Majorian : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:

Ur jeneral brudet evit e drec'hioù war ar [[Franked]] hag an [[Allamani]] e oa ha c'hwec'h miz goude ma oa bet kaset kuit eus ar galloud [[Avitus]] e voe embannet da impalaer gant [[Ricimer]], ar pezh a voe abeg a dabut gant impalaer ar reter [[Leo I (Impalaer)|Leo I]] a wele anezhañ evel ur skraper.

[[Restr:MajorianEmpire.png|thumb|400px|E-pad e ren a 4 bloaz Majorian en doa adpaket darn Hispania ha su Galia, talet en doa ar Visigothed, Burgond ha Suevi ha lakaet anezho da vezañ kevredet.]]

Goude bezañ diarbennet un argad gant ar [[Vandaled]] e [[Campania]] e prestas ul lu vras a c'hoprsoudarded c'herman da aloubiñ [[Afrika]]. Faezhañ a reas [[Theodoric II]], roue ar [[Vizigoted]] ha gantañ e kevreas da argasiñ ar Vandaled. Tra m'edo o treuziñ [[Spagn]] avat, e voe distrujet e vorlu dre dreitouriezh. Tost asur eo e oa Ricimer e-unan a gelaouas ar vandaled evit ma vefe riset an oberiadur-brezel.

== Kouezhadenn ha marv ==
== Kouezhadenn ha marv ==

Stumm eus an 4 Meu 2017 da 23:38

Flavius Iulius Valerius Maiorianus brudet evel Majorian (420 - 7 a viz Eost 461) a oa impalaer roman ar C'hornôg eus 457 da 461.

Ur jeneral brudet evit e drec'hioù war ar Franked hag an Allamani e oa ha c'hwec'h miz goude ma oa bet kaset kuit eus ar galloud Avitus e voe embannet da impalaer gant Ricimer, ar pezh a voe abeg a dabut gant impalaer ar reter Leo I a wele anezhañ evel ur skraper.

E-pad e ren a 4 bloaz Majorian en doa adpaket darn Hispania ha su Galia, talet en doa ar Visigothed, Burgond ha Suevi ha lakaet anezho da vezañ kevredet.

Goude bezañ diarbennet un argad gant ar Vandaled e Campania e prestas ul lu vras a c'hoprsoudarded c'herman da aloubiñ Afrika. Faezhañ a reas Theodoric II, roue ar Vizigoted ha gantañ e kevreas da argasiñ ar Vandaled. Tra m'edo o treuziñ Spagn avat, e voe distrujet e vorlu dre dreitouriezh. Tost asur eo e oa Ricimer e-unan a gelaouas ar vandaled evit ma vefe riset an oberiadur-brezel.

Kouezhadenn ha marv

Distroadet e voe gant emsavadeg e soudarded d'ar 7 a viz Eost 461 e Lombardia. Un irienn a oa bet kaset da benn gant Ricimer. Hennezh, barbar patricius ha magister militum, o profitañ e oa pell an impalaer diouzh Italia, en doa strollet tro-dro dezhañ enebourien an aristokratelezh roman. Lezennoù Majorian o devoa diskouezet dezho e oa un impalaer gwirion prest da adsevel un impalaeriezh kreñv met a save neuze a-enep o interestoù.

Kartenn impalaeriezh Roma e 460

Goude bezañ chomet e Arelate, e lec'h pennañ e-fin an oberiadur-brezel a-enep ar Vandaled en Hispania, Majorian a zivode e lu goprsoudarded barbared hag ambrouget gant nebeut gwarded a zistroas da Roma. Erruet eno, e soñje dezhañ kenderc'hel gant ar reizhadurioù ret. Ricimer a yeas da gejañ gantañ ambrouget gant ur bagad soudarded; ar magister militum a gejas gant an impalaer e-kichen Tortona (tal-kichen Piacenza, lec'h ma oa bet muntret Avitus). Harzet e voe ha distroadet d'an 3 a viz Eost.

An impalaer a voe tennet dezhañ e dilhad hag e gurunenn, skoet ha jahinet. Goude pemp devezh, Majorian a voe dibennet e-kichen ar stêr Iria (d'ar 7 a viz Eost 461). Oadet e oa a 40 vloaz ha bet impalaer e-pad pevar bloaz.

Un impalaer re kempenn

E-fin e ren Majorian a oa rivinet, e holl arc'hant a oa bet implijet evit adsevel an impalaeriezh ha reiñ nerzh d'al lu roman. Dre forzh klask adreizhañ al lezennoù hag an impalaeriezh e oa savet interestoù lies a-enep dezhañ. Ouzhpenn da-se Ricimer a oa dipitet o welet e teue e kañfard a-benn war goust e brud dezhañ.

Al leon ziwezhañ, distro Majorian da Roma e 460
  An Impalaerien roman  
Impalaeriezh roman ar C'hornôg
En e raok :
Avitus
Majorian
(457) - (461)
War e lerc'h :
Libius Severus
Heuliad Henroma