Anacaona : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[file:Vida y viajes de Cristobal Colón, 1851 Honores tributados a la Reina (3819533241).jpg|thumb|Anacaona.]]
[[file:Vida y viajes de Cristobal Colón, 1851 Honores tributados a la Reina (3819533241).jpg|thumb|Anacaona.]]


'''Anacaona''' (1464-1504) a oa rouanez pobl [[Taino]] Bro [[Xaragua]], unan eus pemp rouantelezh Enez [[Kiskeya]], pe [[Hispaniola]], an enez a zo rannet hiriv etre [[Haiti]] hag ar [[Republik Dominikan]]), goude marv he breur [[Bohechio]], roue Xaragua. Krouget e voe war urzh ar gouarnour spagnol [[Nicolás de Ovando]] en 1504. Dimezet e oa d'ar roue [[Caonabo]], a rene e [[Maguana]], ar vro amezek. He breur hag he fried a oa daou eus ar pemp pennroue a rene en (hiriv Hispaniola) pa erruas ar Spagnoled e 1492.
'''Anacaona''' (1464-1504) a oa rouanez pobl [[Taino]] Bro [[Xaragua]], unan eus pemp rouantelezh Enez [[Kiskeya]], pe [[Hispaniola]] (an enez a zo rannet hiriv etre [[Haiti]] hag ar [[Republik Dominikan]]), goude marv he breur [[Bohechio]], roue Xaragua. Krouget e voe war urzh ar gouarnour spagnol [[Nicolás de Ovando]] en 1504. Dimezet e oa d'ar roue [[Caonabo]], a rene e [[Maguana]], ar vro amezek. He breur hag he fried a oa daou eus ar pemp pennroue a rene en Hispaniola pa erruas ar Spagnoled e 1492.


Brudet e oa he c'hened, hag he spered, ha brudet e oa evel barzhez. Barzhonegoù a ouie dre an eñvor hag o dibunañ a rae dirak ar bobl e lidoù relijiel anvet anvet "areítos".
Brudet e oa he c'hened, hag he spered, ha brudet e oa evel barzhez. Barzhonegoù a ouie dre an eñvor hag o dibunañ a rae dirak ar bobl e lidoù relijiel anvet anvet "areítos".

Stumm eus an 23 Gwe 2016 da 13:39

Anacaona.

Anacaona (1464-1504) a oa rouanez pobl Taino Bro Xaragua, unan eus pemp rouantelezh Enez Kiskeya, pe Hispaniola (an enez a zo rannet hiriv etre Haiti hag ar Republik Dominikan), goude marv he breur Bohechio, roue Xaragua. Krouget e voe war urzh ar gouarnour spagnol Nicolás de Ovando en 1504. Dimezet e oa d'ar roue Caonabo, a rene e Maguana, ar vro amezek. He breur hag he fried a oa daou eus ar pemp pennroue a rene en Hispaniola pa erruas ar Spagnoled e 1492.

Brudet e oa he c'hened, hag he spered, ha brudet e oa evel barzhez. Barzhonegoù a ouie dre an eñvor hag o dibunañ a rae dirak ar bobl e lidoù relijiel anvet anvet "areítos".

He buhez

Cacicazgo Jaragua.

Ganet e oa e Maguana, ar rouantelezh (cacicazgo e spagnoleg) ma rene he breur, en 1474.

Pa degouezhas Kristof Koulm e 1496 e voe breud etrezañ hag Anacaona hag he breur Bohechío, a seblant bezañ a-renk ganti. Meneget eo an dro gant Bartolomé de las Casas en e Historia de las Indias, ma weler Koulm o c'houlenn kaout boued ha kotoñs digant broiz evit e vartoloded.

Plijus e voe an emgav-se, hervez an oberour. Un toullad mizioù goude e tegouezhas Koulm en-dro gant ul lestr da gargañ ul lodenn eus an truaj. Anacaona ha Behechío a veajas ur pennadig war al lestr, pedet gant Koulm, e-kichen al lec'h m'emañ Port-au-Prince hiriv, e Bae Gonâve.

Mervel a reas he breur Bohechio, ha setu Anacaona da gemer e lec'h ha da ren e Xaragua.

Pan erruas Colomb en enez en kerzu 1492, Anacaona a ziskouezas bout ranell o welout an traoù kaer a ouie ober ar Spagnoled, rak kavout a rae dezhi e oant desket bras ha dornet mat. Koulskoude, pa welas petra a raent d'ar maouezed karib e reas ur soñj all diwar o fenn. Dont a reas a-benn da ober d'he fried Caonabo kas an dud-se kuit eus an enez. War a seblant he devoa komprenet e oa ar Spagnoled o laerezh o douaroù hag o sklaviñ ar bobl, evel ma rejont adarre e Mec'hiko gant Moctezuma II, goude kaset o zaol da vat en enez.


Pa zistroas Koulm d'an 28 a viz Du 1493, e kavas e oa bet distrujet kreñvlec'h La Navidad (Nedeleg e brezhoneg) ha lazhet an 39 den a oa o chom ennañ.

Gouarnour

Un toullad bloavezhioù goude, e klevas Nicolás de Ovando, gouarnour an enez, edo Anacaona en sell da ober brezel d'an drevadenn spagnol. Kemenn a eure Nicolás de Ovando da Anacaona edo o vont da g-Cacicazgo Xaragua d'ober ur gwel d'he fobl. Hag eñ degouezhout gant ouzhpenn tri c'hant hanter-kant den, ha graet lid dezho war an ton bras. Pa oa an holl er gouel, ez eas gwazed Ovando da c'hwezhañ an tan e ti ar penn (caney).

Anacaona he devoa ur verc'h, anvet Higuemota, nemet n'ouzer ket pegoulz e oa ganet na marvet.

War he lerc'h

War he lerc'h

Lennadurezh

Pennadoù kar