Ar Gerveur : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Skeudenn:Carte belleile.gif|thumb |
[[Skeudenn:Carte belleile.gif|thumb|300px|Kartenn ar Gerveur]] |
||
'''Ar Gerveur''' ([[henvrezhoneg]] : ''Gwedel'' ; ''Belle-Île-en-Mer'' e galleg) a zo un [[enezenn]] hag ur c'hanton kozh eus departamant ar [[Mor-Bihan]]. Enezenn vrasañ [[Breizh]] eo, 90 km² dezhi. |
'''Ar Gerveur''' ([[henvrezhoneg]] : ''Gwedel'' ; ''Belle-Île-en-Mer'' e galleg) a zo un [[enezenn]] hag ur c'hanton kozh eus departamant ar [[Mor-Bihan]]. Enezenn vrasañ [[Breizh]] eo, 90 km² dezhi. |
||
Stumm eus an 28 Eos 2017 da 14:33
Ar Gerveur (henvrezhoneg : Gwedel ; Belle-Île-en-Mer e galleg) a zo un enezenn hag ur c'hanton kozh eus departamant ar Mor-Bihan. Enezenn vrasañ Breizh eo, 90 km² dezhi.
Kumunioù
Peder c'humun an enez a glot gant kumunioù kanton ar Gerveur :
Istor
XXvet kantved
- Nijerezioù B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) a gouezhas er Gerveur pe e donvor d'an enez : d'an 23 a viz Du 1942, unan kodet BN-U, lazhet e voe an dek nijour a oa en he bourzh; d'ar 1añ a viz Mae 1943, daou garr-nij er mor nepell eus ar Gerveur, lazhet e voe seitek nijour, an tri nijour all a voe tapet d'an Alamaned; d'an 28 a viz Even 1943, unan er mor nepell eus ar Gerveur ; lazhet e voe pemp nijour, ar pemp nijour all a voe tapet d'an Alamaned ; d'ar 4 a viz Gouere 1943, unan e donvor d'an enez, lazhet e voe an dek nijour[1].
- E Sankenn an Oriant edo an enezenn [2].
- Dieubet e voe ar Gerveur d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned, prizoniet e voe 24 ofisour ha 1 003 is-ofisour ha milour ordin [3].
Sevenadur
Sinema
Adalek miz Kerzu 1946 betek miz Genver 1947 e troas ar filmaozour gall Jean Epstein (1897-1953) e film Le Tempestaire eno : e-touez annezidi an enezenn e tutaas-eñ e dudennoù.
Tud
Tud bet ganet eno
- Marc Dantzer, aktour, e 1903
Tud liammet gant ar gumun
Istor
- Laeset e voe gant Albèrto Gondi, aotrou Noisy-le-Roi, Perron ha Machikoul, kont ha diwezhatoc'h markiz ar Gerveur hag an Inizi Ieras, dug kenseurt Raez, d'e niz-bihan Jean-François Paul de Gondi, Kardinal Raez hag a gavas repu eno a-raok gwerzhañ anezhi da Nicolas Fouquet.
Komedianed
- Sarah Bernhardt a brenas ur c'hreñvig hag a lakaas sevel div villa eno.
- Arletty a oa perc'hennez un ti e Donnant.
- Vanessa Paradis ha Johnny Depp a zo bet o vakañsin eno e miz Eost 2010.
Skrivagnerien
Marc Antoine Girard de Saint-Amant, Jacques Prévert, André Gide
- Gustave Flaubert en deus skrivet ul levr anvet "Belle-Ile"
Gevelliñ
Bro | Lec'h | Abaoe |
---|---|---|
Gwadeloup | Enez Mari-Galant | 2007 |
Liamm
Notennoù ha daveoù
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |