Padrig (sant) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18: Linenn 18:
[[Rummad:Sent vrezhon]]
[[Rummad:Sent vrezhon]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 385]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 385]]
[[Rummad:MArvioù 461]]
[[Rummad:Marvioù 461]]

Stumm eus an 8 Meu 2017 da 20:09

Sant Padrig
Gouel Sant Padrig e Buenos Aires (Arc'hantina).

Padrig , Maewyn Succat e anv (war-dro 385-461), zo ur sant brezhon ha roman, avielour ha sant broadel Iwerzhon.
Lidet e vez d'ar 17 a viz Meurzh e kement bro ma'z eus Iwerzhoniz war an douar.

Istor

Ganet e vije Maewyn Succat en un tiegezh brezhon ha roman war-dro 385 e Bannaven Taberniae (pe Banna Venta Berniae), nepell diouzh Carlisle, hiriv en Cumbria.

E dad e oa Calpurnius, a laboure er velestradurezh, da zastum arc'hant an tailhoù, hag a oa diagon. Beleg e oa e dad-kozh. E vamm-gozh a deue eus Galia, eus kostez Teurgn, ha kar e oa da Martinus Teurgn.

En 405, hervez ar vojenn, pa oa en e 20 vloaz, e voe skrapet Maewyn Succat gant morlaeron iwerzhonat, ha Niall « e nav gouestlad» a oa unan anezho, hag a werzhas anezhañ evel sklav. E-pad c'hwec'h vloaz e voe bac'het en ur gaoued e-kichen koad Fochoill, en Kontelezh Maigh Eo. Maesaer e oa evit ur penntiern iwerzhonat. Neuze eo e kavas Doue.

Levrlennadur