Orfeüs : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Life_of_Orpheus_Greek_Mythology_(Extra_Details).svg
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5: Linenn 5:
'''Orfeüs''' (Ὀρφεύς e [[gregach]]) a oa ur soner ha kaner eus ar re wellañ hervez mojennoù [[Hellaz]] kozh, hag un den a-bouez en istor relijion ar vro. Dont a ra an [[haroz]] eus mojennoù [[Trakia]], ur vro amezek da Hellaz. Eno e oa "kevrinoù orfek", lidoù relijiel ha n'anaver ket, a vo diazez ar relijion [[orfek]], pe [[orfeouriezh]].
'''Orfeüs''' (Ὀρφεύς e [[gregach]]) a oa ur soner ha kaner eus ar re wellañ hervez mojennoù [[Hellaz]] kozh, hag un den a-bouez en istor relijion ar vro. Dont a ra an [[haroz]] eus mojennoù [[Trakia]], ur vro amezek da Hellaz. Eno e oa "kevrinoù orfek", lidoù relijiel ha n'anaver ket, a vo diazez ar relijion [[orfek]], pe [[orfeouriezh]].


Anavet e oa gant tud an [[Henamzer]] evel un den eus Trakia, eus kornad [[Pieria]] (an arvor en hanternoz d'ar menez [[Olimp]], ur soner hud, hag ur beleg da z-[[Dionizos]]. Darn a gred e oa gantañ e oa bet krouet al lidoù [[dionizek]].
Anavet e oa gant tud an [[Henamzer]] evel un den eus Trakia, eus kornad [[Pieria]] (an arvor en hanternoz d'ar menez [[Olimp]], ur soner hud, hag ur beleg da z-[[Dionysos]]. Darn a gred e oa gantañ e oa bet krouet al lidoù [[dionizek]].
[[File:Life_of_Orpheus_Greek_Mythology_(Extra_Details).svg|thumb|right|200px|Orfeüs]]
[[File:Life_of_Orpheus_Greek_Mythology_(Extra_Details).svg|thumb|right|200px|Orfeüs]]
Adalek ar VI-vet kantved kent JK e veze gwelet Orfeüs evel ar gwellañ barzh ha soner eus an Henamzer, krouer al [[lirenn]]. Gant e sonerezh e c'halle hoalañ loened ferv, lakaat gwez ha kerreg da zañsal, hag ar stêrioù da chom a sav. Kontet eo da vezañ unan eus kaserien ar sevenadur ha da vezañ kelennet d'an dud ar skrivañ, ar medisinerezh hag al labour-douar.
Adalek ar VI-vet kantved kent JK e veze gwelet Orfeüs evel ar gwellañ barzh ha soner eus an Henamzer, krouer al [[lirenn]]. Gant e sonerezh e c'halle hoalañ loened ferv, lakaat gwez ha kerreg da zañsal, hag ar stêrioù da chom a sav. Kontet eo da vezañ unan eus kaserien ar sevenadur ha da vezañ kelennet d'an dud ar skrivañ, ar medisinerezh hag al labour-douar.


== Hudour ==
== Hudour ==
Un [[diougan]]er e oa Orfeüs, tost d'ar vuhez relijiel, hag a rae war-dro an arzoù hud, liderezh un nebeud doueed evel hini [[Apollon]] pe [[Dionisos]]; aozañ a reas lidoù hud, e-kuzh hag a-wel, lidoù deskiñ hag [[emc'hlanaat]].
Un [[diougan]]er e oa Orfeüs, tost d'ar vuhez relijiel, hag a rae war-dro an arzoù hud, liderezh un nebeud doueed evel hini [[Apollon]] pe [[Dionysos]]; aozañ a reas lidoù hud, e-kuzh hag a-wel, lidoù deskiñ hag [[emc'hlanaat]].


Orfeüs, eme [[George Grote]], a zo meulet gant [[Pindaros]] evel telennour ha kenseurt an [[Argonaoted]], [[haroz]]ed al lestr [[Argo]].
Orfeüs, eme [[George Grote]], a zo meulet gant [[Pindaros]] evel telennour ha kenseurt an [[Argonaoted]], [[haroz]]ed al lestr [[Argo]].

Stumm eus an 1 Eos 2017 da 12:00

Orfeüs o toñvaat al loened gouez, marelladur roman.
Nimfezed o kavout penn Orfeüs, livadur gant John William Waterhouse (1900).
Penn Orfeüs, livadur gant Gustave Moreau (1865)

Orfeüs (Ὀρφεύς e gregach) a oa ur soner ha kaner eus ar re wellañ hervez mojennoù Hellaz kozh, hag un den a-bouez en istor relijion ar vro. Dont a ra an haroz eus mojennoù Trakia, ur vro amezek da Hellaz. Eno e oa "kevrinoù orfek", lidoù relijiel ha n'anaver ket, a vo diazez ar relijion orfek, pe orfeouriezh.

Anavet e oa gant tud an Henamzer evel un den eus Trakia, eus kornad Pieria (an arvor en hanternoz d'ar menez Olimp, ur soner hud, hag ur beleg da z-Dionysos. Darn a gred e oa gantañ e oa bet krouet al lidoù dionizek.

Orfeüs

Adalek ar VI-vet kantved kent JK e veze gwelet Orfeüs evel ar gwellañ barzh ha soner eus an Henamzer, krouer al lirenn. Gant e sonerezh e c'halle hoalañ loened ferv, lakaat gwez ha kerreg da zañsal, hag ar stêrioù da chom a sav. Kontet eo da vezañ unan eus kaserien ar sevenadur ha da vezañ kelennet d'an dud ar skrivañ, ar medisinerezh hag al labour-douar.

Hudour

Un diouganer e oa Orfeüs, tost d'ar vuhez relijiel, hag a rae war-dro an arzoù hud, liderezh un nebeud doueed evel hini Apollon pe Dionysos; aozañ a reas lidoù hud, e-kuzh hag a-wel, lidoù deskiñ hag emc'hlanaat.

Orfeüs, eme George Grote, a zo meulet gant Pindaros evel telennour ha kenseurt an Argonaoted, harozed al lestr Argo.

Meur a c'herdarzh zo bet kinniget d'e anv. Gwelout a c'haller ar verb ragindezeuropean (savet war varteze) *orbhao-, "bezañ en diouer", savet diwar *orbh-, "rannañ, dispartiañ". Darn a wel ar wrizienn c'hresianek orphe, "teñvalijenn", pe orphanos, "emzivad". Tost e vije an anv d'ar ger goao, "hirvoudiñ, kanañ en-gouez, teurel ur sort", oc'h unaniñ personelezhioù disheñvel, evel serc'heg, soner, beleg en ur ger nemetken.


E lignez

Hervez ar mojennoù brudetañ e oa mab da Oeagrus, roue Trakia, un anv a veze roet en amzerioù ragistorel d'un dachenn ec'hon-mat, adal ar Menez Olympos betek an Hellespont, hag hervez an testennoù "orfeek" (Argonautica) e oa ganet Orfeüs er Menez Helikon e Livithra (Pieria), hag e oa mab ivez da g-Kalliope, Muzenn ar varzhoniezh veurganek.

Hervez mojennoù arall e oa mab da Apollon ha Kalliope. Deskiñ seniñ a reas gant Linus pe Apollon, a roas dezhañ e lirenn, bet graet gant Hermes e krogenn ur vaot.

Ar veaj gant an Argonaoted

Goude ma oa Orfeüs eus Trakia ez eas war vor gant an Argonaoted. An den-marc'h C'hiron an hini en devoa kemennet da Jason ne oa nemet gant skoazell Orfeüs e c'halljent merdeiñ dizamant dirak ar morverc'hed.

Bevañ a rae ar morverc'hed-se e teir enezennig roc'hellek a veze graet Sirenum scopuli anezho, ha seniñ a raent kanaouennoù biskoazh kaeroc'h a sache martoloded hag o listri war ar c'herreg. War-lerc'h ar peñse e veze drailhet korfoù ar voraerien gant ar morverc'hed-se.

Met pa glevas Orfeüs ar morverc'hed e krogas en e lourenn hag e sonas kaeroc'h egeto, ma ne veze ket klevet o c'han gant martoloded an Argos.

Marv Euridike

Ar vojenn brudetañ gantañ avat eo hini e wreg Euridike (gwreg Orfeüs) Euridike (anavezet ivez evel Agriope). P'edo-hi o tec'hel rak Aristaeus, mab Apollon, e voe flemmet gant un naer, hag e varvas.

Debret e oa Orfeüs gant ar glac'har, seniñ a rae sonioù ken trist ha tonioù ken kañvaouüs ma lakae betek an nimfezed hag an doueed da leñvañ. Diskenn a eure Orfeüs d'ar bed izelañ ha gant son e delenn e teneraas kalonoù Hades ha Persefone (biskoazh den ne reas kemend-all), ken na voe aotreeet e wreg Euridike gante da zistreiñ war an douar.

Met kement-se a voe aotreet gant ma prometje Orfeüs kerzhout dirak e wreg, hep sellout war e giz gwech ebet, ken na vijent erru er bed war-c'horre. Siwazh, ankeniet evel ma oa, ne zalc'has ket Orfeüs d'e c'her, ha mont a reas Euridike diwar-wel da viken.

Ar vojenn-se zo eus amzer Vergilius, an hini kentañ a veneg anv Aristaeus. Skrivagnerien all koulskoude a gont gweladenn Orfeüs er bed dindan; hervez Platon ne reas doueedan ifern nemet kinnig ur weledigezh eus Euridike dezhañ. Ovidius a skriv n'eo ket tec'hel dirak Aristaeus a zo kaoz da varv Euridike met dañsal gant an Naiadezed da zeiz hec'h eured .

Istor Euridike eta ne vije nemet ur vojenn diwezhat, ouzhpennet ouzh mojennoù Orfeüs.

War-lerc'h marv e wreg e touas Orfeüs ne zarempredfe plac'h ebet ken, ha ne gemeras nemet paotred yaouank evel eromenoi. Brud en deus ivez da vezañ degaset ar vugelgarouriezh da Drakia gozh, o kelenn d'ar wazed "karout ar re yaouank e bleuñv o yaouankiz".

Marv Orfeüs

Marv Ofeüs, treset gant Albrecht Dürer, 1494 (Kunsthalle, Hamburg)


Orfeus abaoe ar Grennamzer

Orfeüs hag an unkorneg, gant Alessandro Varotari. Mirdi ar Prado.

Menegoù

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.