Gwerc'hez Vari : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 18: | Linenn 18: | ||
*[[Mari, mamm Jezuz]] |
*[[Mari, mamm Jezuz]] |
||
*[[Madonna]] |
*[[Madonna]] |
||
*[[Mari, mamm Jezuz]] |
|||
==Levrlennadurezh== |
==Levrlennadurezh== |
Stumm eus an 29 Kzu 2016 da 19:02
Ar Werc'hez Vari pe an Itron Varia eo an anv a reer e brezhoneg, hervez doare ar gristenien, eus Mari (diwar an hebreeg Miriam), mamm Jezuz a Nazaret, an den a zo kontet e vuhez er Pevar Aviel.
Pa voe dougerez e oa kefrisa da Jozeb, hag e oa gwerc'hez.
Hervez ar relijion gristen e wilioudas hag e oa bepred gwerc'hez, evel a oa bet kemennet gant an arc'hael Gabriel d'an deiz anvet Gouel Maria Veurzh, pe Gouel ar C'heloù Mat. Krouet e oa bet ar bugel gant ar Spered Santel. E skridoù koshoc'h e voe meneget e oa Joachim hag Anna a oa tad ha mamm dezhi.
Katoligiezh
E kreizik-kreiz ar feiz katolik emañ an deoliezh d'ar Werc'hez Vari. Nouspet levr brezhonek a zo bet skrivet war an danvez-se en hor yezh.
Pennadoù kar
Levrlennadurezh
E brezhoneg
- 1995 Pleustrad a-zivout ar wir deoliezh d'ar werc'hez santel, gant sant Loeiz-Mari Grignion a Vonforzh, emb. Preder, tr. gant Gabriel Loeiz Mari Chérel, 122 p.
- 1902, Miz Mari ar C'halvar, gant an Aotrou Kerjean, person Lambaol-Wimilio, e ti Salaün Brest, 264 p.
- 1902, Miz Mari Debussi, lakaet a-nevez e brezhoneg gant an Aotrou Koz person Penmarc'h, Moulerez ar C'hazetennoù katolik, straed ar C'hastell Brest, 270 p.
- 1874 Miz Mari, Kurunenn navez d'ar Werc'hez, gant an Aotrou Breton, marv kure gwilers, e ti desmoulins e Landerne. 340 p.
- 1859 Miz Kaer Mari, gant an Aotrou Diot, person Izenac'h, e ti Galles, Gwened. 358 p.