Kumuniezhioù emren Spagn : diforc'h etre ar stummoù
Ar restr commons:File:Bandera_antigua_de_la_provincia_de_Toledo.svg oa bet lakaet e-lerc’h Bandera_Provincia_de_Toledo.svg ; Goulennet e oa gant commons:User:CommonsDelinker (File renamed: [[:c:COM:FR#reasons|File renaming crite... |
anv yezh: asturianeg |
||
Linenn 26: | Linenn 26: | ||
** [[andalouzeg]]: ''Comuniá autónoma'' |
** [[andalouzeg]]: ''Comuniá autónoma'' |
||
** [[aragoneg]]: ''Comunidat autonoma'' |
** [[aragoneg]]: ''Comunidat autonoma'' |
||
** [[ |
** [[asturianeg]]: ''Comunidá autónoma'' |
||
== Aozadur melestradurel ar C'humuniezhioù emren == |
== Aozadur melestradurel ar C'humuniezhioù emren == |
||
Linenn 90: | Linenn 90: | ||
| [[Restr:Flag of Asturias.svg|50px|Asturias]] |
| [[Restr:Flag of Asturias.svg|50px|Asturias]] |
||
| '''[[Asturiez|Priñselezh Asturiez (''Principado de Asturias/Principáu d'Asturies'')]]''' |
| '''[[Asturiez|Priñselezh Asturiez (''Principado de Asturias/Principáu d'Asturies'')]]''' |
||
| [[spagnoleg]] (ofisiel); [[ |
| [[spagnoleg]] (ofisiel); [[asturianeg]] ha [[galizeg]] (nann-ofisiel) |
||
| [[Restr:Uvieu_flag.svg|25px|Oviedo]] [[Oviedo]] |
| [[Restr:Uvieu_flag.svg|25px|Oviedo]] [[Oviedo]] |
||
| [[Restr:Flag of Asturias.svg|25px|Asturias]] [[Asturias]] || [[Restr:Escudo de Oviedo.svg|25px|Principado de Asturias]] [[Oviedo]] |
| [[Restr:Flag of Asturias.svg|25px|Asturias]] [[Asturias]] || [[Restr:Escudo de Oviedo.svg|25px|Principado de Asturias]] [[Oviedo]] |
Stumm eus an 2 Ebr 2017 da 07:53
Seitek kumuniezh emren zo er Stad spagnol abaoe 1978, krouet goude ma oa bet diskaret diktatouriezh Franco ha sinet Bonreizh ar Rouantelezh parlamantel nevez. Un elfenn diazez eus sistem melestradurel ar Stad unvan digreizennet eo ar C'humuniezhioù emren. Pep a barlamant hag a c'houarnamant zo dezho, emren diouzh ar Stad evit a sell ouzh ar galloud resis bet roet da bep hini anezhe gant ar Stad, hogen disheñvel o emrenerezh hag o galloud hervez statud pep kumuniezh.
Difennet groñs eo gant Mellad 145 Bonreizh Spagn en em strollfe meur a Gumuniezh en un doare kevreadel.
Istor
Etre 1979 ha 1983 e oa bet savet an holl Kumuniezhioù emren a-vremañ diwar ar rannvroioù kent all ha serret e oa bet da vat e 1996 pa oa bet dregemeret Statud emrenerezh kêrioù emren Ceuta ha Melilla. Abegoù disheñvel a oa bet evit krouiñ Kumuniezh pe Gumuniezh:
- Diwar dizh e oa bet krouet Kumuniezhioù Andalouzia, Euskadi, Galiza ha Katalonia (anvet "broadoù istorel"; nacionalidades históricas) a-drugarez d'un argerzh eeunaet;
- Krouet e oa bet Kumuniezhioù Aragon, Castilla y León, Castilla-La Mancha, Extremadura ha Valencian dezhe div Broviñs pe muioc'h gante perzhioù istorel boutin;
- Krouet e oa bet Kumuniezhioù Kanariez (div Broviñs) hag Balearez evel takadoù ezenek;
- Krouet e oa bet Kumuniezhioù Kantabria, Asturiez, La Rioja ha Rannbarzh Murcia dezhe ur Broviñs pep hini nemetken
- Ur Broviñs nemeti he deus Nafarroa ivez, bet savet diwar lezennoù ar Grennamzer (anvet fuero e spagnoleg);
- Krouet e oa bet Kumuniezh Madrid evit abegoù o tennañ d'an "interes broadel";
- Daoust ha ma n'int ket Proviñsoù zoken e oa bet kavet mat gant Paralamant Spagn reiñ da Ceuta ha Melilla ur statud emren ivez, deuet da vezañ kêrioù emren.
E spagnoleg e vez graet "competencias" eus gallout pep doare melestradur. Da skouer, dindan beli ar Stad emañ an darempredoù etrebroadel, nerzhioù-difenn ar Stad (arme, morlu...), ar maltouterezh hag an tailhoù. Galloud 'zo a zo bet roet ("competencias transferidas") da Gumuniezhioù resis ha n'eo ket d'an holl. En Andalouzia, Aragon, Asturiez, Kanariez, Kantabria, Katalonia, Valencia, Galiza, Madrid, Navarra hag Euskadi emañ mererezh ar justis dindan beli ar C'humuniezhioù emren keit ha m'emañ dindan beli ar Stad er C'humuniezhioù all.
E yezhoù all ar Stad
- Yezhoù ofisiel pe kenofisiel:
- Yezhoù ha rannyezhoù nann-ofisiel all:
- andalouzeg: Comuniá autónoma
- aragoneg: Comunidat autonoma
- asturianeg: Comunidá autónoma
Aozadur melestradurel ar C'humuniezhioù emren
Meret e vez ar C'humuniezh emren gant pep a Statud Emrenerezh, degemeret gant ar Stad ha dindan beli Bonreizh Spagn atav.
Adwelet eo bet Statudoù Kumuniezhioù 'zo ar bloavezhioù-mañ, da skouer hini Andalouzia ha hini Katalonia.
Pep Kumuniezh a zo dezhi un vodadenn lezennadurel (Parlamant), dilennet hec'h izili dre vouezhiadur hollek, hag ur C'huzul seveniñ (Gouarnamant). Dilennet e vez Prezidant Gouarnamant, karg uhelañ pep Kumuniezh hag he mouezh foran ofisel, dre vouezhiadur hollek.
Proviñsoù
E pep kumuniezh emren ez eus ur broviñs pe meur a hini. En holl ez eus 50 proviñs.
Isrannet e vez ar Proviñsoù d'o zro e 8,111 kêr pe kumun en holl (e spagnoleg: municipio), live diazez ar gouarnamant lec'hel.
Ouzhpenn da se ez eus div gêr dibar o statud, Ceuta ha Melilla o anv.
Bez' emañ ivez enklozadur Llívia e departamant gall ar Pyrénées Orientales.
Roll ar C'humuniezhioù Emren
Kêrioù emren | Yezhoù | Lec'hiadur | |
---|---|---|---|
Ceuta | spagnoleg (ofisiel); arabeg ha berbereg (nann-ofisiel) | ||
Melilla (Melilla/Mrič) | spagnoleg (ofisiel); arabeg ha berbereg (nann-ofisiel) |