Caspar David Friedrich : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 14: | Linenn 14: | ||
<gallery> |
<gallery> |
||
File:Caspar David Friedrich 049.jpg| |
File:Caspar David Friedrich 049.jpg| Bered ur manati dindan an erc'h |
||
File:Caspar David Friedrich 050.jpg| |
File:Caspar David Friedrich 050.jpg| Brumenn |
||
File:Caspar David Friedrich 051.jpg| Gwezenn ha brini |
File:Caspar David Friedrich 051.jpg| Gwezenn ha brini |
||
File:Caspar David Friedrich 052.jpg| Gwezenn ha brini |
File:Caspar David Friedrich 052.jpg| Gwezenn ha brini |
Stumm eus an 17 C'hwe 2017 da 07:09
Caspar David Friedrich (Greifswald (Pomerania svedat), 5 a viz Gwengolo 1774 - Dresden, 7 a viz Mae 1840), a zo unan eus arzourien romantel bennañ Alamagn en XIXvet kantved.
E vuhez
Ganet e voe Caspar David Friedrich d'ar 5 a viz Gwengolo 1774 e Greifswald. Merket e voe e spered gant marv kerent-tost entre 1781 ha 179 : da seizh vloaz, en 1781, e kollas e vamm hag e c'hoar Elisabeth ; en 1787, en em veuzas Johann Christoffer er Mor Baltek, hag, en 1791, e varvas e c'hoar Maria. Kement-se a levezonas e arz ma weler div zodenn: ar marv hag an natur. Adal 1794 e krogas da dresañ hag e-pad pevar bloaz e studias en Akademiezh Roueel arzoù-kaer Danmark, e Kopenhagen dindan kelennerezh al livourien Jens Juel ha Nicolai Abildgaard.
E 1798 ez eas d'en em staliañ da gêr Dresden, hag eno e voe ezel ur c'helc'h arzourien ha skrivagnerien levezonet gant ar romantelezh. En e dresadennoù kentañ e weler dodennoù a gaver en-dro en e oberenn : traezhennoù meinek, plaenennoù ha lanneier, menezioù difin ha gwez o sevel war-du an oabl.
E 1807 e krogas da eoullivañ. Heverk eo e zoare er Groaz war ar menez (1808, Staatliche Kunstsammlungen, Dresden). Pellaat a ra diouzh an arouezierezh relijiel ordinal evit livañ ar maezioù; ar C'hrist war ar groaz a weler eus diadreñv, an heol o vont da guzh a-drek ar menezioù.
-
Bered ur manati dindan an erc'h
-
Brumenn
-
Gwezenn ha brini
-
Gwezenn ha brini
-
Gwezenn ha brini
-
Koumoul
-
Iliz er goañv
-
Gwezenn ha brini