Faidra : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lakat en-dro anv mat
Linenn 12: Linenn 12:


==Levrlennadur==
==Levrlennadur==
* [[Pseudo-Apollodoros|Apollodoros]], [[Biblioteke]] (III, 1, 2), Epitome (I, 17-18).
* [[Pseudo-Apollodoros|Apollodoros]], [[Bibliotheke]] (III, 1, 2), Epitome (I, 17-18).
* [[Diodoros Sikilia]] (IV, 28 ha goude ; IV, 62, 3).
* [[Diodoros Sikilia]] (IV, 28 ha goude ; IV, 62, 3).
* [[Euripides]], ''[[Hippolytos a zoug ar gurunenn]]''.
* [[Euripides]], ''[[Hippolytos a zoug ar gurunenn]]''.

Stumm eus an 10 Eos 2017 da 19:02

Hippolytos ha Faidra, laour, war-dro 290
Faidra, livet gant Alexandre Cabanel.

Faidra (Φαίδρα / Phaídra e gregach) a oa merc'h d'ar roue Minos, roue Kreta, ha d'e bried Pasifae. C'hoar e oa da Ariadne, Deukalion ha Glaokos. Dimeziñ a reas da Dheseüs, roue Aten, en devoa dilezet he c'hoar Ariadne.

Neuze ec'h orgedas ouzh he lezvab, Hippolytos, a oa mab da Dheseüs ha da Antiope, rouanez an Amazonezed. Ur gabestrenn he doe digantañ avat, ma klaskas ober un dro lous dezhañ. Tamall a reas anezhañ da vezañ klasket he gwallañ.

Ha Theseüs, savet kounnar ennañ, a c'houlennas digant Poseidon, a dlee tri gouestl dezhañ, teurel e vallozh war e vab. Neuze, p'edo ar paotr yaouank gant e garr hag e gezeg, e tirollas an anevaled, hag e voe flastret ar paotr gant e garr. En em lazhañ a reas Faidra gant ar glac'har hag ar morc'hed.

Lennegezh

Kontet eo bet an istor gant Euripides, en un doare un tamm disheñvel en e bezh Hippolytos a zoug ar gurunenn.
Awenet eo bet ivez Seneca hag ar Gall Jean Racine gant ar vojenn, ha betek an XXvet kantved e veze desket dre an eñvor gwerzennoù gallek Phèdre e skolajoù Breizh.

Levrlennadur


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.