Hedy West : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11: Linenn 11:
E 1968 e timezas e Londrez da Pete Myers (1939-1998), a laboure er BBC, ha dizimeziñ prestik goude.
E 1968 e timezas e Londrez da Pete Myers (1939-1998), a laboure er BBC, ha dizimeziñ prestik goude.


E diskar-amzer 1970 e tistroas da SUA gant he fried all,Joseph, da chom e [[Stony Brook (New York)]] hag ur verc'h he doe, anvet Talitha.

Er bloavezhioù 1980 ez eas da chom da [[Princeton (New Jersey)]] gant gwaz ha merc'h, ha goude marv Joseph e deroù ar bloavezhioù 1990, da Philadelphia, en Pennsylvania.

Mervel a eure Hedy West gant ar c'hrign -bev e Gouhere 2005.


==Brud==
==Brud==

Stumm eus an 7 Ebr 2017 da 08:48

Hedwig Grace West, anavezet evel Hedy West (1938-2005) a oa ur ganerez stadunanat eus Georgia.

He buhez

Ganet e oa e Cartersville, ur ger e menezioù hanternoz Georgia en 1938. He zad, Don West a oa ur barzh ha sindikadour. Adal he 10 vloaz e krogas da ganañ war al leurennoù.Skoliet e voe er Western Carolina College.

En 1959 ez eas da gêr New York City hag e studias sonerezh e Mannes College ha c'hoariva e Columbia University. Pa eruuas ha pa welas ar "Folk Revival" o c'hoarvezout dirak he daoulagad e komprenas e oa ar sonerezh a sone tud an Norzh ar memes sonerezh evel an hini a gleve a-hed he yaouankiz e Georgia. Neuze e krogas da ganañ e kornad New York. Perzh a gemeras e buhez sevenadurel hag en abadennoù Greenwich Village. Kanañ a reas gant Pete Seeger en ur sonadeg e Carnegie Hall. Sinañ a reas ur gevrat e ti Vanguard Records goude kanañ en Indian Neck Folk Festival e miz Mae 1961. Kanañ a reas evit an albom-dastumad New Folks, evit Vanguard, e 1961 ha goude e reas div bladenn hec'h-unan.

E derou ar bloavezhioù 1960 ez eas da chom da Los Angeles ma veze o kanañ ha ma timezas. E 1964 e kanas en Newport Folk Festival . E 1966 e voe gwelet en abadenn skinwel Rainbow Quest, war un dro gant Mississippi John Hurt, a veze kaset en-dro gant Pete Seeger. A-benn neuze e oa krog da vont aliezik da Vro-Saoz. Seiz vloaz e chomas e Londrez.

E 1968 e timezas e Londrez da Pete Myers (1939-1998), a laboure er BBC, ha dizimeziñ prestik goude.

E diskar-amzer 1970 e tistroas da SUA gant he fried all,Joseph, da chom e Stony Brook (New York) hag ur verc'h he doe, anvet Talitha.

Er bloavezhioù 1980 ez eas da chom da Princeton (New Jersey) gant gwaz ha merc'h, ha goude marv Joseph e deroù ar bloavezhioù 1990, da Philadelphia, en Pennsylvania.

Mervel a eure Hedy West gant ar c'hrign -bev e Gouhere 2005.

Brud

Brudet eo he c'hanaouenn 500 Miles, bet berraet gant an holl ganerien war he lerc'h. Adkemeret e voe an ton gant Bobby Bare (a dizhas an Top 10 en 1963) a savas komzoù all diwar-benn ur soudard pell eus ar vro.

Ur ganaouenn all ganti, Cotton Mill Girl[1], a reas berzh ivez.

He fladennoù

  • Old Times & Hard Times (1965) [2]

Liammoù diavaez

  1. O kanañ gant Pete Seeger : https://www.youtube.com/watch?v=Ff57NnjovSM
  2. Da selaou amañ : [www.youtube.com/watch?v=QTLyn30ba80]