Caspar David Friedrich : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 13: Linenn 13:


==Livadurioù==
==Livadurioù==
<gallery perrow="4" style="font-size:85%;text-align:center;">
<gallery perrow="8" style="font-size:85%;text-align:center;">
File:Caspar_David_Friedrich_-_Das_Kreuz_im_Gebirge.jpg| Ar groaz er menezioù
File:Caspar_David_Friedrich_-_Das_Kreuz_im_Gebirge.jpg| Ar groaz er menezioù
File:Caspar-David Friedrich Moon rising over Sea.jpg|Al loar o sevel war ar mor
File:Caspar-David Friedrich Moon rising over Sea.jpg|Al loar o sevel war ar mor

Stumm eus an 18 C'hwe 2017 da 17:31

Emboltred savet war-dro 1810
An Hañv (Der Sommer), 1807

Caspar David Friedrich (Greifswald (Pomerania svedat), 5 a viz Gwengolo 1774 - Dresden, 7 a viz Mae 1840), a zo unan eus arzourien romantel bennañ Alamagn en XIXvet kantved.

Brioù Rügen (1818). 90.5 × 71 cm. Mirdi Oskar Reinhart, Winterthur, Suis. Friedrich a zimezas da Christiane Caroline Bommer en 1818.

E vuhez

Ganet e voe Caspar David Friedrich d'ar 5 a viz Gwengolo 1774 e Greifswald. Merket e voe e spered gant marv kerent-tost entre 1781 ha 1791 : da seizh vloaz, en 1781, e kollas e vamm hag e c'hoar Elisabeth ; en 1787, en em veuzas e vreur Johann Christoffer er Mor Baltek, hag, en 1791, e varvas e c'hoar Maria. Kement-se a levezonas e arz ma weler div zodenn: ar marv hag an natur. Adal 1794 e krogas da dresañ hag e-pad pevar bloaz e studias en Akademiezh Roueel arzoù-kaer Danmark, e Kopenhagen dindan kelennerezh al livourien Jens Juel ha Nicolai Abildgaard.

E Dresden

E 1798 ez eas d'en em staliañ da gêr Dresden, hag eno e voe ezel ur c'helc'h arzourien ha skrivagnerien levezonet gant ar romantelezh. En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez o sevel war-du an oabl.
E 1807 e krogas da eoullivañ. Heverk eo e zoare er Groaz war ar menez (1808, Staatliche Kunstsammlungen, Dresden). Pellaat a ra diouzh an arouezierezh relijiel ordinal evit livañ ar maezioù; ar C'hrist war ar groaz a weler eus diadreñv, an heol o vont da guzh a-drek ar menezioù.

Livadurioù