Lend-Lease : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
Linenn 92: Linenn 92:
* {{en}} [http://www.ibiblio.org/hyperwar/USA/ref/LL-Ship/index.html ''Lend-Lease Shipments, World War II''] (Washington: Departamant an difenn, 1946)
* {{en}} [http://www.ibiblio.org/hyperwar/USA/ref/LL-Ship/index.html ''Lend-Lease Shipments, World War II''] (Washington: Departamant an difenn, 1946)
* {{en}} [http://www.o5m6.de/Routes.html Lend lease routes] - kartennoù ha berr-skridoù war hollad an dafar Lend-Lease kaset d'an URSS
* {{en}} [http://www.o5m6.de/Routes.html Lend lease routes] - kartennoù ha berr-skridoù war hollad an dafar Lend-Lease kaset d'an URSS

[[Rummad:Armerzh SUA]]

Stumm eus an 7 Kzu 2016 da 19:05

Sinadur Franklin D. Roosevelt d'an 11 a viz Meurzh 1941 al lezenn Lend-Lease act o reiñ an tu da sikour Breizh-Veur, China ha bro C'hres.
Tank lijer Stuart M3 amerikan e-pad emgann Stalingrad
Tank Saoz Matilda Mk II eus al lu ruz (1941-1943)

Graet e oa bet Lend-Lease (Brezhoneg: Prest-Feurm) pe Lend-Lease Act (Brezhoneg: Lezenn Prest-Feurm) an titl ofisiel o vezañ "An Act to Promote the Defense of the United States" eus ar programm sikour-brezel sevenet gant ar Stadoù-Unanet e-pad an Eil Brezel-bed. E-penn kentañ ar pal a oa da gemer perzh er brezel met gant un doare dammguzh, gant tagadenn Pearl Harbor d'ar 7 a viz Kerzu 1941 ha donedigezh SUA er brezel e greskas ar sikourioù c'hoazh ha dindan un doare ofisiel.

Dre an obererezh-se e oa bet roet lam da lezennoù neptuegezh 1930. Al lezenn Lend-Lease, votet gant 317 mouezh a-du hag 71 a-enep e kambr dileuridi Stadoù-Unanet Amerika ha gant 60 a-du evit 31 a-enep er Sened, sinet d'an 11 a viz Meurzh 1941, a ro an tu da prezidant ar Staoù-Unanet da « gwerzhañ, reiñ, eskemm, feurmiñ, pe dafariñ gant doareoù all » an holl binviji difenn da nep gouarnamant « ma soñj d'ar prezidant ez eo kreiz e zifenn da geñver surentez ar Stadoù-Unanet.»

Dafar war vor

Bigi treuzkaset gant Stadoù-Unanet Amerika e-pad al Lend-Lease (1940-1945)

Doare bigi Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz Banniel URSS Unaniezh Soviedel  Brazil Frañs Frañs
Douger kirri-nij ambrougañ 23 0 0 0
Lestr-reder (Kozh) 0 1 0 0
Distrujer (Kozh) 50 0 0 0
Distrujer ambrougañ 78 0 8 6
Fourgadenn 20 28 0 0
Hollad ar bigi meur 171 29 8 6
Lestr-ged arvor 0 12 8 3
Lestr enep minennoù 0 250 8 5
Ravaneller minennoù mor 165 24 0 0
Ravaneller minennoù arvor 0 29 0 3
Hollad ar bigi bihan 165 315 16 11
Hollad 336 344 24 17

Liammoù diavaez