Ñ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
anv yezh: asturianeg
Linenn 3: Linenn 3:
Deuet eo da vezañ ivez arouez ar spagnoleg, betek ma oa bet klasket difenn e [[1991]] enporzhiañ [[Urzhiataerez|urzhiataerezioù]] e [[Spagn]] keit ha ma ne veze ket war o [[Touchennaoueg|zouchennaouegoù]] al lizherenn-se.
Deuet eo da vezañ ivez arouez ar spagnoleg, betek ma oa bet klasket difenn e [[1991]] enporzhiañ [[Urzhiataerez|urzhiataerezioù]] e [[Spagn]] keit ha ma ne veze ket war o [[Touchennaoueg|zouchennaouegoù]] al lizherenn-se.


Dre levezon ar spagnoleg e vez implijet ivez evit skrivañ an hevelep son e meur a [[yezh]] komzet e [[Spagn]] pe yezhoù all komzet e broioù bet levezonet ganti, da skouer ar [[galizeg]] an [[euskareg]], an [[aragoneg]], an [[astureg]] hag ivez an [[aymareg]], ar [[Ketchwaeg|c'hetchwaeg]] pe an [[tagalogeg]].
Dre levezon ar spagnoleg e vez implijet ivez evit skrivañ an hevelep son e meur a [[yezh]] komzet e [[Spagn]] pe yezhoù all komzet e broioù bet levezonet ganti, da skouer ar [[galizeg]] an [[euskareg]], an [[aragoneg]], an [[asturianeg]] hag ivez an [[aymareg]], ar [[Ketchwaeg|c'hetchwaeg]] pe an [[tagalogeg]].


Diorroet e oa bet diwar daou '''n''', unan bihan skrivet a-us d'egile, o tiskouez orin [[latin]] seurt gerioù e spagnoleg, da skouer ''annum'' > ''año''.
Diorroet e oa bet diwar daou '''n''', unan bihan skrivet a-us d'egile, o tiskouez orin [[latin]] seurt gerioù e spagnoleg, da skouer ''annum'' > ''año''.

Stumm eus an 2 Ebr 2017 da 07:55

Ul lizherenn latin ispisial eo Ñ, ñ, brudet dreist-holl abalamour ma vez implijet er spagnoleg evit ober diouzh ar son (LFE) [ɲ], da lâret eo ar son skrivet gn hervez reolennoù reizhskrivadur ar brezhoneg.

Deuet eo da vezañ ivez arouez ar spagnoleg, betek ma oa bet klasket difenn e 1991 enporzhiañ urzhiataerezioù e Spagn keit ha ma ne veze ket war o zouchennaouegoù al lizherenn-se.

Dre levezon ar spagnoleg e vez implijet ivez evit skrivañ an hevelep son e meur a yezh komzet e Spagn pe yezhoù all komzet e broioù bet levezonet ganti, da skouer ar galizeg an euskareg, an aragoneg, an asturianeg hag ivez an aymareg, ar c'hetchwaeg pe an tagalogeg.

Diorroet e oa bet diwar daou n, unan bihan skrivet a-us d'egile, o tiskouez orin latin seurt gerioù e spagnoleg, da skouer annum > año.

E yezhoù romanek all e vez implijet lizherennoù all evit ober diouzh ar son-se, da skouer nh e portugaleg diwar levezon an okitaneg, ny e katalaneg pe gn en italianeg ha galleg.

E brezhoneg

Implijet e vez al lizherenn-mañ e brezhoneg ivez evit merkañ ur vogalenn distaget dre ar fri hep na zeufe kensonenn dre fri ebet war he lerc'h, da skouer: -mañ (LFE: [mã]).

E Geriadur ar Gonideg e vez kavet evit skrivañ "amañ", met ur varrennig ne oa ken a-us d'an n. Ne servije ket evit dibenn an anv-verb, evel bremañ, dre ma oa diazezet skritur ar Gonideg war yezh Leon, hag a zistag "a" evit "añ" e kanañ. Fañch an Uhel avat, a skrive "cana" pe "canan" (pa veze "kana" gant ar Gonideg).


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.