Adverb : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Termenadurezh: notennoù
→‎Levrlennadurezh: Gregor Rostrenn, kinniget evel a vez graet peurliesañ
Linenn 88: Linenn 88:


==Levrlennadurezh==
==Levrlennadurezh==
* [[Frañsez Favereau|Favereau, F.]] (1997) ''[[Geriadur Favereau|Geriadur ar brezhoneg a-vremañ]]'', 4<sup>vet</sup> embannadur, [[Montroulez]]: [[Skol Vreizh]].
* [[Frañsez Favereau|Favereau, F.]] (1997), ''[[Geriadur Favereau|Geriadur ar brezhoneg a-vremañ]]'', 4<sup>vet</sup> embannadur, [[Montroulez]]: [[Skol Vreizh]].
* [[Gregor Rostren]] (1732), ''Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, [[Roazhon]].
* [[Roparz Hemon|Hemon, R.]] & [[Guy Étienne|Étienne, G.]] (1992) ''Lavar 08'', [[Kintin]]: [[Preder]].
* [[Frañsez Kervella|Kervella, F.]] (1947) ''[[Yezhadur bras ar brezhoneg]]'', [[Skridoù Breizh]].
* [[Gregor Rostren]] (1738), ''Grammaire françoise-celtique ou françoise-bretonne'', [[Roazhon]].
* [[Martial Ménard|Ménard, M.]] (2012) ''Dictionnaire français-breton'', Vicenza (Italia): [[Palantines]].
* [[Roparz Hemon|Hemon, R.]] & [[Guy Étienne|Étienne, G.]] (1992), ''Lavar 08'', [[Kintin]]: [[Preder]].
* [[Gregor Rostren|Rostren, G.]] (1732), ''Dictionnaire françois-celtique ou françois-breton, [[Roazhon]].
* [[Frañsez Kervella|Kervella, F.]] (1947), ''[[Yezhadur bras ar brezhoneg]]'', [[Skridoù Breizh]].
* [[Gregor Rostren|Rostren, G.]] (1738) ''Grammaire françoise-celtique ou françoise-bretonne'', [[Roazhon]].
* [[Martial Ménard|Ménard, M.]] (2012), ''Dictionnaire français-breton'', Vicenza (Italia): [[Palantines]].


== Gwelit ivez ==
== Gwelit ivez ==

Stumm eus an 18 Meu 2017 da 22:40

Er yezhoniezh e vez implijet an termen adverb (saoz: adverb) evit komz eus ur rummad gerioù yezhadurel hag a dalvez da gemmañ pe da resisaat ster gerioù eus n'eus forzh peseurt rummad yezhadurel all estreget an anvioù ma vez implijet doareerien hag anvioù-gwan, da lâret eo da skouer dreist-holl verboù, anvioù-gwan (en o zouez an niverennoù), pe c'hoazh frazennoù a-bezh.

Respont a ra an adverboù peurliesañ d'ar goulennoù "penaos?" ha "pegoulz?". Graet e vez an arc'hwel adverbel eus an dra-mañ ha gallout a ra bezañ kaset da benn gant adverboù pe c'hoazh gant rannfrazennoù adverb.

E brezhoneg, daoust ha ma c'heller sevel adverboù a-wezhioù dre stagañ ar rakger ez- pe er- ouzh deroù un anv-gwan, ne vez ket graet dre ret atav un diforc'h ken splann all etre stumm morfologel an anvioù-gwan hag hini ar rakverboù ha ma reer e yezhoù all evel ar galleg da skouer, keñveriit:

Anv-gwan
Brezhoneg
Un dra vat
Galleg
Une bonne chose
Saozneg
A good thing
Adverb
Brezhoneg
graet Mat eo bet
Galleg
Il a été bien fait
Saozneg
It was well done

Dont a ra an termen adverb diwar an termenoù implijet ez-hengounel evit deskrivañ yezhadur al latin hag implijet war-lerc'h evit deskrivañ fedoù yezhadurel yezhoù all. Meur a arc'hwel disheñvel diouzh re al latin a c'hell kaout an adverboù a yezh da yezh avat hag ur rummad yezhadurel ledan-tre an hini eo e gwirionez. N'heller ket implijout an holl adverboù evit ober dave d'ur frazenn a-bezh ("adverboù frazennek") da skouer.

E meur a yezh evel ar brezhoneg dre vras, n'eus stumm morfologel arbennik ebet evit merkañ an adverboù hag o diforc'hañ diouzh rummadoù yezhadurel all, evel da skouer an alamaneg gut ("mat") = adverb/anv-gwan. Kemmañ a ra kalz ivez a yezh da yezh an doare da sevel adverboù, da skouer:

  • E saozneg e implijer alies al lostger "-ly" ouzh un anv-gwan evit sevel ur rakverb diwarnañ, da skouer happy ("laouen") > happily ("en un doare laouen");
  • Er yezhoù romanek e implijer alies al lostger -mente na rank ket bezañ adimplijet e heuliadoù adbverboù renk-ouzh-renk dre ret e yezhoù evel ar spagnoleg, da skouer pobre y triste ("paour ha trist") > "pobre y tristemente" = "pobremente y tristemente" ("en un doare paour ha trist");
  • E japaneg e c'heller sevel adverboù dre kemmañ silabenndiwezhañ un anv-gwan い > く pe dre gemmañ ar rannig な > に. N'heller ket sevel adverboù diwar an holl anvioù-gwan atav avat.
  • En iwerzhoneg e stager ar verb "mont" (hag a dalvez "betek") ouzh deroù un anv-gwan;
  • E gresianeg a-vremañ e saver adverboù peurliesañ dre stagañ al lostgerioù -α pe -ως ouzh gwrizienn un anv-gwan. A-wezhioù e c'hell bezañ disheñvel ster adverb pe adverb hervez al lostger resis implijet evit e sevel, da skouer καλός ("mat" pe "reizh") > καλά ("en un daore mat") ha καλώς ("en un doare reizh");
  • E latveg e saver adverboù diwar anvioù-gwan dre lakaat al lostger -i e lec'h an dibennoù gourel ha benel -s hag -a, da skouer labs ("good") > labi ("ervat"; "en un doare mat").

Termenadurezh

Arveret eo bet an termen rakverb gant ar ster «adverb» ivez[1]. Koulskoude ez eo aet kozh an implij-se[2] ha dilezet eo er geriadurioù hag ar yezhadurioù a-vremañ. E 1947, Frañsez Kervella, hag a venege «rakverb» c'hoazh[3], a rae gant an termen adverb dija[4].

Ur ster all en deus kemeret ar ger rakverb bremañ[5]. Evit ar ster nevez-se, sellet ouzh ar pennad: rakverb.

Adverboù brezhonek

Sed amañ un toullad adverboù ha troiennoù adverbel :

Adverboù-amzeriañ

  • Gant an amzer-vremañ: bremañ, hiriv... kammed, morse,
  • Gant an amzer-da-zont: arc'hoazh, a-benn neuze, da-vloaz ..., biken ...
  • Gant an amzer-dremenet: dec'h, dilun, gwechall, kentaou ... biskoazh...
  • A verk ar boaz (hag a c'hall bezañ implijet gant ne vern pe amzer-verb) : alies, atav, a-wechoù, bemdez, bemnoz, bepred, dalc'hmat, peurliesañ ...

Adverboù-doareañ

Darn eus an adverboù-se zo anvioù-gwan ivez:

  • abred, buan, fall, mat,...

Anvioù-gwan a gaver e troiennoù adverbel zo:

  • a galon vat, a vouezh uhel, a wir galon

Kalz adverboù ha troiennoù adverbel zo savet diwar araogennoù:

  • a : a-benn ar fin, a-daol-trumm, a-greiz-holl,...
  • dre: dre chañs, ...
  • e : emberr, e gwirionez, ...
  • evel : evel-hen,
  • hep: hepdale, hep mar
  • ouzh: ouzhpenn, skoaz-ouzh-skoaz,
  • rak : rag-eeun, raktal
  • war : war-blaen, war-raok

Adverboù-eren

An adverboù-eren, pe ereadurezh, pe kenereerien, zo adverboù ha ne gemmont ket ster ur verb met hini ul lavarenn a-bezh, pe hini ur frazenn zoken. Evel stagelloù int.

  • A-benn ar fin, a dra sur, evel-se, gant-se, goude-se, koulskoude, neuze, ouzh-penn-se, setu perak, etc.
  • Avat, eta, ivez, zo, ouzhpenn-se, adverboù diabarzh dre ma n'hallont ket bezañ implijet e deroù ar frazenn evel an adverboù ordinal.

Adverboù-kementad

An adverboù-kementad a gemm ster un adverb all, un anv-gwan, pe un anv-kadarn:

  • Un adverb: alies, re alies, alies a-walc'h
  • Un anv-gwan : mat-tre, gwall vat
  • Un anv-kadarn : re a dud, tud e-leizh, trawalc'h a dud.

Sed ur roll eus an adverboù kementad pouezusañ :

  • a-leizh (pe e-leizh), a-walc'h, gwall, hanter, hepken, kenañ, meurbet, nemeur, re, tre,

Adverboù-lec'hiañ

  • Amañ, aze, ahont, eno... tost, pell ...

Darn eus an adverboù zo ivez araogennoù :

  • a-dreñv, da-heul, dirak, e-barzh, e-kichen, er-maez, war-lerc'h, war-raok
  • Adverboù orin : ac'hann, alese, aleshont...
  • Troiennoù adverbel : er pelloù, war vor

Notennoù

  1. Rostren 1732: pennger «adverbe» (p. 14). Rostren 1738: p. 159.
  2. Favereau 1997: pennger «adverbe» (p. 790).
  3. Kervella 1947: § 401 (p. 239), § 522 (p. 307).
  4. Kervella 1947: § 63 (p. 46), § 401 (p. 239), § 522-549 (p. 307-322), § 725 (p. 381).
  5. Hemon & Étienne 1992: p. 203. Ménard 2012: pennger «préverbe» (p. 1079).

Levrlennadurezh

Gwelit ivez