C'heiron : diforc'h etre ar stummoù
D Bot: Migrating 42 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q183417 (translate me) |
Rummad |
||
Linenn 52: | Linenn 52: | ||
{{Commonscat|Chiron|Chiron|C'hiron}} |
{{Commonscat|Chiron|Chiron|C'hiron}} |
||
[[Rummad:Tud- |
[[Rummad:Tud-varc'h] |
Stumm eus an 15 Gou 2017 da 19:33
C'heiron (Χείρων e gregach, distaget C'hiron e gresianeg a-vremañ) a oa un den-marc'h e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa d'an doue Kronos ha d'an okeanidenn Filira.
Ganedigezh
Evit tec’hel rak gwarizi e wreg Rea petra a reas Kronos nemet treiñ Filira e kazeg, hag en em dreiñ e-unan e marc’h. Se zo kaoz e c’hanas e zousig Filira un den-marc’h.
Kouslskoude e oa disheñvel C'hiron diouzh an dud-kezeg arall : int-i a oa diwar Iksion ha Nefele, garv ha kriz e oant, e-skoaz C’hiron a oa un den a furnez hag a ouiziegezh. Gant Artemis hag Apollon en doa desket chaseal, seniñ, diouganañ, louzaouiñ, setu perak e voe mestr Asklepios.
E ziskibien
Ouzhpenn Asklepios avat en doe meur a ziskibl all, rak goulennet e veze outañ kenteliañ paotredigoù.
E vuhez
Bevañ a rae C'hiron en ur vougev war ar Menez Pelion en Tessalia. Dimeziñ a reas da C'hariklo, hag ur verc'h o doe, Endeis, a voe mamm Peleüs. Eñ an hini a savas e vab-bihan. e ziwall a reas diouzh troioù fall ha taolioù an dud-kezeg ar menez, ha diwezhatoc'h e kentelias anezhañ war an doare da loaviñ Tetis.
War-lerc'h e teuas Peleüs davetañ da c'houlenn digantañ ober war-dro Akilles , ar mab en doa bet gant Tetis just a-walc'h.
E varv
Bod en doa roet C'hiron da Herakles, a gare anezhañ. A-du ez eas gant an haroz en e vrezel ouzh an dud-kezeg. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet e droad gant ur saezh taolet gant Herakles. Traet a lakaas war e c'hloaz, met pareañ n'halle ket. kement a boan en doa ma c'houlennas ouzh an doueed koll an divarvelezh ha mervel . A voe roet dezhañ, war-lerc'h m'en doe roet e zivarvelezh da Brometeüs.
Gant C'hiron a reas Zeus pe steredeg an Den-Marc'h, pe hini ar Skuilh-Dour, hervez an oberourien.
E boltredoù
Tost atav eo bet poltredet oc'h ober war-dro Akilles.
Liamm diavaez
[[Rummad:Tud-varc'h]