Kornôg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:
<HR noShade>
<HR noShade>
[[Skeudenn:Compassbzh.jpg|thumb|<center>Rod an Avelioù</center>]]
[[Skeudenn:Compassbzh.jpg|thumb|<center>Rod an Avelioù</center>]]
Unan eus ar [[pevar avel]] eo ar '''C'hornôg''' (pe '''Kornaoueg'''<ref>Stumm kentañ roet e-barzh [[Geriadur Vallée]], p.520a.</ref>) ha merket eo war tu kleiz an [[nadoz-vor]]. En tu enep d'ar [[Reter]] emañ hag a-skouer gant an [[Norzh]], a zo el laez, diouzh an eil tu hag ar [[Su]], a zo merket en traoñ, diouzh an tu all.
Unan eus ar [[pevar avel]] eo ar '''c'hornôg''' (pe '''kornaoueg'''<ref>Stumm kentañ roet e-barzh [[Geriadur Vallée]], p.520a.</ref>) ha merket eo war tu kleiz an [[nadoz-vor]]. En tu enep d'ar [[Reter]] emañ hag a-skouer gant an [[Norzh]], a zo el laez, diouzh an eil tu hag ar [[Su]], a zo merket en traoñ, diouzh an tu all.


Un [[anv]], un [[anv-gwan]] pe un [[adverb]] a c'hell bezañ ar ger «&nbsp;kornôg&nbsp;» ; implijet e vez evit ar [[reteradur]] hag en [[douaroniezh]].
Un [[anv]], un [[anv-gwan]] pe un [[adverb]] a c'hell bezañ ar ger «&nbsp;kornôg&nbsp;» ; implijet e vez evit ar [[reteradur]] hag en [[douaroniezh]].

Stumm eus an 16 Kzu 2016 da 14:08

Evit sterioù all ar ger, gwelet Kornôg (disheñvelout)

Rod an Avelioù

Unan eus ar pevar avel eo ar c'hornôg (pe kornaoueg[1]) ha merket eo war tu kleiz an nadoz-vor. En tu enep d'ar Reter emañ hag a-skouer gant an Norzh, a zo el laez, diouzh an eil tu hag ar Su, a zo merket en traoñ, diouzh an tu all.

Un anv, un anv-gwan pe un adverb a c'hell bezañ ar ger « kornôg » ; implijet e vez evit ar reteradur hag en douaroniezh.

Kartennouriezh

Dre voaz e vez treset war kostez kleiz ar c'hartennoù lodenn an tiriad lec'hiet er C'hornôg ; hini an Norzh e oa ar c'hostez kleiz war ar c'hartennoù hen, el laez e veze ar Reter hag en traoñ e veze merket ar C'hornôg : alese an anvioù Breizh-Uhel (er Reter, e laez ar gartenn gwechall), ha Breizh-Izel (er C'hornôg, en traoñ).

Reteradur

Kavet e vez an tu kornôgel dre sellet ouzh al lec'h ma'z a an Heol da guzh e mare rik ar gedez, rak enep red an horolaj e tro ar voul-Douar warni hec'h-unan.

Mard afec'h dizehan etrezek ar C'hornôg e heuilhfec'h ur c'helc'h anvet ledred. O kregiñ war ar c'heheder e heuilhfec'h ar c'helc'h brasañ.

Sterioù all

Graet e vez « ar C'hornôg » dre vras eus un toullad broioù europat ha Norzhamerikan – eus Aostralia ivez a-wechoù, zoken p'emañ er Su – a zo diorroet mat e-keñver an deknologiezh.
E-pad ar Brezel Yen e vezed kustum da enebiñ ar broioù-se, « ar C'hornôg » neuze, ouzh « ar Reter », da lavaret eo an Unvaniezh soviedel, ar riezoù dindan e veli, ha Republik Pobl Sina, Norzhkorea ha Mongolia.
A-wechoù ez eneber « ar C'hornôg » ouzh « ar Su » ivez, war dachenn an armerzh pergen rak sellet e vez ouzh « ar C'hornôg » evel broioù pinvidik e-tal re ar Su a vefe paour.

Notennoù

  1. Stumm kentañ roet e-barzh Geriadur Vallée, p.520a.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Kornôg er
wikeriadur, ar geriadur frank.