Padrig (sant) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Stpatrick hilloftara.jpg|200px|thumb| Sant Padrig]]
[[Restr:Stpatrick hilloftara.jpg|200px|thumb| Sant Padrig]]
[[Skeudenn:Día de San Patricio Buenos Aires 2.jpg|thumbnail|200px|left|Gouel Sant Padrig e [[Buenos Aires]] ([[Arc'hantina]]).]]
[[Skeudenn:Día de San Patricio Buenos Aires 2.jpg|thumbnail|200px|Gouel Sant Padrig e [[Buenos Aires]] ([[Arc'hantina]]).]]


'''Padrig''' , pe '''Maewyn Succat''' (war-dro 385-461), zo ur sant [[brezhon]] ha [[roman]], avielour ha sant broadel [[Iwerzhon]].
'''Padrig''' , pe '''Maewyn Succat''' (war-dro 385-461), zo ur sant [[brezhon]] ha [[roman]], avielour ha sant broadel [[Iwerzhon]].

Stumm eus an 8 Meu 2017 da 18:55

Sant Padrig
Gouel Sant Padrig e Buenos Aires (Arc'hantina).

Padrig , pe Maewyn Succat (war-dro 385-461), zo ur sant brezhon ha roman, avielour ha sant broadel Iwerzhon. Lidet e vez d'ar 17 a viz Meurzh e kement bro ma'z eus Iwerzhoniz war an douar.

Istor

Ganet e vije Maewyn Succat en un tiegezh brezhon ha roman war-dro 385 e Bannaven Taberniae (pe Banna Venta Berniae), nepell diouzh Carlisle, hiriv en Cumbria.

E dad e oa Calpurnius, a laboure er velestradurezh, da zastum arc'hant an tailhoù, hag a oa diagon. Beleg e oa e dad-kozh. E vamm-gozh a deue eus Galia, eus kostez Teurgn, ha kar e oa da Martinus Teurgn.


En 405, hervez ar vojenn, pa oa en e 16 vloaz, e voe skrapet Maewyn Succat gant morlaeron iwerzhonat, ha Niall « e nav gouestlad» a oa unan anezho, hag a werzhas anezhañ evel sklav. E-pad c'hwec'h vloaz e voe bac'het en ur gaoued e-kichen koad Fochoill, en Kontelezh Maigh Eo. Mesaer e oa evit ur penntiern iwerzhonat. Neuze eo e kavas Doue.

Levrlennadur