Hilda Whitby : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17: Linenn 17:


[[Rummad:Sentezed]]
[[Rummad:Sentezed]]
[[Rummad:Istor Bro-Saoz]]
[[Rummad:Istor Bro-Saoz er VIIvet kantved]]

Stumm eus an 10 Mez 2017 da 13:58

Santez Hilda, pe Hild, pe Hilda Whitby (war-dro 614-680), a oa abadez en abati Hortlepool da gentañ, en abati Whitby, en Northumbria, goude. Brudet e oa he furnezh, ha dont a rae rouaned da c'houlenn ali diganti. Lakaet eo bet da santez gant an ilizoù katolik, reizhkredennek, hag anglikan. Meneget e voe hec'h anv e deiziadur Willibrord Utrecht, met anavezet eo dreist-holl gant oberenn Beda Venerabilis, an Historia ecclesiastica gentis Anglorum, e 731, ma ra anv eus ar Saozon o vont da gristenien.

He buhez

Ganet e oa Hilda pe Hild e lez Ceredig ap Gwallog, roue brezhon Elmet, ma oa repuet he zad Hereric, forbannet diouzh lez he goureontr, ar roue Edwin Northumbria. Kontammet e voe he zad.

Goude e vevas gant he mamm Breguswith hag he c'hoar henañ Hereswith, e lez Edwin. Badezet e voe d'an 12 a viz Ebrel 627 (da Sul Fask) el lec'h ma voe savet iliz-veur Evrog, war un dro gant ar roue Edwin ha tud e lez, gant Paulin, kentañ eskob Evrog, misioner deuet eus lez ar roue Æthelburg, roue Kent.

Ur pennadig goude e timezas Hereswith da Æthelric, breur da Anna East-Anglia.

Gant Bede n'eus ger diwar-benn dimeziñ ebet graet gant Hilda.

En abati Whitby ma oa abadez eo e vije bet bodadeg eskibien


Lidet e vez d'ar 17 a viz Du gant an Iliz katolik ha d'an 19 a viz Du gant an Iliz anglikan.