Louis Philippe d'Orléans (1725-1785) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{pennad zo |Louis Philippe d'Orléans}}
{{pennad zo |Louis Philippe d'Orléans}}
[[File:Louis-Philippe_by_Welper.jpg|thumb| Louis Philippe d'Orléans (1725-1785) ]]
[[File:Louis-Philippe_by_Welper.jpg|thumb| Louis Philippe d'Orléans (1725-1785) ]]
[[File:Louis-Philippe1.jpg |thumb| Louis Philippe d'Orléans (1725-1785) ]]
[[File:Rioult after van Loo - Louis Philippe I, Duke of Orléans.jpg |thumb| Louis Philippe d'Orléans (1725-1785) ]]
'''Louis-Philippe d'Orléans''', lesanvet « le Gros », dug Chartrez (1725-1752) ha goude dug Orléans (1752), Valois, Nemours ha Montpensier (1752-1785), kentañ priñs a wad, a oa ganet e Versailhez d'an 12 a viz Mae 1725 ha marvet e kastell Sainte-Assise e Seine-Port d'an 18 a viz Du 1785.
'''Louis-Philippe d'Orléans''', lesanvet « le Gros », dug Chartrez (1725-1752) ha goude dug Orléans (1752), Valois, Nemours ha Montpensier (1752-1785), kentañ priñs a wad, a oa ganet e Versailhez d'an 12 a viz Mae 1725 ha marvet e kastell Sainte-Assise e Seine-Port d'an 18 a viz Du 1785.



Stumm eus an 2 Ebr 2017 da 20:16

Ur pennad Louis Philippe d'Orléans zo ivez.
Louis Philippe d'Orléans (1725-1785)
Louis Philippe d'Orléans (1725-1785)

Louis-Philippe d'Orléans, lesanvet « le Gros », dug Chartrez (1725-1752) ha goude dug Orléans (1752), Valois, Nemours ha Montpensier (1752-1785), kentañ priñs a wad, a oa ganet e Versailhez d'an 12 a viz Mae 1725 ha marvet e kastell Sainte-Assise e Seine-Port d'an 18 a viz Du 1785.

Mab e oa da Louis d'Orléans, lesanvet « le Pieux » (1703-1752), ha d'ar briñsez alaman Auguste Maria Johanna von Baden-Baden (1704-1726).

Perzh a gemeras e brezelioù Flandrez hag Alamagn. Kreskiñ a reas madoù e diegezh.

Dimeziñ ha bugale

E 1743, a-benn ar fin, e timezas d'ur geniterv a-bell, Louise Henriette de Bourbon (1726-1759). Kavout a rae dezhañ en doa kavet ur plac'h a vertuz kristen pa zeue e bried eus ar gouent, hogen un drutell e oa.

Tri bugel o doe.

  1. ur verc'h ( 1745-1745), marvet da bemp miz;
  2. Louis-Philippe d'Orléans, dug Valois, anavezet ivez evel Philippe-Égalité ;
  3. Louise Marie Thérèse-Bathilde d'Orléans (1750-1822), « Mademoiselle », dimezet da Louis Henri de Bourbon, priñs Condé, dug Bourbon ha priñs Condé.

E-kerzh an Dispac'h gall e konte Philippe-Égalité ne oa ket mab da Louis « le Gros », met d'ur chalboter eus ar Palais-Royal, ur vojenn diaes da grediñ pa ouzer e tenne ar mab d'e dad ofisiel.

Bevañ a reas gant Madame de Villemomble, ha pemp bastard o doe, hag a voe savet gant an Tiegezh Orléans :

  • Louis-Étienne, kont-abad Saint-Phar ;
  • Louis-Philippe, kont-abad Saint-Albin ;
  • Marie-Étienne, dimezet en 1778 d'un ofiser dragoned, François-Constantin de Brossard ;
  • Div c'hoar c'hevell, dimezelled Mérainville, ac'h eas da leanezed.