Heroes & Generals : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 50: Linenn 50:
;Keflusker video
;Keflusker video
Heroes & Generals zo sevenet dre ''Retox'', anezhañ keflusker video 3-ment ar studio Reto-Moto ; n'emañ mui dindan an doare beta.
Heroes & Generals zo sevenet dre ''Retox'', anezhañ keflusker video 3-ment ar studio Reto-Moto ; n'emañ mui dindan an doare beta.
;Botoù
Abaoe an neveziadenn 1.06 e adkaver ar botoù a oa dija anezho er c'hoari doare Beta met a oa bet lammet kuit etretan. Ar pal a zo reiñ an tu d'an nevezianted da zizoloiñ ar c'hoari a-raok c'hoari a-enep c'hoarierien gwirion.


== Liammoù diavaez ==
== Liammoù diavaez ==

Stumm eus an 10 Ebr 2017 da 21:48

Logo Heroes & Generals

Heroes & Generals pe Heroes and Generals zo ur c'hoari video free-to-play, first-person shooter (FPS) ha strategiezh e zoare, sevenet hag embannet gant Reto-Moto.
Reto-Moto a oa bet savet gant lod krouerien-diazez an embregerezh IO Interactive hag an heuliad c'hoarioù video Hitman. Krouerien ar c'hoari a ra anezhañ ur mass participation game evit klask bezañ disheñvel diouzh ar c'hoarioù liesc'hoarier all doare MMOG. Al lodenn FPS eus ar c'hoari Heroes & Generals a vefe hervezo ul lodenn nemetken eus an doare c'hoari strategiezh.
D'ar 16 a viz Kerzu 2016 e voe embannet Heroes & Generals.

An Eil Brezel-bed eo endro ar c'hoari. E-krog e vez al luioù stadunanat, alaman ha hini an soviedel.

Sevel ar c'hoari

D'ar 7 a viz Here 2011, Reto-Moto en doa bet embannet ar c'hentañ filmig-tañva d'ar c'hoari gant stumm alpha Heroes & Generals evel bruderezh.
D'an 11 a viz Gouhere 2014 e voe embannet stumm beta ar c'hoari war Microsoft Windows dre Steam.
D'an 23 a viz Gwengolo 2016 e teus er-maez e stumm ofisiel.

Doare sevel ar c'hoari a zo bet anvet User Driven Development (UDD), da lavarout eo "diorroet hervez alioù an implijerien", gant ar soñj lakaat ar c'hoarierien war-raok evit ma tegasfent burutelladennoù ha kinnigoù da saverien ar c'hoari.

Tudennoù

Soudarded

An droaderien eo ar soudarded implijetañ er c'hoari. Gallout a reont implijout un nebeud karbedoù-dezougen, hogen hini -stourm ebet.

Lu alaman Lu stadunanat Lu soviedel
Mezeienn

Abaoe an neveziadenn 1.05 e c'hall pep soudard dougen dafar ur mezeg. N'eus rol mezeg ebet end eeun. [1]

Keflusker video

Heroes & Generals zo sevenet dre Retox, anezhañ keflusker video 3-ment ar studio Reto-Moto ; n'emañ mui dindan an doare beta.

Botoù

Abaoe an neveziadenn 1.06 e adkaver ar botoù a oa dija anezho er c'hoari doare Beta met a oa bet lammet kuit etretan. Ar pal a zo reiñ an tu d'an nevezianted da zizoloiñ ar c'hoari a-raok c'hoari a-enep c'hoarierien gwirion.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù