Discours de la Lanterne aux Parisiens : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|300px|Devezh an [[10 a viz Eost 1792 ar re sans-culotte..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 24 Gen 2017 da 13:18

Devezh an 10 a viz Eost 1792 ar re sans-culottes e-pad ur bodadeg "A la lanterne!". Ur beleg ha daou noblañs a vo krouget

Discours de la Lanterne aux Parisiens a oa bet ul levrig skrivet gant Camille Desmoulins hag embannet d'ar 15 a viz Gwengolo 1789.

La France libre hag e flemmskridoù all o devoa degaset brud da Camille Desmoulins betek tizhout pennoù an Dispac'h gall a zegemeras anezhañ. C'hoantaet en devoa muioc'h c'hoazh, bezañ degemeret ha brudet gant ar bobl. Setu perak e voe boulc'het al labour war "ar brezegenn d'al letern d'ar barizianiz"

Camille Desmoulins en em lesanve e-unan "Prokulor meur al letern"

.

Ar flemmskrid-se a oa bet e-touez kentañ skridoù Camille Desmoulins. A-raok ar skrid brudet-se Desmoulins hag ar re all niverus a voe, e oa ur c'hazetenner dianav.

Menneg

Ar flemmskrid a oa gant ar pal da zisplegañ obererezhioù reveulzier an hañv 1789. Klasket e voe gant an aozour da reizhabegiñ an darvoudoù feuls, dreist-holl al lazhadegoù tud an noblañs gant ar bobl. Hervez an aozour e oa un dra vat da welet krouget enebourien ar Reveulzi ouzh al leternioù gant ar bobl. Camille Desmoulins en em lesanve e-unan « prokulor meur al letern »