Tizh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 82: Linenn 82:
| ''Spirit of Australia'', Ken Warby || '''141,97''' || 511,11 || {{Aostralia}} – Herrekañ [[bag]], [[1978]]. <ref>{{en}} [http://www.solarnavigator.net/spirit_of_australia.htm ''Spirit of Australia'']</ref>
| ''Spirit of Australia'', Ken Warby || '''141,97''' || 511,11 || {{Aostralia}} – Herrekañ [[bag]], [[1978]]. <ref>{{en}} [http://www.solarnavigator.net/spirit_of_australia.htm ''Spirit of Australia'']</ref>
|-
|-
| Cessna Citation X+ || '''271,66''' || 978 || {SUA}} – Mach 0.79 ; herrekañ [[nijerez]] nann milourel.<ref>{{en}} [http://cessna.txtav.com/-/media/cessna/files/citation/xplus/xplus_productcard.ashx ''Cessna'']</ref>
| Cessna Citation X+ || '''271,66''' || 978 || {{SUA}} – Mach 0.79 ; herrekañ [[nijerez]] nann milourel.<ref>{{en}} [http://cessna.txtav.com/-/media/cessna/files/citation/xplus/xplus_productcard.ashx ''Cessna'']</ref>
|-
|-
| [[Tizh ar son]] en aer sec'h, war live ar mor, 20°C || '''343''' || 1&nbsp;234,8 || Termenadur Mach 1. <ref>Ar fizikour [[aostrian]] [[Ernst Mach|Ernst Waldfried Josef Wenzel Mach]] ([[1838]][[1916]]) a dermenas ar ventenn-se, a zistager /'maχ/, "Mac'h".</ref>
| [[Tizh ar son]] en aer sec'h, war live ar mor, 20°C || '''343''' || 1&nbsp;234,8 || Termenadur Mach 1. <ref>Ar fizikour [[aostrian]] [[Ernst Mach|Ernst Waldfried Josef Wenzel Mach]] ([[1838]][[1916]]) a dermenas ar ventenn-se, a zistager /'maχ/, "Mac'h".</ref>
Linenn 90: Linenn 90:
| [[Egorvulzun]] ''Endeavour'' OV-105 || '''7&nbsp;741,6''' || 27&nbsp;870 || {{SUA}} – Resped : [[1992]]-[[2011]]. <ref>{{en}} [https://www.nasa.gov/centers/kennedy/shuttleoperations/orbiters/endeavour-info.html''NASA'']</ref>
| [[Egorvulzun]] ''Endeavour'' OV-105 || '''7&nbsp;741,6''' || 27&nbsp;870 || {{SUA}} – Resped : [[1992]]-[[2011]]. <ref>{{en}} [https://www.nasa.gov/centers/kennedy/shuttleoperations/orbiters/endeavour-info.html''NASA'']</ref>
|-
|-
| Tizh c'hweladur an [[Douar (planedenn)|Douar]] || '''465,1''' || 1&nbsp;674,36 || Er [[keheder|c'heheder].
| Tizh c'hweladur an [[Douar (planedenn)|Douar]] || '''465,1''' || 1&nbsp;674,36 || Er [[keheder|c'heheder]].
|-
|-
| Tizh amestezel an Douar tro-dro d'an [[Heol]] || '''29&nbsp;783''' || 107&nbsp;218,8 || Etre 29&nbsp;291 m/s ha 31&nbsp;287 m/s.
| Tizh amestezel an Douar tro-dro d'an [[Heol]] || '''29&nbsp;783''' || 107&nbsp;218,8 || Etre 29&nbsp;291 m/s ha 31&nbsp;287 m/s.

Stumm eus an 18 Mez 2017 da 13:28

Falc'hun pirc'hirin
(Falco peregrinus)
Herrekañ loen war an Douar
108,05 m/s (389 km/h)

Tizh a reer er fiñvoniezh eus ar c'hementad a vuanded a zo gant un draezenn, da lavarout eo eus feur ar c'hemm en e lec'hiadur sturiadel en egor, hep kemer e kont na stur na ster roud an draezenn.
Ur ventenn skeuliadel eo an tizh peogwir eo dizalc'h diouzh roud an draezenn en egor, a zo sturiadel evel an nerzh pe ar vuanded.

  • Er fiñvoniezh e tiforc'her tizh diouzh buanded : n'eus na stur na ster da dizh un draezenn, ur c'hementad hepken zo dezhañ, evel ar gwrezverk pe ar gwask ; ur stur (e.g. ul linenn Norzh-Su) hag ur ster (e.g. war-du ar Su) zo da vuanded un draezenn ouzhpenn he zizh.

Tizh keitat un draezenn eo an hed diskaret ganti rannet dre badelezh he fiñvadenn ; tizh predel a reer eus he zizh keitad pa dosta ar pad da vann.

Evit jediñ tizh un draezenn e ranner hirder he hentad dre an amzer a laka evit mont eus an eil penn d'egile. Ar metr dre eilenn (aroueziet m/s pe m·s-1) eo unanenn an tizh hervez erbedadennoù an SI; da skouer : 27,77 m/s eo tizh ur c'harbed a laka un eurvezh da ziskar 100 km (105 m ÷ 3600 s). Ul lieskement eus an unanenn-se eo a vez implijet war ar pemdez avat : ar c'hilometr dre eur (km/h, da lavarout eo 1 000 m/3 600 s) ; kentoc'h eget merkañ 2,77 m/s, odometr ur c'harr-tan a ziskouezo 100 km/h eta.

Bevennet gant arlakadenn ar geñverelezh arbennik Albert Einstein eo skalfad an tizh, en em astenn eus 0 m/s (an difiñv) betek 299 792 458 m/s (tizh ar gouloù er peurc'houllo) ; herr eo anv an tizh er fizik keñverel.

Termenadur

Galileo Galilei
Domenico Tintoretto, c. 1606

Ar fizikour italian Galileo Galilei (1564-1642) a vuzulias hag a geñverias an amzer a lakae div draezenn disheñvel evit mont eus un eil lec'h d'ul lec'h all, ar pezh a c'hallas termeniñ dre ar gevatalenn :

Galileo Galilei e voe ar skiantour kentañ o krediñ rannañ ur ventenn dre ur ventenn all zisheñvel, pa grede da ouizieien e amzer e oa ken sod hag ouzhpennañ troatadoù da eurvezhioù.
Pa jeder an tizh keitat neuze e lezer a-gostez argemmoù an tizh e-keit ha ma fiñv an draezenn, da lavarout eo an tizhoù predel. Da skouer :

  • Ur c'harbed a ya eus ul lec'h A betek ul lec'h B, 100 km an hed etrezo. A-hed an amzer e red ar c'harbed da 100 km/h. Kevatal eo an tizh keitat, 100 km/h, d'an tizh predel en degouezh-se.
  • An hevelep karbed a red eus A betek B, da 100 km/h bepred, gant un ehan a 15 munutenn e-kerzh ar veaj. Kemmet eo an traoù en degouezh-se : 80 km/h eo an tizh keitat, ha 100 km/h eo an daou dizh predel – mar lezer a-gostez an amzer rekis da dizhout 100 km/h (ar c'hwimm eo, a jeder e m/s²) hag an amzer rekis da dizhout an difiñv (ar gorrekadur, da lavarout eo ar c'hwimm leiel m/s²).

A-c'houde labourioù ar matematikour alaman Gottfried Leibniz (1646-1716) war ar jediñ argemmek e c'hallas ar matematikour gall Pierre Varignon (1654-1722) termeniñ an tizh predel evel un hed peuznull rannet dre ur predad peuznull dre ar gevatalenn :

 , m'emañ evit an hed hag evit an amzer.

Tizh linennek ha tizh a-spin

Un eeunenn a-spin ouzh ur c'helc'h

Tizh linennek a reer eus ar c'hementad a vetradoù a vez diskaret dre eilenn gant un draezenn o fiñval a-hed ul linenn eeun pe get, evel un hent etre div gêr.
Tizh a-spin a reer eus tizh linennek un draezenn o fiñval war trohed ur c'helc'h.

Mar lakafemp ur gantenn 1 m he skin da dreiñ tro-dro d'he c'hreiz gant un tizh linennek digemm – 1 dro dre eilenn, da skouer – ha mar sellfemp ouzh ur poent A war trohed ar gantenn hag ouzh ur poent B lec'hiet war hanter ar skin e kavfemp ez eo hiroc'h hent A eget hent B :

  • hirder hent A =  ; 6,28 m/s e vefe tizh A bep tro neuze, da lavarout eo 22,6 km/h ;
  • hirder hent B =  ; 3,14 m/s (11,3 km/h) e vefe tizh B bep tro neuze.

Div wech buanoc'h eget A e trofe B ; ha mard arsellfemp ur poent C lec'hiet 1 mm diouzh ar c'hreiz ? e vefe hirder e hent, neuze e vefe 0,00628m/s e dizh (0,0226 km/h, 22,6 metr bep eurvezh). Difiñv e vez kreiz ur gantenn a lakaer da dreiñ, ha seul vuioc'h e pellaer diouzh ar c'hreiz, seul vrasoc'h e vez an tizh.

Tizh a-spin a reer eus an tizh-se abalamour m'eo stur ar fiñv a-spin gant trohed ar gantenn.
Disheñvel eo tizh pep poent diouzh hini pep poent all ha n'emañ ket war an hevelep kelc'h, hogen un niver hepken a droioù dre eilenn zo gant an holl boentoù ; aesoc'h neuze eo muzuliañ ha kementadiñ tizh un draezenn kelc'hiek dre gelc'htroioù dre eilenn (pe dre vunutenn, dre eur).

Buanded a-spin eo an termen a zere pa vez sturiet troiad un draezenn ; mentenn ar vuanded a-spin eo an tizh a-spin neuze.
Seul vrasoc'h ar vuanded a-spin (kelc'htorioù/eilenn), seul vrasoc'h ivez an tizh a-spin (m/s) ; seul vrasoc'h skin ar c'helc'h, seul vrasoc'h ivez tizh a-spin e drohed.
Kement-se a vez lakaet e pleustr evit diskouez tizh linennek ur c'harr war an hent : muzuliet e vez trohed ur rod ha lieskementet dre an niver a droioù dre eilenn, alese an tizh diskouezet e km/h ; seul vrasoc'h ar rod, seul nebeutoc'h a droioù evit diskar 1 km.

Unanennoù an tizh

Ar m/s eo unanenn ofisiel an SI, hogen unanennoù all a vez war implij war an dachenn etrebroadel.

  • Er verdeadurezh hag en nijerezh : ar skoulm – 1 skoulm = 0,514444 m/s = 1,609344 km/h
  • En nijerezh hepken : ar Mach – Mach 1 = tizh ar son en aer sec'h, da live keitat ar mor ha pa vez 20°C ar gwreverk = 343 m/s = 1 234,80 km/h [1]

Skalfad an tizhoù

Dilec'hiadur ar c'hevandiroù
3,6 x 10-9 m/s d'ar buanañ
(3,6 cm dre vloaz)
Gwepard (Acinonyx jubatus)
Herrekañ loen war an douar
31,94 m/s (115 km/h)

Setu amañ un nebeud tizhoù keitat a zo bet muzuliet dre ar bed – war-eeun, dre jediñ pe dre vrasjediñ. E druz emañ an talvoudegezhioù rik.

m/s km/h Evezhiadennoù
Dilec'hiadur ar c'hevandiroù 0,0000000036 3,6 x 10-12 War-dro 3,6 cm bep bloaz, hervez al lec'h.
Maligorn (Helix aspersa) 0,013 0,05 5,8 m d'an eur ; Herrekañ maligorn. [2]
Den o kerzhout 1,25 4,5 [3] Keitad uhel.
Den war varc'h-houarn 4,5 16,2 Diouzh an den, an dachenn, ar benveg ha liv an amzer.
Uhelañ tizh aotreet war an hentoù boutin gall 25 90
Reder a-vicher 10,43 37,58 Jamaika JamaikaUsain Bolt, kampionad ar bed, Berlin, 2009.
Pignerez 16.7 60,12 Banniel Taiwan TaiwanSkraber-oabl Taipei 101, 1 002 m/mn.
Uhelañ tizh aotreet war an hentoù-tizh gall 30,55 110
Gwepard (Acinonyx jubatus) 31,94 115 Herrekañ loen war an douar. [2]
Korventenn 33 118,8 Nerzh 12 Beaufort e-pad 60 eilenn da nebeutañ.
Rinkin mako (Isurus oxyrhinchus) 34,44 124 Herrekañ loen ermor. [2]
Uhelañ tizh aotreet war ar gourhentoù gall 36,11 130
Uhelañ tizh dre nerzh un den 37,02 133,284 Banniel Kanada Kanada – Sam Whittingham, 2009, war ur marc'h-houarn-gourvez[4]
Falc'hun pirc'hirin (Falco peregrinus) 108,05 389 Herrekañ loen en aer ha war an Douar. [2]
Spirit of Australia, Ken Warby 141,97 511,11 Banniel Aostralia Aostralia – Herrekañ bag, 1978. [5]
Cessna Citation X+ 271,66 978 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet – Mach 0.79 ; herrekañ nijerez nann milourel.[6]
Tizh ar son en aer sec'h, war live ar mor, 20°C 343 1 234,8 Termenadur Mach 1. [7]
Lockheed SR-71 Blackbird 984 3 529,6 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet – Mach 3,3 ; Herrekañ nijerez er bed. [8]
Egorvulzun Endeavour OV-105 7 741,6 27 870 Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet – Resped : 1992-2011. [9]
Tizh c'hweladur an Douar 465,1 1 674,36 Er c'heheder.
Tizh amestezel an Douar tro-dro d'an Heol 29 783 107 218,8 Etre 29 291 m/s ha 31 287 m/s.
Sonterezioù egor Helios-A hag Helios-B 70 220 252 792 Alamagn Alamagn & Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet – O treiñ tro-dro d'an Heol, 1974-1976. [10]
Tizh ar gouloù er peurc'houllo 299 792 458 1 079 252 848}} Tizh uhelañ en hollved anavezet.
Rinkin mako (Isurus oxyrhinchus)
Herrekañ loen er mor
34,44 m/s (124 km/h)
Ur marc'h-houarn-gourvez
karennet evit ar c'hevezadegoù
37,02 m/s (133,3 km/h)
Spirit of Australia
Herrekañ bag ar bed
141,97 m/s (511,11 km/h)
Lockheed SR-71 Blackbird
Herrekañ nijerez ar bed
980,4 m/s (3 529,6 km/h)
Herrekañ karrbed war an douar
Mach 8,5 = 2 868,05 m/s (10 324,98 km/h)
Stlejell-fuc'hell,US Air Force, 2003
An egorvulzun Endeavour
7 741,6 m/s (27 870 km/h)

Notennoù

  1. Diouzh an endro eo tizh ar son en aer.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (es) Franz Rey, Julia Rodríguez, Jahel Sanzalazar, Campeones todo terreno: los animales más rápidos, Elsa, 1998 Google Books
  3. (fr) CCHST
  4. (en) WHPSC2009
  5. (en) Spirit of Australia
  6. (en) Cessna
  7. Ar fizikour aostrian Ernst Waldfried Josef Wenzel Mach (18381916) a dermenas ar ventenn-se, a zistager /'maχ/, "Mac'h".
  8. (en) MiGFlug
  9. (en) NASA
  10. (en) WILKINSON John, New Eyes on the Sun: A Guide to Satellite Images and Amateur Observation, Springer,2012 (ISBN 978-3-6422-2838-4)