Servel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
Emdroadur ar boblañs
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Liamm diavaez
Linenn 137: Linenn 137:
<br clear="left">
<br clear="left">
</center>
</center>
<ref> Cassini EHESS </ref>
<ref> [http://cassini.ehess.fr/cassini/fr/html/fiche.php?select_resultat=36197 Cassini EHESS] </ref>


== Melestradurezh ==
== Melestradurezh ==

Stumm eus an 29 Mez 2017 da 18:00

Servel (distaget: [ˈzerwɛl] er vro) a zo ur gumun gozh a Vreizh. Ul lodenn eus Lannuon (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor) eo bremañ. Belleger a zo ur c'harter anezhi.

Istor

Henamzer

  • Kavet e vije bet tiez koshañ Breizh eno [1] hag a savje da -4800 vloaz a-raok JK, en neolitik koshañ.

Krennamzer

XVIIvet kantved

  • 1631-1632: ar vosenn a reas he reuz e Servel.

Dispac'h Gall

  • E 1790 e voe krouet kumun Servel.

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • 74 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,84 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [2].

Eil Brezel-bed

  • Implijet e voe nijva Servel gant al Luftwaffe (aerlu alaman) [3], bombezennet e veze alies gant ar Re Unanet; eno e voe fuzuilhet 22 zen ag ar Rezistañs gant an Alamaned e mizioù Even ha Gouhere 1944.
  • Mervel a reas unnek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [4].

Lannuon

  • E 1961 e voe staget kumun Servel ouzh kumun Lannuon.

Monumantoù ha traou heverk

Chapel Sant Negoutan

Dezougen

  • Un aerborzh zo, hag aerborzh Lannuon, pe Aerborzh Lannuon-Aod ar Vein Ruz, a vez graet anezhañ. Gwechall e veze lavaret Tachenn-nij Lannuon-Servel pa ne oa ket c'hoazh un aerborzh, ha pa ne oa ket c'hoazh stag Servel ouzh Lannuon.

Douaroniezh

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793


[5]

Melestradurezh

  • Le Barzic a oa maer e 1837 ha Le Bricquir e 1860 [6].

Tud

Sellet ivez ouzh

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

  1. lec'hienn ar gazetenn Le Trégor; Ouest-France 2014-05-23
  2. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. ABSA
  4. Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. Cassini EHESS
  6. Société d'Emulation des Côtes -du-Nord, Annuaire des Côtes-du-Nord (1805-1880), pajennoù 91 ha 310