Hesiodos : diforc'h etre ar stummoù

Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
3 okted lamet ,  5 vloaz zo
Skrivet e voe pa oa al labour-douar o vont da fall, ha Hellaziz o tivroañ da glask douaroù nevez da drevadenniñ.
 
Ouzhpenn labourat an douar e oa un [[aedes]] anezhañ, da lavarout eo ur barzh hag a save barzhonegoù evit o reiñ da glevet d'an dud. E [[C'halkis]] en [[Eubea]], e kemeras perzh en ur genstrivadeg barzhoniezh aozet gant mibien ar roue [[Amfidamas]] da lidañ obidoù o zad. Trec'h e voe war ar genstriverien all gant ur varzhoneg a gane enni talvoudegezh al labour-douar hag ar peoc'h. Un trebez a voe roet dezhañ evel gopr ha dediet e voe gantañ da Vuzezed ar menez [[Helikon]].
 
Mervel a eure en Askra. Pa voe distrujet ar gêriadenn gant tud [[Tespia]], e tec'has an annezidi da [[Orc'homenos]]. Hervez testeni [[Aristoteles]] en e v-''Bonreizh Orc'homenos'' e voe dastumet ludu korf ar barzh, war-lerc'h un [[orakl]], gant tud ar gêr-se, ha lakaet e-kreiz o [[agora]], e-kichenik bez [[Minias]], haroz ar geoded en-eeun. E-giz-se e voe lakaet Hesiodos gant an annezidi da ziazezer o c'hêr (οἰκιστής}} / ''oikistês'' e gregach).
2 276

kemm

Lañser merdeiñ