Islavarenn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez lavaret '''islavarenn''' (e [[saozneg]] : [[:en:Dependent clause|''dependent clause'']] pe ''subordinate clause'') eus ul [[lavarenn]] hag a zo bet staget ouzh ul lavarenn all a zo [[lavarenn dizalc'h|dizalc'h]], rak n'hall ket talvezout drezi hec'h-unan evel ur [[frazenn]] beurglok na reizh hervez reolennoù ar [[yezhadur]].
Er [[yezhoniezh]] e vez lavaret '''islavarenn''' (e [[saozneg]] : [[:en:Dependent clause|''dependent clause'']] pe ''subordinate clause'') eus ul [[lavarenn]] hag a zo bet staget ouzh ul lavarenn all a zo [[lavarenn dizalc'h|dizalc'h]], rak n'hall ket talvezout drezi hec'h-unan evel ur [[frazenn]] beurglok na reizh hervez reolennoù ar [[yezhadur]].


Neuze e teu al [[lavarenn dizalc'h]] da vezañ [[pennlavarenn]], hag al lavarenn stag outi da vezañ un '''islavarenn''' (eus ''is'', ''izel'') dre m'eo renet gant ar bennlavarenn. A-wechoù e vo stag an islavarenn ouzh ar rener (ha neuze e vez anvet [[islavarenn-stag]]), a-wechoù ouzh ar [[prezegad]], ha neuze e vo evel ur renadenn, ha meur a seurt zo eus ar re-se.
Neuze e teu al [[lavarenn dizalc'h]] da vezañ [[pennlavarenn]], hag al lavarenn stag outi da vezañ un '''islavarenn''' (eus ''is'', ''izel'') dre m'eo renet gant ar bennlavarenn. A-wechoù e vo stag an islavarenn ouzh un anv-kadarn pe ur raganv er bennlavarenn (ha neuze e vez anvet [[islavarenn-stag]]), a-wechoù ouzh ar [[prezegad]], ha neuze e vo evel ur renadenn, ha meur a seurt zo eus ar re-se.


==Elfennoù an islavarenn==
==Elfennoù an islavarenn==

Stumm eus an 19 Gen 2017 da 21:07

Er yezhoniezh e vez lavaret islavarenn (e saozneg : dependent clause pe subordinate clause) eus ul lavarenn hag a zo bet staget ouzh ul lavarenn all a zo dizalc'h, rak n'hall ket talvezout drezi hec'h-unan evel ur frazenn beurglok na reizh hervez reolennoù ar yezhadur.

Neuze e teu al lavarenn dizalc'h da vezañ pennlavarenn, hag al lavarenn stag outi da vezañ un islavarenn (eus is, izel) dre m'eo renet gant ar bennlavarenn. A-wechoù e vo stag an islavarenn ouzh un anv-kadarn pe ur raganv er bennlavarenn (ha neuze e vez anvet islavarenn-stag), a-wechoù ouzh ar prezegad, ha neuze e vo evel ur renadenn, ha meur a seurt zo eus ar re-se.

Elfennoù an islavarenn

Peurliesañ e krog un islavarenn gant ur ger (pe meur a hini) karget da liammañ, pe da isurzhiañ, lakaet dirak ur rannfrazenn. A bep seurt gerioù isurzhiañ zo, hervez an islavarennoù, hag a-wechoù hervez pe er stumm-kadarnaat pe er stumm-nac'h emañ ar verb enne.

Ar seurtoù islavarennoù

Setu ar seurtoù islavarennoù :

  • an islavarenn-stag, stag ouzh un anv-kadarn pe ouzh ur raganv a zo er bennlavarenn, a c'haller gwelout evel un anv-gwan;
An den a welez ahont zo ur poliser kuzh.
Ar poliser a grede e oan ur muntrer.
  • an islavarenn-doareañ, stag ouzh verb ar bennlavarenn, a zo evel ne vern pe renadenn-doareañ (pe adverb-doareañ). Meur a stumm lavarenn-doareañ zo, hervez ma verkont an amzer, al lec'h, an abeg ...
"Deskiñ a ra un dra nevez e kement lec'h ma'c'h a";

E meur a yezh e talvez ar gerioù stagañ da stagañ un islavarenn ouzh ul lavarenn dizalc'h, gantañ an hevelep arc'hwel hag un anv-gwan hervez framm kevreadurezhel ar frazenn, da skouer e saozneg :

"The man who I saw"
"(An den a welis")

E brezhoneg e vez implijet ar rannoùigoù verb "a/e" ha "ma" e seurt degouezhioù :

"An den a garan"
"An hini e oan o soñjal ennañ"
"An hini ma oan o soñjal ennañ"

E degouezhioù all e c'hell en em derc'hel un islavarenn stag evel un anv, da skouer evel renadenn eeun ar verb er bennlavarenn :

"Piv a gompren perak ne lâras netra?"
"N'ouzon ket hag-eñ e teuio"

Graet e vez "frazenn gevrennek" eus ur frazenn enni ul lavarenn emren (pe "bennlavarenn") mui un islavarenn stag d'an nebeutañ, da skouer :

Frazenn gevrennek
"Youc'hal a reas ma c'hoar rak gloazañ he biz a reas"
Renerion: "ma c'hoar" / "(hi)) (amraganvelezh)
Prezegadoù: "youc'hal a reas" / "gloaziañ a reas he biz"
Stagell isurzhiañ: "rak"

Ouzhpenn-se e c'heller liammañ frazennoù kevrennek a-seurt-se ouzh frazennoù eeun all pe frazennoù kevrennek all gant stagelloù evit sevel frazenn gevrennek liesrann, da skouer :

Frazenn gevrennek liesrann
"Pa lârjont din em boa gounezet ar redadeg e vousc'hoarzhis met ne semplis ket"
Renerion: "int" / "me" / "me" / "me"
Prezegadoù: "lârjont din" / "gounezet ar redadeg" / "mousc'hoarzhis" / "semplis"
Stagell isurzhiañ: "pa", "e"
Stagell kenurzhiañ: "met"

Gwelit ivez: