C'heiron : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
[[Skeudenn:Eugène Ferdinand Victor Delacroix 036.jpg|thumb|right|200px|''Deskadurezh [[Akilles]]'', gant [[Eugène Delacroix|Delacroix]] (toennvolz ar [[Palais Bourbon]] e Pariz)]] |
[[Skeudenn:Eugène Ferdinand Victor Delacroix 036.jpg|thumb|right|200px|''Deskadurezh [[Akilles]]'', gant [[Eugène Delacroix|Delacroix]] (toennvolz ar [[Palais Bourbon]] e Pariz)]] |
||
'''C'heiron''' (Χείρων e [[gregach]], distaget '''C'hiron''' e gresianeg a-vremañ) a oa un [[den-marc'h]] e mojennoù [[Hellaz kozh]]. Mab e oa d'an doue [[Kronos]] ha d'an [[okeanidenn]] [[ |
'''C'heiron''' (Χείρων e [[gregach]], distaget '''C'hiron''' e gresianeg a-vremañ) a oa un [[den-marc'h]] e mojennoù [[Hellaz kozh]]. Mab e oa d'an doue [[Kronos]] ha d'an [[okeanidenn]] [[Filyra]]. |
||
== Ganedigezh == |
== Ganedigezh == |
||
Evit tec’hel rak gwarizi e wreg [[Rea]], petra a reas Kronos nemet treiñ |
Evit tec’hel rak gwarizi e wreg [[Rea]], petra a reas Kronos nemet treiñ Filyra e [[kazeg]], hag en em dreiñ e-unan e [[marc'h]]. Se zo kaoz e c’hanas e zousig Filyra un den-marc’h. |
||
Kouslskoude e oa disheñvel C'heiron diouzh an dud-varc'h arall : int-i a oa diwar [[Iksion]] ha [[Nefele]], garv ha kriz e oant, e-skoaz C’heiron a oa un den a furnez hag a ouiziegezh. Gant [[Artemis]] hag [[Apollon]] en doa desket chaseal, seniñ, diouganañ, louzaouiñ, setu perak e voe mestr [[Asklepios]]. |
Kouslskoude e oa disheñvel C'heiron diouzh an dud-varc'h arall : int-i a oa diwar [[Iksion]] ha [[Nefele]], garv ha kriz e oant, e-skoaz C’heiron a oa un den a furnez hag a ouiziegezh. Gant [[Artemis]] hag [[Apollon]] en doa desket chaseal, seniñ, diouganañ, louzaouiñ, setu perak e voe mestr [[Asklepios]]. |
Stumm eus an 16 Eos 2017 da 16:10
C'heiron (Χείρων e gregach, distaget C'hiron e gresianeg a-vremañ) a oa un den-marc'h e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa d'an doue Kronos ha d'an okeanidenn Filyra.
Ganedigezh
Evit tec’hel rak gwarizi e wreg Rea, petra a reas Kronos nemet treiñ Filyra e kazeg, hag en em dreiñ e-unan e marc'h. Se zo kaoz e c’hanas e zousig Filyra un den-marc’h.
Kouslskoude e oa disheñvel C'heiron diouzh an dud-varc'h arall : int-i a oa diwar Iksion ha Nefele, garv ha kriz e oant, e-skoaz C’heiron a oa un den a furnez hag a ouiziegezh. Gant Artemis hag Apollon en doa desket chaseal, seniñ, diouganañ, louzaouiñ, setu perak e voe mestr Asklepios.
E ziskibien
Ouzhpenn Asklepios avat en doe meur a ziskibl all, rak goulennet e veze outañ kenteliañ paotredigoù.
E vuhez
Bevañ a rae C'heiron en ur vougev war ar Menez Pelion e Thessalia. Dimeziñ a reas da C'hariklo, hag ur verc'h o doe, Endeis, a voe mamm Peleüs. Eñ an hini a savas e vab-bihan. e ziwall a reas diouzh troioù fall ha taolioù an dud-varc'h ar menez, ha diwezhatoc'h e kentelias anezhañ war an doare da loaviñ Thetis.
War-lerc'h e teuas Peleüs davetañ da c'houlenn digantañ ober war-dro Akilles , ar mab en doa bet gant Thetis just a-walc'h.
E varv
Bod en doa roet C'heiron da Herakles, a gare anezhañ. A-du ez eas gant an haroz en e vrezel ouzh an dud-varc'h. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet e droad gant ur saezh taolet gant Herakles. Traet a lakaas war e c'hloaz, met pareañ n'halle ket. Kement a boan en doa ma c'houlennas ouzh an doueed koll an divarvelezh ha mervel. A voe roet dezhañ, war-lerc'h m'en doe roet e zivarvelezh da Brometeüs.
Gant C'heiron a reas Zeus pe steredeg an Den-Marc'h, pe hini ar Skuilher-Dour, hervez an oberourien.
E boltredoù
Tost atav eo bet poltredet oc'h ober war-dro Akilles.