Hedy West : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Hedwig Grace West''', anavezet evel '''Hedy West''' (1938-2005) a oa ur ganerez [[stadunanat]], genidik eus ar menezioù a sav en hanternoz [[Georgia]].
'''Hedwig Grace West''', anavezet evel '''Hedy West''' ([[1938]]-[[2005]]) a oa ur ganerez [[stadunanat]], genidik eus kreisteiz an [[Appalachoù]], en hanternoz [[Georgia]]. [[500 Miles]], troet e meur a yezh, eo he c'hanaouenn brudetañ.


==He buhez==
==He buhez==
Ganet e oa e Cartersville, ur ger e menezioù hanternoz Georgia en 1938. He zad, Don West a oa ur barzh ha sindikadour. Adal he 10 vloaz e krogas da ganañ war al leurennoù.Skoliet e voe er Western Carolina College.
Ganet e oa e [[Cartersville]], ur ger e menezioù hanternoz Georgia en 1938. He zad, Don West a oa ur barzh ha sindikadour. Adal he 10 vloaz e krogas da ganañ war al leurennoù.Skoliet e voe er Western Carolina College.


En 1959 ez eas [[Evrog Nevez]] hag e studias sonerezh e Mannes College ha c'hoariva e [[Columbia University]]. Pa eruuas ha pa welas ar "Folk Revival" o c'hoarvezout dirak he daoulagad e komprenas e oa ar sonerezh a sone tud an Norzh ar memes sonerezh evel an hini a gleve a-hed he yaouankiz e Georgia. Neuze e krogas da ganañ e kornad New York. Perzh a gemeras e buhez sevenadurel hag en abadennoù [[Greenwich Village]]. Kanañ a reas gant [[Pete Seeger]] en ur sonadeg e [[Carnegie Hall]]. Sinañ a reas ur gevrat e ti Vanguard Records goude kanañ en Indian Neck Folk Festival e miz Mae 1961. Kanañ a reas evit an albom-dastumad New Folks, evit Vanguard, e 1961 ha goude e reas div bladenn hec'h-unan.
En 1959 ez eas [[Evrog Nevez]] hag e studias sonerezh e Mannes College ha c'hoariva e [[Columbia University]]. Pa eruuas ha pa welas ar "Folk Revival" o c'hoarvezout dirak he daoulagad e komprenas e oa ar sonerezh a sone tud an Norzh ar memes sonerezh evel an hini a gleve a-hed he yaouankiz e Georgia. Neuze e krogas da ganañ e kornad New York. Perzh a gemeras e buhez sevenadurel hag en abadennoù [[Greenwich Village]]. Kanañ a reas gant [[Pete Seeger]] en ur sonadeg e [[Carnegie Hall]]. Sinañ a reas ur gevrat e ti Vanguard Records goude kanañ en Indian Neck Folk Festival e miz Mae 1961. Kanañ a reas evit an albom-dastumad New Folks, evit Vanguard, e 1961 ha goude e reas div bladenn hec'h-unan.

Stumm eus an 7 Ebr 2017 da 13:22

Hedwig Grace West, anavezet evel Hedy West (1938-2005) a oa ur ganerez stadunanat, genidik eus kreisteiz an Appalachoù, en hanternoz Georgia. 500 Miles, troet e meur a yezh, eo he c'hanaouenn brudetañ.

He buhez

Ganet e oa e Cartersville, ur ger e menezioù hanternoz Georgia en 1938. He zad, Don West a oa ur barzh ha sindikadour. Adal he 10 vloaz e krogas da ganañ war al leurennoù.Skoliet e voe er Western Carolina College.

En 1959 ez eas Evrog Nevez hag e studias sonerezh e Mannes College ha c'hoariva e Columbia University. Pa eruuas ha pa welas ar "Folk Revival" o c'hoarvezout dirak he daoulagad e komprenas e oa ar sonerezh a sone tud an Norzh ar memes sonerezh evel an hini a gleve a-hed he yaouankiz e Georgia. Neuze e krogas da ganañ e kornad New York. Perzh a gemeras e buhez sevenadurel hag en abadennoù Greenwich Village. Kanañ a reas gant Pete Seeger en ur sonadeg e Carnegie Hall. Sinañ a reas ur gevrat e ti Vanguard Records goude kanañ en Indian Neck Folk Festival e miz Mae 1961. Kanañ a reas evit an albom-dastumad New Folks, evit Vanguard, e 1961 ha goude e reas div bladenn hec'h-unan.

E derou ar bloavezhioù 1960 ez eas da chom da Los Angeles ma veze o kanañ ha ma timezas. E 1964 e kanas en Newport Folk Festival . E 1966 e voe gwelet en abadenn skinwel Rainbow Quest, war un dro gant Mississippi John Hurt, a veze kaset en-dro gant Pete Seeger. A-benn neuze e oa krog da vont aliezik da Vro-Saoz. Seiz vloaz e chomas e Londrez.

E 1968 e timezas e Londrez da Pete Myers (1939-1998), a laboure er BBC, ha dizimeziñ prestik goude.

E diskar-amzer 1970 e tistroas da SUA gant he fried all,Joseph, da chom e Stony Brook (New York) hag ur verc'h he doe, anvet Talitha.

Er bloavezhioù 1980 ez eas da chom da Princeton (New Jersey) gant gwaz ha merc'h, ha goude marv Joseph e deroù ar bloavezhioù 1990, da Philadelphia, en Pennsylvania.

Mervel a eure Hedy West gant ar c'hrign-bev e Gouhere 2005[1][2].

Brud

Brudet eo he c'hanaouenn 500 Miles, bet berraet gant an holl ganerien war he lerc'h[3]. Adkemeret e voe an ton gant Bobby Bare (a dizhas an Top 10 en 1963) a savas komzoù all diwar-benn ur soudard pell eus ar vro.

Ur ganaouenn all ganti, Cotton Mill Girl[4], a reas berzh ivez.

He fladennoù

  • E 1961 : New Folks, Vanguard VRS 9096 (1961) [Hedy a gan 5 kanaouenn, 3 a vo adembannet en The Original New Folks Vanguard CD, VCD-143/144 (1993)]
  • E 1963 : Hedy West accompanying herself on the 5-string banjo, Vanguard VRS-9124 (1963)
  • E 1964 : Hedy West, Volume 2, Vanguard VRS-9162 /VSD 79162 (1964)
    • An div bladenn en hec'h anv e ti Vanguard ac'h eas d'ober ur CD (gant 2 bezh ouzhpenn) embannet gant Ace Records evel Vanguard Masters VCD 79124 (2012).]
E ti Topic, e Londrez
  • E 1965 :Old Times & Hard Times: Ballads and Songs from the Appalachians, Topic 12T117 (London, 1965); Folk-Legacy FSA-32 (1967),
    • adembannet evel Folk-Legacy CD-32 (2004)[5]. [6]
  • E 1966 : Pretty Saro and other Appalachian Ballads, Topic 12T146
  • E 1967 :
    • Ballads, Topic 12T163
    • Serves 'em Fine, Fontana U.K. STL 5432 (London, 1967)
  • E 1974 : Getting Folk Out of the Country, Folk Variety FV12008 / Bear Family BF15008 (1974), Hedy West gant Bill Clifton, adembannet war CD - Bear Family BCD 16754 (2010)[7].


  • E 1980 : Love, Hell and Biscuits, Bear Family BF15003
  • E 2009 : Three Score and Ten, Topic Records 70 year anniversary boxed set included Little Sadie eus ar bladenn Ballads, kanaouenn niverenn 20 war ar seizhvet CD. (2009)
  • E 2011 : Ballads And Songs From The Appalachians, Fellside FECD 241 (2011) - daou CD, adembannadur comprising the three Topic albums

Liammoù diavaez

  • O kanañ Little Sadie : [[4]].
  • O kanañ Sheffield Apprentice : [[5]].

Notennoù

  1. Pennad e The Independant, 2 a viz Eost 2015: [[1]]
  2. Pennad e The Gardian 12 a viz Gwengolo 2005 : [[2]]
  3. 500 Miles kanet gant Hedy West, buaznoc'h ha hiroc'h eget gant ar ganerien all.
  4. O kanañ gant Pete Seeger : https://www.youtube.com/watch?v=Ff57NnjovSM
  5. Old Times & Hard Times da selaou amañ : www.youtube.com/watch?v=QTLyn30ba80
  6. https://www.youtube.com/watch?v=QTLyn30ba80
  7. Pladenn 34' 54 hed : [[3]]