Morgunblaðið : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Morgunbladid Logo.svg|thumb]]
[[Restr:Morgunblaðið Logo.svg|thumb]]
'''''Morgunblaðið''''' (« Kazetenn ar Mintin » e brezhoneg) zo ur gazetenn bemdeziek eus [[Island]].
'''''Morgunblaðið''''' (« Kazetenn ar Mintin » e brezhoneg) zo ur gazetenn bemdeziek eus [[Island]].



Stumm red eus an 4 Du 2017 da 19:05

Morgunblaðið (« Kazetenn ar Mintin » e brezhoneg) zo ur gazetenn bemdeziek eus Island.

Embannet e oa bet an niverenn gentañ eus Morgunblaðið d'an 2 a viz Du 1913. Gwechall e oa tost ar pemdezieg-se da vennozhioù Sjálfstæðisflokkurinn (Strollad ar Frankiz), betek ar bloavezhioù 1980. Abaoe en em ziskouez evel ur gazetenn virour, met dizalc'h diouzh ar gostezenn-se. Savet eo a-enep ar soñj ez afe Island e-barzh Unvaniezh Europa.

Kazetenn bennañ Island e oa betek 2003 pa voe savet ar pemdezieg digoust Fréttablaðið. Mont a ra an embannoù bruderezh da ober etre 30% ha 40% eus pajennoù ar gazetenn. Embannet e vez etre 50 000 ha 55 000 skouerenn anezhi bemdez, well-wazh. Lennet e vez e mervent ar vro dreist-holl, evel e Reykjavík.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]