ ministr''' || [[Joseph Muscat]] |
||
|- |
|- |
||
|'''[[Gouel broadel]]''' || [[21 Gwengolo|21 a viz Gwengolo]] |
|'''[[Gouel broadel]]''' || [[21 Gwengolo|21 a viz Gwengolo]] |
||
Linenn 36: | Linenn 36: | ||
| '''Kod pellgomz''' || 356 |
| '''Kod pellgomz''' || 356 |
||
|- |
|- |
||
| '''Kenrouedad''' || .mt |
| '''Kenrouedad''' || [[.mt]] |
||
|} |
|} |
||
Emañ '''Republik Malta''' en un [[enezeg]] e [[Su]] [[Europa]], er [[Mor Kreizdouar]] etre [[Italia]] ha [[Tunizia]], en ul lec'h strategel-kenañ, ken eo bet renet gant meur a c'halloud riek abaoe [[kantved]]où. Ur [[republik]] dizalc'h eo hiziv abaoe [[1964]]. Dezhi ar [[gorread]] bihanañ (316 km²) e-touez izili [[Unaniezh Europa]]. Ur plas poblet-tre eo e-lec'h m'eo diaes kavout labour evit pep Maltad ha strewet eo an divroidi er bed a-bezh.<br/>Pa oa [[Breizh-Veur]] o ren ([[1800]]-1964) eo bet diorroet oberezhioù greantel war-dro ar sevel listri ha [[chanter-bigi|chanterioù-bigi]] bras a veze eno. Hiziv e vez diorroet an [[touristerezh]] diwar an [[traezhenn]]où heoliet mizioù-pad, ar savadurioù kozh hag ar [[splujerezh]]. Priziet eo enezeg Malta gant an Europiz pa gavont eno tud liesyezhezek, prizioù izel hag un [[hin]] blijus.<br> |

Stumm eus an 23 Kzu 2017 da 00:51
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Repubblika ta' Malta | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Kan broadel | L-Innu Malti | ||||||
Yezhoù kenofisiel | Malteg, Saozneg | ||||||
Kêr-benn | Valletta | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
316 km² <0.1% | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
398 534 (2005) 1 262/km² | ||||||
Prezidant | Marie Louise Coleiro Preca | ||||||
Kentañ ministr | Joseph Muscat | ||||||
Gouel broadel | 21 a viz Gwengolo | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 356 | ||||||
Kenrouedad | .mt |
Emañ Republik Malta en un enezeg e Su Europa, er Mor Kreizdouar etre Italia ha Tunizia, en ul lec'h strategel-kenañ, ken eo bet renet gant meur a c'halloud riek abaoe kantvedoù. Ur republik dizalc'h eo hiziv abaoe 1964. Dezhi ar gorread bihanañ (316 km²) e-touez izili Unaniezh Europa. Ur plas poblet-tre eo e-lec'h m'eo diaes kavout labour evit pep Maltad ha strewet eo an divroidi er bed a-bezh.
Pa oa Breizh-Veur o ren (1800-1964) eo bet diorroet oberezhioù greantel war-dro ar sevel listri ha chanterioù-bigi bras a veze eno. Hiziv e vez diorroet an touristerezh diwar an traezhennoù heoliet mizioù-pad, ar savadurioù kozh hag ar splujerezh. Priziet eo enezeg Malta gant an Europiz pa gavont eno tud liesyezhezek, prizioù izel hag un hin blijus.
Kêr-benn Republik Malta a zo hec'h anv Valletta. En enezeg e kaver an enezenn pennañ, Enez-Valta (216 km²), div enezenn boblet nebeutoc'h, Enez-Ghawdex (Enez-Gozo) hag Enez-Kemmuna (Enez-Comino) ha peder enezenn digenvez, Cominotto, an div enezenn Sant-Paol hag hini Filfola.
Istor
- Pennad pennañ: Istor Malta
Poblet eo bet Malta abaoe war-dro 5200 kent Jezuz-Krist. Er mare-se e rene ur sevenadur ragistorel a-bouez, ur milved a-raok piramidennoù Giza. Kavet e vez roudoù divent eus monumantoù mein a seblant bezañ bet harpet gant ur riez c'halloudus. War-dro 1000 kent Jezus-Krist e teuas ar Fenikianed er vro evit staliañ trevadennoù, ur seurt rakpost evit ledanaat o c'henwerzh e kornôg ar Mor Kreizdouar. E 736 kent Jezuz-Krist e voe aloubet staliadurioù fenikian gant ar C'hresianed hag e voe roet anv Melita d'an enezenn bennañ (diwar liv ar mel a zo hini ar mein-raz marteze).
Gant Kartago e (400 kent Jezuz-Krist) e voe aloubet an enezeg ha goude gant Roma. Pinvidikaat a reas Malta gant ar Romaned pa oa ur municipium hag ur geoded kevredet (foederata civitas). Chom a ra meur a savadur roman da dest levezon vras ar Romaned. E 60e tilestras sant Paol a Darsos war Valta dre zegouezh ur peñse war aodoù Bae Sant-Paol (anvet diwar an darvoud koulz hag an div enezenn a gaver eno). Kontet eo an istor en Aktaoù an Ebestel.
Eus 400 da 900 e kouezhas Malta dindan beli an Impalaeriezh Bizantion, met drastet e voe gant ar Vandaled war a seblant. Aloubet e voe ivez gant an Arabed e 870 hag e weler an dra diwar ar malteg, dezhañ ur substrad arabek gant gerioù italianek, gallek ha saoznek. Arabek eo orin an darn-vuiañ eus an anvioù-lec'h : "Dzira" (djezair = "enez"), "Mdina" (medina = "kêr"), "Marsa" (marsah = "porzh"), "Rabat".
Skarzhet e voe an Arabed e 1090 gant an Normaned ha ganto e teuas ar Gristeniezh en-dro. Rummadoù-roueed all a zeuas da ren ar vro : an Añjeviz, an Hohenstaufen hag an Aragoniz (1287).
Er mare-se e voe staliet noblañs Malta hag e chom implijet 32 ditl.
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth) |
|||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stadoù dizalc'h |
|
||||||||
Tiriadoù emren |
|