Stadoù-Unanet Amerika : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 253: Linenn 253:
Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe [[1951]] n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar [[Strollad Republikan (Stadoù-Unanet)|Strollad Republikan]] hag ar [[Strollad Demokratel (Stadoù-Unanet)|Strollad Demokratel]].
Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe [[1951]] n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar [[Strollad Republikan (Stadoù-Unanet)|Strollad Republikan]] hag ar [[Strollad Demokratel (Stadoù-Unanet)|Strollad Demokratel]].
[[Restr:Map of USA with state names.svg|lang=br|thumb|right|Kartenn Stadoù ar Stadoù-Unanet]]
[[Restr:Map of USA with state names.svg|lang=br|thumb|right|Kartenn Stadoù ar Stadoù-Unanet]]
Dilennet e oa bet [[George Walker Bush|George W. Bush]] da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du [[2000]] (d'an [[20 Genver|20 a viz Genver]] [[2001]] e krogas e respet). E [[2004]] e oa bet dilennet en-dro. Abaoe [[2009]] eo [[Barack Obama|Barack H. Obama]], eus ar strollad demokratel, ar Prezidant. Dilennet eo bet [[Donal Trump]] (Strollad Republikan) da brezidant d'an [[8 a viz Du]] [[2016]].
Dilennet e oa bet [[George Walker Bush|George W. Bush]] da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du [[2000]] (d'an [[20 Genver|20 a viz Genver]] [[2001]] e krogas e respet). E [[2004]] e oa bet dilennet en-dro. Abaoe [[2009]] eo [[Barack Obama|Barack H. Obama]], eus ar strollad demokratel, ar Prezidant. Dilennet eo bet [[Donald Trump]] (Strollad Republikan) da brezidant d'an [[8 a viz Du]] [[2016]].


Al [[Lez-veur_SUA|lez-veur]] eo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel.
Al [[Lez-veur_SUA|lez-veur]] eo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel.

Stumm eus an 9 Du 2016 da 08:38

Evit sterioù all, gwelet USA (disheñvelout), Stadoù-Unanet (disheñvelout)

United States of America
Stadoù-Unanet Amerika
Banniel SUA Siell SUA
Banniel Siell
Kan broadel
The Star-Spangled Banner
"Ar banniel steredek"

Ger-stur broadel
Ofisiel : "In God We Trust"
"E Doue e fiziomp"
Hengounel : "E Pluribus Unum"
"Diwar lies, unan"
Kêr-benn
Washington D.C.

38° 53' 42" N — 77° 02' 12" W


Kêr vrasañ
New York City
40° 39' 51" N — 73° 56' 19" W

Yezhoù ofisiel
Hini ebet.(1)

Yezh vroadel
Saozneg (de facto)(2)

Gouarnamant
Republik kevreadel
Prezidant : Barack Obama (D)

Besprezidant : Joe Biden (D)
Penn ar Parlamant : John Boehner (R)
Maodiern ar Justis : John Roberts

Korf-lezenniñ
Kongres ar Stadoù-Unanet
Bodadenn uhelañ : Sened

Bodadenn izelañ : Kambr an Dilennidi

Dizalc'hiezh

diouzh ar Rouantelezh-Unanet

Disklêriet : 4 a viz Gouere 1776

Anzavet : 3 a viz Gwengolo 1783
Bonreizh e pleustr : 21 a viz Even 1788

Gorread
• Hollek : 9 826 676 km² (3de er bed(3))

• Dour (%) : 6,76

Poblañs
2012 (brasjedet) : 314 785 000 (3de er bed)

• Stankter : 33,7 /km²

Armerzh (2011, brasjedet)
Moneiz : dollar SUA (US$)

KBK (KBP) : US$ 1 508 miliard (2vet)
• KBK - Feur kreskiñ gwirion : 1,8 % (157vet er bed)
• KBK dre zen : US$ 48 300 (11vet er bed)

Eur
• Gwerzhid-eur : UTC -5 da -10

• Hañv : UTC -4 da -10

Pellgehenterezh
Kod ISO 3166 : US

Pellgomz : +1
Internet : .us .gov .mil .edu

Andon : CIA - The World Factbook (en) 18/11/2012
Kartenn
Map of USA DC

1. Ar saozneg eo yezh ofisiel 28 Stad da nebeutañ, hervez ar ster a roer d'ar ger "ofisiel". Saozneg ha Hawaiieg zo ofisiel e Stad Hawaii.
2. Ar saozneg eo de facto yezh gouarnamant SUA hag ar yezh nemeti a vez komzet er gêr gant 80% eus an Amerikaned koshoc'h eget 5 bloaz. Ar spagnoleg eo an eil yezh komzet ar muiañ.
3. Goude Rusia ha Kanada. Gorread jedet diwar ar 50 Stad + District of Columbia, hep an tiriegezhioù diavaez.

Ur vro etre ar Meurvor Atlantel hag ar Meurvor Habask en Amerika an Norzh eo Stadoù-Unanet Amerika (saozneg: United States of America) (teskanv: SUA, saozneg: USA), stumm berr: (ar) Stadoù-Unanet ((the) United States). Aliezik e vez graet Amerika pe Bro-Amerika ivez dre verrdro, ha gant an teskanv amerikanek USA. Abaoe deroù an XXvet kantved eo ar Stadoù-Unanet ar riez c'halloudusañ er bed.
Un ezel diazezer eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo hag emañ ar sez anezhañ e New York. Un ezel padus eus Kuzul Surentez ABU eo.
Broudet en deus ar gouarnamant amerikan ar broioù a fell dezho lakaat un harz d'an Unaniezh Soviedel da sinañ e 1945 Aozadur Feur-emglev Norzhatlantel.

Roet eo bet an anv Amerika diwar hini an ergerzhour italian, Amerigo Vespucci.

Ur rann hag un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet e oa a-raok ma voe graet an Dispac'h amerikan a-enep d'ar Saozon. Ur republik kevreadel gant 50 stad eo ar vro bremañ.

Saozneg ha spagnoleg eo ar yezhoù komzet ar muiañ, met ouzhpenn yezhoù an Amerindianed e vez komzet meur a yezh all gant familhoù an embroidi en o zouez ar brezhoneg (war-dro 20 000 yezher hervez un enklask e dibenn an XXvet kantved).

Stadoù ar Stadoù-Unanet

Evel ma tiskouez splann an anv ez eo Stadoù-Unanet Amerika un unaniezh stadoù disheñvel. Abaoe 1960 ez eus 50 anezho.

Douaroniezh

Trede brasañ bro ar bed eo ar Stadoù-Unanet war-lerc’h Rusia ha Kanada hag a-raok Republik Poblek Sina. An tiriad amerikan, en em led war 7 % eus douaroù divoret ar blanedenn, zo ken bras ha kevandir Europa. Gorread ar Stadoù-Unanet zo 17 gwech kement ha hini Frañs ar c’hevandir. Brasoc’h eget Frañs eo stad Alaska pe hini Texas. Ar bloc’had 48 stad, da lavaret eo an holl stadoù war-bouez Alaska ha Hawaii, a vez anvet « Mainland » a-wechoù, zo dezhañ ur stumm hag a denn d'ur pempkorneg, hag en em led war 4 gwerzhid-eur. 4 500 km hed zo etre ar Meurvor Atlantel (reter) hag ar Meurvor Habask (kornôg) [1]. 2 500 km, a-hend-all, zo etre harzoù Kanada hag harzoù Mec’hiko. Ar stêr Missouri hag ar stêr Mississippi a zo 6 000 km a hed ganto o-div ha redek a reont dre greiz ar mainland. Ken hir int o-div hag ar stêr Amazon a zo o redek e Suamerika.

Harzoù gant broioù all

12 034 km harzoù [2]:

Douaroniezh fizik

Traoñienn ar Marv, al lec’h izelañ ha tommañ eus ar Stadoù-Unanet
  • Un nebeud lec'hioù dibar:
    • Ar beg uhelañ : Denali en Alaska (6 168 metr)
    • Al lec’h izelañ : Badwater e Traoñienn ar Marv e Kalifornia (- 86 metr)
    • Ar stêr bennañ : ar Missouri-Mississippi zo ouzhpenn 6 000 km hed dezhi.
    • Gorread : 9 826 676 km² (en trede plas war-lerc'h Rusia ha Kanada)
    • Aod: 19 924 km
    • An uhelderioù pellañ: - 86 m > + 6 194 m

Torosennadur

Snake River ha Grand Teton, Wyoming

Liesseurt eo torosennadur ar Stadoù-Unanet:

Torosennadur ar Stadoù-Unanet zo er reter hag en em led a norzh da su dreist-holl.

Er C'hornôg emañ ar Menezioù Roc'hellek (Rocky Mountains), al Lammoù-dour hag ar Sierra Nevada, 4 500 metr well-wazh a uhelder dezho. En o zouez emañ plateizioù ha diazadoù Colorado.

Plaenennoù ha plateizioù bras-ec’hon kreiz ar Stadoù-Unanet zo hollad ar stêrioù Mississippi ha Missouri o redek enno. Eus an dibab eo an douaroù enno ivez. Er reter ez eus menezioù kozh, an Appalachoù (Appalaches) o anv, dezho 2 300 metr a uhelder. Plaenennoù strizh zo e-touez ar menezioù-se hag ar Meurvor Atlantel.

Menezioù-tan

Menez Hood, Oregon

An darn vrasañ eus ar menezioù-tan bev zo er c’hornôg, en Alaska hag en enezeg Hawaii :

Hinoù

An holl zoareoù hinoù a ren war ar Stadoù-Unanet, eus ar yenañ (hinad pennahelel en Alaska) d'an tommañ (Traoñienn ar Marv), eus ar glepañ (Gwalarn, (Stad Washington) d’ar sec’hañ (hinad krin ha gouelec’hioù er Mervent). Gant an hinoù hag an torosennadurioù a bep seurt zo bet er Stadoù-Unanet ez eus bet stummet maezioù ha rannvroioù liesseurt enno.

Stêrioù

Grand Canyon

Lennoù

Skeudenn dre loarell eus al Lennoù Bras

Gorread hollek al Lennoù Bras zo war-dro 250 000 km², bezet an hanter eus gorread Frañs ar c’hevandir.

Lenn Powell, Utah

Douaroniezh denel

Gourhentoù pennañ ar Stadoù-Unanet

Dasparzh an annezidi

An Amerikaned zo o chom dreist-holl war an aodoù ha tro-dro d’al Lennoù Bras. Eus ar c’hantved hedredenn, eus tu ar c'hornôg, betek ar Meurvor Habasak hag en Alaska n'eo ket bras-tre an niver a annezidi, war-bouez en ur gêr zistro bennak hag ivez e Kalifornia. Kalifornia zo ar Stad amerikan ma'z eus an niver brasañ a dud o chom enno ha kenderc'hel a ra ar Stad-se da zesachañ an dud eus diabarzh pe eus diavaez ar Stadoù-Unanet.

Kêrioù ha niver an dud enno

En tu all d’an tri c’hard eus an dud zo o chom e kêr er Stadoù-Unanet. megalopolenn BosWash zo e biz ar vro.

  • Roll an tolpad-kêrioù pennañ eus ar Stadoù-Unanet, o stad kevreat hag an niver a dud zo o chom enno [3] :
Los Angeles, Kalifornia
Chicago, Illinois
San Francisco, Kalifornia
  1. New York (New York) : 24 112 176
  2. Los Angeles (Kalifornia) : 18 313 809
  3. Chicago (Illinois) : 11 318 384
  4. Washington (DC) - Baltimore (Maryland) : 8 026 607
  5. San Francisco (Kalifornia) : 7 159 693
  6. Philadelphia (Pennsylvania) : 5 951 797
  7. Dallas - Fort Worth (Texas) : 5 931 956
  8. Detroit (Michigan) : 5 905 754
  9. Miami (Florida) : 5 726 495
  10. Houston (Texas) : 5 280 752
  11. Atlanta (Georgia) : 5 034 362
  12. Boston (Massachusetts) : 4 411 000

Istor berr SUA

An Indianed e oa bet an dud kentañ o chom er Stadoù-Unanet. Tri meuriad indian a oa ha meur a gant yezh ha sevenadurioù disheñvel o doa. N’ouzer ket kalz a draoù diwar o fenn, dreist-holl evit a sell ar pobloù kantreat. Er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved e voe an Indianed o taremprediñ Europiz evit ar gwechoù kentañ. Diazezañ a reas dreist-holl ar Spagnoled er su, ar Saozon er reter hag ar Frañsizien en norzh hag en draoñienn ar Mississippi ha da-heul e voe enebet meur a sevenadur an eil ouzh egile.

E 1607 e tiazezas ar Saozon o c’hêriadenn gentañ, Jamestown hec’h anv. Da c’houde en em stalias trevadennoù niverus a-hed an aod er reter. En o zouez e oa Plymouth, Boston, Salem, Williamburg. D'ar mare-se e voe krog da harluañ ha da werzhañ tud du eus Afrika da sklaved. Gant ar morianeta e voe diorroet ar plantadegoù kotoñs er su dreist-holl ha diorroet e voe an danframmoù.

C’hwennet e voe an Indianed gant ar c’hleñvedoù-red (brec’h, ruzell) a oa bet degaset gant an difraosterien. Miliadoù a Indianed all a voe lazhet en ur vrezeliañ gant Europiz ivez. E-pad ar brezel brasañ ez aloubas ar Vreizhveuridi tiriadoù ar C’hallaoued hag e-se e oant deuet a-benn da zaougementiñ gorread an douaroù a oa dalc'het ganto betek ar mare-se.

Diskleriadur Dizalc'hidigezh ar Stadoù-Unanet

Trizek trevadenn vreizhveuriat a c’hounezas o dizalc’hiezh diouzh Breizh-Veur d'ar 4 a viz Gouere 1776. Degemeret e voe ganto Bonreizh Stadoù-Unanet Amerika e 1787. Ar vonreizh kentañ bet degemeret e broioù ar c'hornôg. Diazezet eo bet an identelezh amerikan gant an daou skrid-se.

Disklêriet e voe ar Brezel Diabarzh e 1861 abalamour d'ar sklavelezh ha da blegoù fall an armerzh er Stadoù-Unanet. Ne viras ket ouzh a vro avat da vont war-raok. Evit gwir e oa bet miliadoù a dud o vont d'ober o annez ahont a-hed an XIXvet kantved. D'ar mare-se eo ivez e voe diorroet ar greantelerezh er vro hag e voe aloubet ar c’hornôg pa voe diorret an hentoù-houarn ahont.

En XXvet kantved eo deuet ar Stadoù-Unanet da vezañ galloudusañ bro ar bed a-fet armerzh, sevenadur ha politikerezh (dresit-holl war-lerc'h an Eil Brezel Bed), daoust m'o doa renerien ar vro c'hwitet war o zaol da vare ar brezel er Viêt-nam. Gwall skoet e voe an Amerikaned gant se. Abaoe m'eo peurechu ar brezel yen hag abaoe ma n'eus ket mui eus an URSS (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel) eo ar Stadoù-Unanet ar vro dreistgalloudekañ nemeti er bed, evit a sell ar gallout milourel peurgetket.

Politikerezh

An Ti Gwenn, Washington DC

Ar vro zo anezhi hanter-kant Stad kevreat a astenn o beli leun war meur a dachenn : ur c'hevread eo. Ar Stadoù-Unanet zo anezho ur republik kevreadel prezidantel divgambr. Distag eo an tri galloud (galloud lezenniñ, galloud erounit ha galloud barn) an eil diouzh egile. Dilennet e vez ar prezidant hag ar besprezidant asambles e-pad 4 bloaz, gant ar mouezhiañ hollek dieeun. Pep Stad a vez dileuriet gant ur skolaj dilennerien veur zo kenfeur well-wazh ouzh niver hec’h annezidi. Abaoe 1951 n’hall ket prezidant ar Stadoù-Unanet ren war ar vro ouzhpenn daou respet. Daou strollad politikel bras zo er vro dreist-holl : ar Strollad Republikan hag ar Strollad Demokratel.

Kartenn Stadoù ar Stadoù-Unanet

Dilennet e oa bet George W. Bush da brezidant ar Stadoù-Unanet e miz Du 2000 (d'an 20 a viz Genver 2001 e krogas e respet). E 2004 e oa bet dilennet en-dro. Abaoe 2009 eo Barack H. Obama, eus ar strollad demokratel, ar Prezidant. Dilennet eo bet Donald Trump (Strollad Republikan) da brezidant d'an 8 a viz Du 2016.

Al lez-veur eo ensavadur uhelañ ar reizhiad lezvarnel kevreadel.

Ar feiz

An Iliz-veur katolik roman Sant Padrig e New York

Gouarnamant ar Stadoù-Unanet ne c'houlenn ket digant e geodediz petra eo o feiz. Dispartiet eo ar relijion diouzh ar Stad kevreadel en ur mod ofisiel. Asuret eo ar bennaenn-mañ gant ar vonreizh a ziogel ar frankiz krediñ. Ar stad kevreadel ne zegas skoazell ebet da skol relijiel ebet(Daveoù a vank). Ar bedenn renket gant ar skol zo difennet abaoe 1962 gant an diferadenn « Engel a-enep Vitale ».

Enklaskoù prevez a bep seurt a ziskouez ez eus etre 75 % ha 90 % eus an Amerikaned a gred e Doue. Koulskoude emaint 44 % o lavaret o deus cheñchet relijion ur wech da nebeutañ en o buhez. Ha lavaret a reont ne votont ket hervez o c'hredennoù.

Ar brotestanted eo ar re niverusañ, met a-raok pell e vint dindan 50 %. Ur c'hard eus an Amerikaned zo katoliked roman. Bez' ez eus ivez tud dizoue (16%), yuzevien (1,7%), boudisted (0.7%), muzulmaned (0.6%),, hindouisted ha kement zo.

Stadoù ar Stadoù-Unanet

Amerikaned brudet

Skiantourien

Lenn ar pennadoù Skiantourien amerikan dre urzh al lizherenneg ha Jedoniourien, dre goulzad.

Harozed an armeoù amerikan

Livourien

Lenn pennadoù Rummad: Livourien amerikan.

Luc’hskeudennerien

Lenn pennadoù Rummad : Luc’hskeudennerien amerikan.

Istorourien

Politikourien

Lenn ivez ar pennad Prezidanted Stadoù-Unanet Amerika

Sonerien

Gwelet Sonerezh Stadoù-Unanet Amerika

Filmaozerien

Lenn pennadoù Filmaozerien amerikan, dre brantadoù.

Lennegezh

• Skrivagnerien amerikan, dre urzh al lizherenneg

Priz Nobel ar Peoc'h

King o komz e-pad ar gerzhadeg evit ar gwirioù keodedel.

Gizourien

C'hoarierion echedoù

Tud all

  • Benjamin Franklin, kefredour ha politikour e-pad ar brezel dizalc'hiezh
  • Thomas Alva Edison, krouer ha den afer
  • Howard Hughes, nijer, produer sinema hag un oristal a zen a afer
  • Stan Lee, senarioer comics, seurt bannoù-treset a bouez er Stadoù-Unanet
  • Allan Pinkerton, a grouas un ajañs bras a igounierien brevez
  • Paul Revere, dispac’her e-pad ar brezel dizalc’hiezh
  • Harriet Tubman, a roas skoazell da gantadoù a sklavourien da dec’hel kuit e norzh ar Stadoù-Unanet a-raok ar brezel disrannidigezh
  • Wilbur Wright, unan an nijerien vrudet kentañ.

Un nebeud sifroù

  • Dispignoù an armeoù : 400 miliard a USD (e 2004)
  • Linennoù pellgomz : 268 milion a USD (e 2003) [2]
  • Pellgomzerioù hezoug : 219 milion a USD (e 2005) [2]
  • Skingomzerioù : 575 milion a euroioù (e 1997)
  • Skinwelerioù : 219 milion a euroioù (e 1997)
  • Pellgomzerioù : 659 evit 1000 annezad
  • Implijerien Genrouedad : 205 milion a USD (e 2005) [2]
  • Pourchaserien moned war ar Genrouedad : 7 800 (en 2000)
  • Hentoù : 6 407 637 km (en o zouez 4 164 964 km hentoù terduet) (e 2004) [2]
  • Hentoù-houarn : 226 605 km (en 2004) [2]
  • Hentoù : 41 009 km (en 2004) [2]
  • Niver a aerborzhioù : 14 858 (en o zouez 5 119 aerborzh gant roudennoù terduet) (e 2006) [2]

Notennoù

  1. J.-Y. Cleach [...], “La puissance américaine” p.104
  2. source : CIA - The World Factbook
  3. source : populationdata.net


Liammoù diavaez

Lec’hiennoù ofisiel: