Kirke : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Dizober kemmoù 1755884 a-berzh Bianchi-Bihan (kaozeal)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9: Linenn 9:
Kaoz anezhi zo e kan X an [[Odysseia]] : o chom e oa en enez Eea, en ur palez e-kreiz un digoadenn, e-touez bleidi ha leoned hag a zo tud troet e loened. Eno e tegemeras [[Iason]] ha [[Medea]], nizez dezhi (merc'h da [[Aetes]]), goude muntr [[Absirtos]].
Kaoz anezhi zo e kan X an [[Odysseia]] : o chom e oa en enez Eea, en ur palez e-kreiz un digoadenn, e-touez bleidi ha leoned hag a zo tud troet e loened. Eno e tegemeras [[Iason]] ha [[Medea]], nizez dezhi (merc'h da [[Aetes]]), goude muntr [[Absirtos]].


Hervez ar barzh [[Dionisos Miletos]] e oa Kirke merc'h da [[Aetes]] ha [[Hekate]], doueez an hudouriezh. Dimezet e vije da roue ar [[Sarmated]], a voe kontammet ganti .
Hervez ar barzh [[Dionysos Miletos]] e oa Kirke merc'h da [[Aetes]] ha [[Hekate]], doueez an hudouriezh. Dimezet e vije da roue ar [[Sarmated]], a voe kontammet ganti .


Kalz a vugale he dije bet digant doueed a bep seurt. Hervez al levr [[Dionusiaka]], gant [[Nonnos]], e oa mamm da [[Phaunos]] ([[Faunus]] ar Romaned) a oa [[Poseidon]] e dad.
Kalz a vugale he dije bet digant doueed a bep seurt. Hervez al levr [[Dionysiaka]], gant [[Nonnos]], e oa mamm da [[Phaunos]] ([[Faunus]] ar Romaned) a oa [[Poseidon]] e dad.


== Displegadur ha martezeadenn ==
== Displegadur ha martezeadenn ==

Stumm eus an 1 Eos 2017 da 12:21

Kirke o kinnig ur banne da Odysseüs, gant John William Waterhouse.
Tilla Durieux evel Kirke,
livadur gant Franz von Stuck.

Un hudourez c'halloudus e oa Kirke (Κίρκη / Kírkê e gregach). Merc'h e oa da Helios, an Heol, ha d'an Okeanidenn Perseis. C'hoar e oa da Aetes ha da b-Pasifae, ha moereb eta da v-Medea, ur un hudourez veur all.

En Odysseia Homeros evel e Theogonia Hesiodos en he c'hinniger evel un doueez, hag e De natura deis Cicero memes tra.

Ar vojenn

Kaoz anezhi zo e kan X an Odysseia  : o chom e oa en enez Eea, en ur palez e-kreiz un digoadenn, e-touez bleidi ha leoned hag a zo tud troet e loened. Eno e tegemeras Iason ha Medea, nizez dezhi (merc'h da Aetes), goude muntr Absirtos.

Hervez ar barzh Dionysos Miletos e oa Kirke merc'h da Aetes ha Hekate, doueez an hudouriezh. Dimezet e vije da roue ar Sarmated, a voe kontammet ganti .

Kalz a vugale he dije bet digant doueed a bep seurt. Hervez al levr Dionysiaka, gant Nonnos, e oa mamm da Phaunos (Faunus ar Romaned) a oa Poseidon e dad.

Displegadur ha martezeadenn

Treuz-erc'h, marteze ar moly.

Istorourien zo a soñj gante ec'h eo ur skeudenn an troadur e moc'h, pa oa kontammadur antikolinergik[1].

An azonoù eo : koll an eñvor ha gweledigezhioù.

Deskrivadur ar moly a glot gant an treuz-erc'h, ur vleunienn ag ar vro. Diwarni e teu metabolitoù a ya a-enep al louzoù enepkolinergik.

Notennoù ha daveennoù

Gwelout ivez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.