Nestor : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 15: | Linenn 15: | ||
== Brezel Troia == |
== Brezel Troia == |
||
Dezhañ eo e c'houlenn [[Menelaos]] e ali goude skrapadenn [[Elena (Troia)|Elena Troia]], ha Nestor a ambroug anezhañ en [[Henc'hres]] a-bezh da vodañ an holl harozed o deus prometet da zifenn pried Elena Troia a-raok an dimeziñ. Kas a ra 90 lestr gantañ d'ar brezel. |
Dezhañ eo e c'houlenn [[Menelaos]] e ali goude skrapadenn [[Elena (Troia)|Elena Troia]], ha Nestor a ambroug anezhañ en [[Henc'hres]] a-bezh da vodañ an holl harozed o deus prometet da zifenn pried Elena Troia a-raok an dimeziñ. Kas a ra 90 lestr gantañ d'ar brezel. |
||
Ar c'hoshañ eo e-touez an harozed a gemer perzh e [[Brezel Troia]]. En ''[[Ilias]]'', e vez anvet alies « blenier karr kozh ». Selaouet e vez e alioù gant doujañs gant an holl. Hervez an ''[[Ilias]]'' e kemer perzh en un doare kalonek en emgannoù. Klask a ra lakaat [[ |
Ar c'hoshañ eo e-touez an harozed a gemer perzh e [[Brezel Troia]]. En ''[[Ilias]]'', e vez anvet alies « blenier karr kozh ». Selaouet e vez e alioù gant doujañs gant an holl. Hervez an ''[[Ilias]]'' e kemer perzh en un doare kalonek en emgannoù. Klask a ra lakaat [[Ac'hilleus]] hag [[Agamemnon]] d'en em glevet en-dro pa vrouez an daou haroz. |
||
Nestor a zo unan eus an nebeut [[Akeaned]] a zistroas d'ar gêr diboan. |
Nestor a zo unan eus an nebeut [[Akeaned]] a zistroas d'ar gêr diboan. |
||
Linenn 21: | Linenn 21: | ||
== Tiegezh Nestor == |
== Tiegezh Nestor == |
||
Hervez ar mammennoù e vefe pried [[Anaksabia]] pe [[Euridike merc'h Klimenos|Euridike ]]. Meur a vab en deus bet — [[Antiloc'hos]], [[Trasimedes]], [[Stratic'hos]], [[Perseus, mab Nestor|Perseus]], [[Aretos]], [[Ec'hefron]] ha [[Peisistratos (mitologiezh)|Peisistratos]]. Kemer a ra perzh an daou gentañ e [[Brezel Troia]] gantañ. Div verc'h en deus ivez, [[Peisidike, merc'h Nestor|Peisidike]] ha [[Polikaste]]. Hervez mammennoù nevesoc'h evit an ''[[Ilias]]'', e vab Antiloc'hos, mignon gwellañ |
Hervez ar mammennoù e vefe pried [[Anaksabia]] pe [[Euridike merc'h Klimenos|Euridike ]]. Meur a vab en deus bet — [[Antiloc'hos]], [[Trasimedes]], [[Stratic'hos]], [[Perseus, mab Nestor|Perseus]], [[Aretos]], [[Ec'hefron]] ha [[Peisistratos (mitologiezh)|Peisistratos]]. Kemer a ra perzh an daou gentañ e [[Brezel Troia]] gantañ. Div verc'h en deus ivez, [[Peisidike, merc'h Nestor|Peisidike]] ha [[Polikaste]]. Hervez mammennoù nevesoc'h evit an ''[[Ilias]]'', e vab Antiloc'hos, mignon gwellañ Ac'hilleus goude [[Patrokles]], a saveteas e vuhez pa oa taget gant [[Memnon (mitologiezh)|Memnon]]. |
||
== Mammennoù == |
== Mammennoù == |
Stumm eus an 19 Gou 2017 da 12:30
E mitologiezh Henc'hres, Nestor (en henc'hresianeg Νέστωρ Néstôr) a oa mab yaouankañ Neleus, roue Pylos, ha C'hloris. Anavezet eo dreist-holl evit e roll e Brezel Troia hag en avanturioù Herkules
E Yaouankiz
Lazhet e voe e holl vreudeur gant Herakles hag eñ an hini nemetañ a chomas bev. Daou zoare disheñvel zo da zisplegañ perak ne voe ket lazhet hervez an hengoun : pe e oa o vagañ e Gerenia, e Messenia, pell diouzh e vreudeur, pe e oa an hini nemetañ en doa nac'het esaea laerezh Oc'hen Gerion, ambrouget gant Herakles, a oa graet gant Neleüs ha e unnek mab all. En eskemm e vije bet lezet e vuhez gantañ gant an haroz hag en dije graet anezhañ roue Messenia.
Hervez ur vojenn all en doa goulennet Herakles digantañ bezañ gwalc'het eus un dle gwad hag e oa bet refuzet gant tad Nestor. Heracles a lazhas neuze Neleus hag e vibien, en o zouez Alastor, tra ma chomas bev Nestor.
Apollon a roas dezhañ an donezon da vevañ keit ha tri rummad tud. Lazhet en doa an doue e eontred hag e voerebed a-berzh mamm, an Niobide, hag evit dasprenn ar muntr e profas da Nestor an niver a vloavezhioù buhez en doa tennet digant e gerent.
E gurioù
Deuet da vezañ roue en em gannas meur a wezh gant brezelourien Pilos a-enep an Epeianed, a rene argadennoù gouez en e rouantelezh. Tost e oa dezhañ lazhañ mibien Molione na voent savetaet nemet dre youl Poseidon. Diskaret en dije ar ramz Ereutalion ivez, e-kerzh un emgann a-zaou. Meneget eo e anv ouzhpenn e-touez an harozed a gemeras perzh e chase hoc'h-gouez Kalidon, en emgann al Lapited a-enep an Dud-varc'h hag a-wezhioù en ergerzhadeg an Argonaoted.
Brezel Troia
Dezhañ eo e c'houlenn Menelaos e ali goude skrapadenn Elena Troia, ha Nestor a ambroug anezhañ en Henc'hres a-bezh da vodañ an holl harozed o deus prometet da zifenn pried Elena Troia a-raok an dimeziñ. Kas a ra 90 lestr gantañ d'ar brezel. Ar c'hoshañ eo e-touez an harozed a gemer perzh e Brezel Troia. En Ilias, e vez anvet alies « blenier karr kozh ». Selaouet e vez e alioù gant doujañs gant an holl. Hervez an Ilias e kemer perzh en un doare kalonek en emgannoù. Klask a ra lakaat Ac'hilleus hag Agamemnon d'en em glevet en-dro pa vrouez an daou haroz. Nestor a zo unan eus an nebeut Akeaned a zistroas d'ar gêr diboan.
En Odysseia e teu mab Odisseüs, Telemac'hos, da welet anezhañ da gaout alioù evit kavout keleier eus e dad.
Tiegezh Nestor
Hervez ar mammennoù e vefe pried Anaksabia pe Euridike . Meur a vab en deus bet — Antiloc'hos, Trasimedes, Stratic'hos, Perseus, Aretos, Ec'hefron ha Peisistratos. Kemer a ra perzh an daou gentañ e Brezel Troia gantañ. Div verc'h en deus ivez, Peisidike ha Polikaste. Hervez mammennoù nevesoc'h evit an Ilias, e vab Antiloc'hos, mignon gwellañ Ac'hilleus goude Patrokles, a saveteas e vuhez pa oa taget gant Memnon.
Mammennoù
- Apollodoros, Biblioteke (I, 8, 3 ; I, 9, 9). lenn enlinenn
- Homeros, Ilias (passim) lenn enlinenn , Odysseia (III, 157 ha goude). lenn enlinenn
- Hyginus, Fablennoù (XCVII). lenn enlinenn
- Ovidius, Metamorphoses (VIII, 313 ; XII, 169 ; XIII, 63-64). lenn enlinenn
- Quintus Smyrnæus, Heuliad Homeros (III, 516). lenn enlinenn
- Nostoi lenn enlinenn
- Strabon, Geografiezh (VIII, 3, 1 ; VIII, 13, 19). lenn enlinenn