Aveiro : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
{{Adkas|Aveiro}} |
|||
[[Restr:Aveiro.jpg|thumb|right|200px|Unan eus kanolioù Aveiro]] |
[[Restr:Aveiro.jpg|thumb|right|200px|Unan eus kanolioù Aveiro]] |
||
'''Aveiro''' (distaget [{{IPA|aˈvejɾu}}] e portugaleg) zo ur gêr eus [[Portugal]] pennlec'h [[distrig Aveiro]], e Rannvro ar C'hreiz, war-hed 60 km diouzh [[Coimbra]], en hanternoz. War-dro 78 000 annezad zo (e 2011). Rannet eo ar gumun etre 14 parrez. |

Stumm eus an 11 Gwe 2017 da 16:14
- Gant ar ger Aveiro e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Aveiro (disheñvelout).
Aveiro (distaget [aˈvejɾu] e portugaleg) zo ur gêr eus Portugal pennlec'h distrig Aveiro, e Rannvro ar C'hreiz, war-hed 60 km diouzh Coimbra, en hanternoz. War-dro 78 000 annezad zo (e 2011). Rannet eo ar gumun etre 14 parrez.
Istor
Ar menegoù kentañ eus Aveiro zo eus an Xvet kantved, met en amzer-hont e selled outi evel ur gêriadenn. Da neuze e oa bodet an dud en-dro d'un iliz gouestlet gant Sant Mikael, un iliz hag a zo aet da get.
Lec'hiet-mat e oa Aveiro, tost d'ar mor, hag evel-se e kreskas buan. Diazezet e oa hec'h ekonomiezh war ar peskerezh hag ar c'henwerzh, dreist-holl hini an holen gounezet er paludoù tro-dro.
E 1759 e voe graet ur "gêr" eus Aveiro gant ar roue José Iañ Portugal. En XIXvet kantved e voe savet chaoserioù da gaeañ ouzh dour ar geunioù tro-dro hag evel-se e voe aesaet ar bageal en aber Aveiro ha gwellaet kalz ekonomiezh ar c'hornad. Ur skol-veur zo, abaoe 1973.