Korinthos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5: Linenn 5:


== Mojennoù==
== Mojennoù==
Hervez ar mojennoù kozh e oa stag anv Korinthos ouzh hini [[Sisifos]] hag e ziskennidi. Eno e teuas [[Medea]] ha [[Iason]] da glask repu goude drouklazh [[Pelias]].
Hervez ar mojennoù kozh e oa stag anv Korinthos ouzh hini [[Sisyphos]] hag e ziskennidi. Eno e teuas [[Medea]] ha [[Iason]] da glask repu goude drouklazh [[Pelias]].


Gouez d'ar barzh [[Pindaros]] eo e Korinthos e oa bet ijinet an arzoù da zoñvaat ar c'hezeg, da sevel-tiez, ha da sevel meulganoù.
Gouez d'ar barzh [[Pindaros]] eo e Korinthos e oa bet ijinet an arzoù da zoñvaat ar c'hezeg, da sevel-tiez, ha da sevel meulganoù.

Stumm eus an 19 Gou 2017 da 15:14

Kibelldi roman e Korinthos
Azeuldi gresian e keoded Korinthos

Korinthos (e henc'hresianeg ; Κόρινθος, Kórinthos e gresianeg a vremañ) a oa unan eus ar c'heodedoù pouezusañ en Henc'hres. Hiziv an deiz c'hoazh ez eo ur gêr vras e Gres a vremañ, enni 30 176 annezad (2011) ha kêr-benn nomos Korinthos.
Meneget eo en Ilias, ma vez graet Efir anezhi ivez. Savet en ul lec'h strategek er strizh-douar en em astenn eus Gres an Hanternoz betek ar Peloponnesos. Dispartiañ a ra daou vor a-bouez, Mor Ionia hag ar Mor Enezek. Tonket e oa dezhi bezañ ur geoded c'halloudus war ar morioù.

Mojennoù

Hervez ar mojennoù kozh e oa stag anv Korinthos ouzh hini Sisyphos hag e ziskennidi. Eno e teuas Medea ha Iason da glask repu goude drouklazh Pelias.

Gouez d'ar barzh Pindaros eo e Korinthos e oa bet ijinet an arzoù da zoñvaat ar c'hezeg, da sevel-tiez, ha da sevel meulganoù.

Istor

Henamzer

Aloubet e vo Korinthos gant an Dorianed war-dro 700 kent J.K. hervez an hengoun. Renet e voe ar geoded adalek -747 da -657 gant oligarkiezh dorian ar Bakiaded. D'ar c'houlz-se e voe savet trevadennoù Korkira ha Sirakusa (-733).

Pennadoù kar