Fulgencio Batista : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 15: Linenn 15:
Tec'hel a reas eus Kuba, gant milionoù a zollaroù, d'an [[31 a viz Kerzu]] 1958, da glask repu d'ar [[Republik Dominikan]]. D'ar 1añ a viz Genver 1959 e tegouezhas e [[La Habana]] un dek mil brezelour eus arme Fidel Castro.
Tec'hel a reas eus Kuba, gant milionoù a zollaroù, d'an [[31 a viz Kerzu]] 1958, da glask repu d'ar [[Republik Dominikan]]. D'ar 1añ a viz Genver 1959 e tegouezhas e [[La Habana]] un dek mil brezelour eus arme Fidel Castro.


Manuel Urrutia a voe anvet da brezidant, Fidel Castro da bennkomandant an arme, ha da pennministr d'ar 16 a viz C'hwevrer 1959.
[[Manuel Urrutia]] a voe anvet da brezidant, Fidel Castro da bennkomandant an arme, ha da pennministr d'ar 16 a viz C'hwevrer 1959.


Alese ez eas da chom da Enez [[Madeira]]. Echuiñ a reas e vuhez e Spagn ha mervel a reas d'ar [[6 a viz Eost]] [[1973]], d'an oad a 72 vloaz, [[Guadalmina]], e-kichen [[Marbella]] e [[Spagn|bro Spagn]], manket dezhañ e galon. Hervez lod met hep prouen a vez embannet e oa bet kaset daou zevezh a-raok e varv ur strollad muntrerien gant [[Fidel Castro]] evit lazhadegañ anezhañ.
Alese ez eas Fulgencio Batista da chom da Enez [[Madeira]]. Echuiñ a reas e vuhez e [[Spagn]] ha mervel a reas d'ar [[6 a viz Eost]] [[1973]], d'an oad a 72 vloaz, e [[Guadalmina]], e-kichen [[Marbella]], en [[Andalouzia]], manket dezhañ e galon. Hervez lod, hogen hep prouenn, e vije bet kaset ur strollad muntrerien gant [[Fidel Castro]], daou zevezh a-raok e varv, d'e lazhañ.


{{DEFAULTSORT:Batista, Fulgencio}}
{{DEFAULTSORT:Batista, Fulgencio}}

Stumm eus an 1 Kzu 2016 da 11:21

Fulgencio Batista

Fulgencio Batista y Zaldívar, lesanvet El Mulato Lindo (an hiron koant), El Hombre (ar gwaz), ganet d'ar 16 a viz Genver 1901 e Banes, tri bloaz bennak goude dieubidigezh ar vro diouzh trevadennerien Spagn, e proviñs Oriente (hiriv e proviñs Holguin), e Kuba, a oa un ofiser eus arme Kuba, deuet da vout politikour ha prezidant ar republik entre 1940-1944, ha diktatour goude un taol-stad e 1952, dilennet e 1954 ha diskaret e 1958.

E dad, Belisario Batista Palerma, a oa ur guajiro (kouer). Mervel a reas e dud a-raok e 13 vloaz. Kuitaat a reas ar skol da vezañ darbarer kemener. Labourat a reas el labouradegoù-sukr a-raok mont da studiañ da vezañ perukenner ha troc'her barv. A-benn ar fin, da 20 vloaz, ez eas da soudard.

Politiker

Batista (en dorn kleiz) gant e bried kentañ, Elisa Godinez-Gómez, da-geñver ur weladenn e Washington D. C. en 1938.

Aozañ a reas ur sistem preizherezh en e vro gant skoazell ar mafia stadunanat a rene war an douristelezh, dindan lasoù Lucky Luciano, Meyer Lansky ha Santo Trafficante.

Lamm a voe roet dezhañ gant Dispac'h Kuba (1958-1959), renet gant Fidel Castro.

Tec'h

Tec'hel a reas eus Kuba, gant milionoù a zollaroù, d'an 31 a viz Kerzu 1958, da glask repu d'ar Republik Dominikan. D'ar 1añ a viz Genver 1959 e tegouezhas e La Habana un dek mil brezelour eus arme Fidel Castro.

Manuel Urrutia a voe anvet da brezidant, Fidel Castro da bennkomandant an arme, ha da pennministr d'ar 16 a viz C'hwevrer 1959.

Alese ez eas Fulgencio Batista da chom da Enez Madeira. Echuiñ a reas e vuhez e Spagn ha mervel a reas d'ar 6 a viz Eost 1973, d'an oad a 72 vloaz, e Guadalmina, e-kichen Marbella, en Andalouzia, manket dezhañ e galon. Hervez lod, hogen hep prouenn, e vije bet kaset ur strollad muntrerien gant Fidel Castro, daou zevezh a-raok e varv, d'e lazhañ.