Bernez Tangi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
*''Arabat droukveskañ e anv gant hini [[Bernard Tanguy]], klasker er CNRS. ''.
*''Arabat droukveskañ e anv gant hini [[Bernard Tanguy]], klasker er CNRS. ''.

[[Skeudenn:Bernez Tangi hag Olwenn.jpg|thumb|right|300px|Bernez Tangi hag Olwenn Manac'h]]
[[Skeudenn:Bernez Tangi hag Olwenn.jpg|thumb|right|300px|Bernez Tangi hag Olwenn Manac'h]]
'''Bernez Tangi''', ganet e [[Karanteg]] (Breizh), e 1949, zo ur barzh , kaner ha livour breizhat. Brezhoneger a-vihanik eo, ha divizet en doa mont da redek ar bed goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika). Gant Denez Abernot hag un nebeut sonerien all en doa savet ar strollad rock e brezhoneg Storlok (1976-1980). 
Ganet eo bet Bernez Tangi e Karanteg (Breizh) e 1949.

Brezhoneger a-vihanik, divizet en deus mont da redek ar bed

goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika).

Livour, kaner ha barzh, Bernez Tangi ’zo bet

gant Denez Abernot ha nebeut sonerien all e penn kentañ

ar strollad rock e brezhoneg Storlok (1976-1980). 


Embannet eo bet gant Mouladurioù Hor Yezh-Skrid
Embannet eo bet gant Mouladurioù Hor Yezh-Skrid
Linenn 91: Linenn 80:
**10 Ba'r meskach - 6'13
**10 Ba'r meskach - 6'13
**11 Patrom sillabus – 7'36* ''Fulennoù an tantad'', Skrid (1987)
**11 Patrom sillabus – 7'36* ''Fulennoù an tantad'', Skrid (1987)



*'' Lapous an tan'', Ebrel 2009 [Tarv Ruz - CD TR 02].
*'' Lapous an tan'', Ebrel 2009 [Tarv Ruz - CD TR 02].

Stumm eus an 30 Du 2017 da 20:27

  • Arabat droukveskañ e anv gant hini Bernard Tanguy, klasker er CNRS. .
Bernez Tangi hag Olwenn Manac'h

Bernez Tangi, ganet e Karanteg (Breizh), e 1949, zo ur barzh , kaner ha livour breizhat. Brezhoneger a-vihanik eo, ha divizet en doa mont da redek ar bed goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika). Gant Denez Abernot hag un nebeut sonerien all en doa savet ar strollad rock e brezhoneg Storlok (1976-1980). 

Embannet eo bet gant Mouladurioù Hor Yezh-Skrid

Fulennoù an Tantad er bloavezh 1987 (Priz Imram)

ha Rod an Avelioù er bloavezh 2001. 

E 1988, e sav ur film-berr evit ar skinwel : An heliko a ya kuit

da beder eur. 

Savet en doa ur c’hasedig e-unan er bloavezh 1990,

Kest al lec’h e anv hag ur bladenn-arc’hant,

Eured an diaoul (2001) e ti An Naer. 

War-lerc’h Karaez e 1999 ez eus tu da welet diskouezadeg klok

e daolennoù e Ti ar Vro e Kemper e miz Ebrel 2009. 

E varzhonegoù ’zo bet troet en un dek yezh estren bennak

ha studiet int er skolaj, lise ha skol-veur (lituaneg, alamanteg,

polskeg, saozneg, izelvroeg…). 

Pedet eo alies evit dont da lenn e destennoù er broioù estren

(Bro-Polska, 2008 ; Reykjavik, 2007 ; Berlin, 2005 ; Vilnius,

2004) 

Er bloavezh 2003 eo bet dibunet e varzhonegoù war al leurenn

e Kemperle gant Soïg Sibéril ha Nolwenn Korbell. 

E 2005 ez eus bet embannet gant kevredigezh Tarv Ruz

un dastumad eus e varzhonegoù troet e galleg

evit ar wech kentañ dindan an titl Chien de Feu. 

E 2009 e teu er-maez e bladenn ziwezhañ Lapous an tan,

e ti Tarv Ruz. 

E C'hwevrer 2016, eo bet embannet gant Skrid

e romant kentañ : 1973.

Prizioù

Nac'het en deus Bernez Tangi priz Du-mañ Du-se roet gant France 3 Ouest dezhañ abalamour d'e zastumad barzhonegoù Rod an Avelioù en 2001, rak c'hoant en devoa bet da sevel e vouezh da ziskuliañ an nebeud a blas hag a don a vez roet d'ar brezhoneg er media Stad. E 1986 ez eo deuet gantañ ar priz Imram hag a vez roet bep bloaz d'ur skrivagner brezhonek.

Oberennoù

  • Fulennoù an tantad hag a zo bet embannet gant Skrid, 1987. Un dastumad
  • Rod an Avelioù, Lezneven : Hor Yezh (2001)
  • Chien de feu, Tarv Ruz, 2005. Un dibab eus e varzhonegoù troet e galleg. Ul levr hag ur bladenn arc'hant a zo, gantañ o tibuniñ e varzhonegoù e brezhoneg.
  • Ar Saouzanenn, barzhonegoù, 2010, Skrid. Priz Langleiz 2011.
  • 1973, romant, Skrid, 2015

Pladennoù

  • Meur a ganaouenn savet gantañ er bladenn Storlok e 1972.
  • Kest al lec'h (kasedig), (1990) e gasedig kentañ.
  • Eured an diaoul, An Naer Produksion, (2002). Setu ar c'hanaouennoù e c'heller kavout war ar bladenn-mañ :
    • 1 Emgann Kergidu - 3'37
    • 2 Diwall ! Ospital ! - 3'12
    • 3 Gwerzh ar vañsonerien - 6'09
    • 4 Gavotenn ar c'hoarierien biz-meud - 6'06
    • 5 Gwennili - 3'48
    • 6 Nedeleg war Portobello Road - 6'18
    • 7 Gwerz an naon du - 6'23
    • 8 Eured an Diaoul - 5'10
    • 9 Kilhet - 6'57
    • 10 Ba'r meskach - 6'13
    • 11 Patrom sillabus – 7'36* Fulennoù an tantad, Skrid (1987)
  • Lapous an tan, Ebrel 2009 [Tarv Ruz - CD TR 02].

Liammoù diavaez