Heroes & Generals : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 42: Linenn 42:
* [[Harley-Davidson WLA]] ([[Lend-Lease]])
* [[Harley-Davidson WLA]] ([[Lend-Lease]])
* [[BA-3/6]]
* [[BA-3/6]]
* [[BA-64]]


==== Medisin ====
==== Medisin ====

Stumm eus an 2 Ebr 2017 da 14:25

Logo Heroes & Generals

Heroes & Generals pe Heroes and Generals zo ur c'hoari video doare free-to-play, first-person shooter ha strategiezh sevenet hag embannet gant Reto-Moto. Reto-Moto a oa bet savet gant lod krouerien diazez an embregerezh IO Interactive hag an heuliad c'hoarioù video Hitman. Krouerien ar c'hoari a ra anezhañ ur "mass participation game" evit klask bezañ disheñvel diouzh ar c'hoarioù liesc'hoarier all doare MMOG. Al lodenn FPS eus ar c'hoari Heroes & Generals a vefe hervezo ul lodenn nemetken eus an doare c'hoari strategiezh.

Ar c'hoari a dremen e-pad an Eil Brezel-bed. E-krog e vez al luioù Stadunanat, Alaman hag hini an URSS. Embannet e oa bet ar c'hoari d'ar 16 a viz Kerzu 2016.

Sevel ar c'hoari

D'ar 7 a viz Here 2011, Reto-Moto en doa bet embannet ar c'hentañ filmig tañva d'ar c'hoari gant stumm alpha Heroes & Generals evel bruderezh.

Ar c'hoari a oa bet embannet war Microsoft Windows dre Steam gant ur stumm a-raok beta D'an 11 a viz Gouhere 2014.

Ar c'hoari a oa bet embannet dre ur stumm ofisiel d'an 23 a viz Gwengolo 2016.

Doare sevel ar c'hoari a zo bet anvet "User Driven Development" (savet hervez selloù an implijerien), ar mennozh a-dreñv a vez lakaat war-raok ar c'hoarierien ha ma vefe degaset ganto burutelladennoù pe kinnigoù da saverien ar c'hoari.

Tudennoù

Soudard troadegiezh

Ar soudard implijetañ er c'hoari. Soudard an troadegiezh a c'hell implij nebeut karbedoù dezougen met hini ebet stourm.

  1. Tu alaman
  1. Lu stadunanat
  1. Tu an URSS

Medisin

Abaoe an neveziadenn 1.05 e vez tu kaout dafar ur medisin gant pep soudard. N'eus ket eus ur rol medisin end eeun. [1]

Keflusker video

Heroes & Generals a zo sevenet oc'h implij keflusker video 3-ment ar studio Reto-Moto anvet "Retox", n'eo ket mui dindan an doare beta.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù