Fellow of the Royal Society : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Fellowship of the Royal Society''' (berraet e '''FRS''', '''ForMemRS''' pe '''HonFRS''') a zo un enoriñ kement hag un degemer evel ezel (fellow) roet gant an aozadur ..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 21 Du 2016 da 21:16

Fellowship of the Royal Society (berraet e FRS, ForMemRS pe HonFRS) a zo un enoriñ kement hag un degemer evel ezel (fellow) roet gant an aozadur Royal Society eus Londrez da hiniennoù gwelet gant an aozadur evel degaserien: «substantial contribution to the improvement of natural knowledge, including mathematics, engineering science and medical science.» (Brezhoneg: "Degasadennoù dercʼhvoudel evit gwellaat ar gouiziegezhioù a-ziwar ar vevoniezh, gant e-touezh ar matematikoù, skiantoù ijinour hag ar vezegiezh").

Isaac Newton a oa bet unan eus an izili (Fellows) koshañ d'ar Royal Society, o vezañ bet dilennet 1672

Izili an aozadur, an akademiezh skiantoù koshañ o kenderc'hel gant e obererezhioù, a vez graet un enor bras dezho pa vezont degemeret rak ar skiantourien bet enoret a zo bet reoù hollbouezus en Istor evel Isaac Newton (1672), Charles Darwin (1839), Michael Faraday (1824), Ernest Rutherford (1903), Srinivasa Ramanujan (1919), Albert Einstein (1921), Dorothy Hodgkin (1947), Alan Turing (1951) ha Francis Crick (1959).

Tostoc'h diouzhomp ez eo bet degemeret evel izili Stephen Hawking (1974), Tim Hunt (1991), Elizabeth Blackburn (1992), Tim Berners-Lee (2001), Venkatraman Ramakrishnan (2003), Andre Geim (2007), James Dyson (2015). En holl ez eus tro-dro 8000 ezel d'an aozadur, gant 280 bet enoret gant ur priz Nobel abaoe 1663.