Listri Henc'hres : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Adkavet 1 skeudenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 19: Linenn 19:
:- ''Kiliks'', [[kib]] da dañva ar gwin.
:- ''Kiliks'', [[kib]] da dañva ar gwin.
:- ''[[Skifos]]'', [[gobed]] vras.
:- ''[[Skifos]]'', [[gobed]] vras.
:- ''Kantaros'', lestr da evañ, implijet ivez gant an doueed, evel [[Dionisos]] da skouer.
:- ''Kantaros'', lestr da evañ, implijet ivez gant an doueed, evel [[Dionysos]] da skouer.
:- ''Riton'', [[korn]] da evañ.
:- ''Riton'', [[korn]] da evañ.


Linenn 49: Linenn 49:
Image:Globular aryballos Louvre Ele357.jpg|Ariballos boulek
Image:Globular aryballos Louvre Ele357.jpg|Ariballos boulek
Image:Askos Louvre G447.jpg|Askos
Image:Askos Louvre G447.jpg|Askos
Image:Band cup Louvre F75.jpg|[[Kib]] kinklet gant Dionisos, Ariadne, satired ha mainadesed
Image:Band cup Louvre F75.jpg|[[Kib]] kinklet gant Dionysos, Ariadne, satired ha mainadesed
Image:Droop_cup_Louvre_CA2512.jpg|Kib
Image:Droop_cup_Louvre_CA2512.jpg|Kib
Image:Eye-cup kantharos Louvre F144.jpg|Kib kinklet gant lagadoù
Image:Eye-cup kantharos Louvre F144.jpg|Kib kinklet gant lagadoù

Stumm eus an 1 Eos 2017 da 12:07

Brudet eo listri Henc'hres pa vezent implijet stank en Henamzer. E pri-poazh e vezent graet, dezhe a bep seurt mentoù pe stummoù, evit bastañ da ezhommoù liesseurt. Listri Bro-C'hres a veze ezporzhiet betek er penn all da Europa, betek Eusa hag Iwerzhon.

Rummadoù listri

Gallout a reer renkañ al listri henc'hresian hervez o implij :

  • Listri dezougen :
- Añforenn, lestr a dalveze da gas liñvennoù, an eoul olivez dreist-holl, edoù, rezin ha kement danvez zo

Bez e veze pep seurt añforennoù evel an añforennoù panatenaek (ar re-se e oa ar priz a veze roet d'an drec'herien goude kevezadegoù ar Panatenaia) hag ar pelike.

- Hidria, lestr a dalveze da zegas dour ar puñsoù.
  • Listri da viret evajoù :
- Pitos, lestr a dalvez da viret gwin.
- krater, lestr a dalveze da veskañ ar gwin hag an dour.
- Oinokoe hag olpe ; listri a dalveze da gemer gwin troc'het er c'hraterioù ha da gas anezhañ d'an everien.
  • Listri da evañ :
- Kiliks, kib da dañva ar gwin.
- Skifos, gobed vras.
- Kantaros, lestr da evañ, implijet ivez gant an doueed, evel Dionysos da skouer.
- Riton, korn da evañ.
  • Listri emwalc'hiñ :
- Ariballos, alabastron ha lekitos, listri evit an eoulioù frondus.
- Piksis, pod evit ar produioù kened evel ar fard.
- Lebes, lestr lid a veze implijet en euredoù.
- Loutrofor, lestr a dalveze da gas dour ar gibelladenn eured pe hini ar walc'hadenn gañv.

Skeudennoù

Da lenn

  • Gisela M. A. Richter, Marjorie J. Milne, Shapes and Names of Athenian Vases, Metropolitan Museum of art, New York, 1935.

Liammoù diavaez