Charlez ar Gall : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempennig + luc'hskeudenn...
D pennlizherennoù
Linenn 6: Linenn 6:
Roet e oa bet [[Kolier an Erminig]] dezhañ ha d'e wreg, gant [[Skol-Uhel Ar Vro]] e [[1990]] en [[An Alre|Alre]].
Roet e oa bet [[Kolier an Erminig]] dezhañ ha d'e wreg, gant [[Skol-Uhel Ar Vro]] e [[1990]] en [[An Alre|Alre]].


Kenlabourat a reas gant [[Brud Nevez]]. Ur pennad barn gantañ er gelaouenn-se diwar-benn [[Geriadur Brezhoneg an Here]] a servijas da ziazez d'ur c'hazetenner brestat evit sevel [[Afer ar geriadur hollvrezhonek|Afer Geriadur an Here]].
Kenlabourat a reas gant [[Brud Nevez]]. Ur pennad barn gantañ er gelaouenn-se diwar-benn [[Geriadur brezhoneg An Here]] a servijas da ziazez d'ur c'hazetenner brestat evit sevel [[Afer ar geriadur hollvrezhonek|Afer Geriadur an Here]].


== Oberennoù ==
== Oberennoù ==

Stumm eus an 20 Meu 2017 da 00:24

Charlez ar Gall e 1966.

Charlez ar Gall (An Ospital, 5 a viz Meurzh 1921Brest, 3 a viz Du 2010) a oa ur skolaer, ezel eus Ar Falz, hag a gemeras lec'h Pêr-Jakez Heliaz e penn an abadenn skingomz sizhuniek e 1959 (Radio-Kimerc'h). Eilet e veze gant e wreg Chanig ar Gall.

Goude-se e voe an den kentañ da ginnig abadennoù skinwel e brezhoneg e 1964, bepred gant e wreg Chanig. Reiñ a reas e zilez e 1974 pa oa bet silziget unan eus e abadennoù. Anvet e voe Fañch Broudig en e lec'h.

Roet e oa bet Kolier an Erminig dezhañ ha d'e wreg, gant Skol-Uhel Ar Vro e 1990 en Alre.

Kenlabourat a reas gant Brud Nevez. Ur pennad barn gantañ er gelaouenn-se diwar-benn Geriadur brezhoneg An Here a servijas da ziazez d'ur c'hazetenner brestat evit sevel Afer Geriadur an Here.

Oberennoù

  • Breizh hor bro (gant Job Jaffré). 1955. Adembannet en 2005, Toutes les Cultures de Bretagne, Ed. Skol Vreizh.
  • Disterachou diwar netraig, embannadurioù Brud Nevez, 1998.
  • Breiz o veva, Vivre la Bretagne, skridoù e brezhoneg hag e galleg gant Charlez ar Gall, kinniget gant F. Broudig, embannadurioù Emgleo Breiz, 2011.

Liammoù diavaez