Meven Mordiern : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dizober kemmoù 1607326 a-berzh 86.212.10.7 (kaozeal) -Danvez ©
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18: Linenn 18:


==Oberennoù==
==Oberennoù==
* ''Sketla Segobrani''. 3 levr moulet e ti René Prud'homme. [[Sant-Brieg]], [[1923]], 3 levrenn (asambles gant [[Frañsez Vallée]], [[Emil Ernod]]) skeudennoù gant [[James Bouillé]], adembannet e [[1946]] gant [[Skridoù Breizh]].
* ''[[Sketla Segobrani]]''. 3 levr moulet e ti René Prud'homme. [[Sant-Brieg]], [[1923]], 3 levrenn (asambles gant [[Frañsez Vallée]], [[Emil Ernod]]) skeudennoù gant [[James Bouillé]], adembannet e [[1946]] gant [[Skridoù Breizh]].
* ''Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz : O Istor hag o Sevenadur'' Paris, Ed. de Bretagne - [[1944]] (a-gevred gant [[Frañsez Vallée]])
* ''Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz : O Istor hag o Sevenadur'' Paris, Ed. de Bretagne - [[1944]] (a-gevred gant [[Frañsez Vallée]])
* ''Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz o istor hag o sevenadur''. Dastumet hag urziet gant Meven Mordiern ha lakaet e brezoneg gant [[Frañsez Vallée|Abherve]]. Paris : Edition de la Bretagne, [[1946]].
* ''Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz o istor hag o sevenadur''. Dastumet hag urziet gant Meven Mordiern ha lakaet e brezoneg gant [[Frañsez Vallée|Abherve]]. Paris : Edition de la Bretagne, [[1946]].

Stumm eus an 29 Eos 2016 da 20:19

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Reun ar Rouz (René Le Roux), anavezetoc'h dindan e anv-pluenn Meven Mordiern, zo ur skrivagner brezhonek hag ur yezhour gouiziek war ar brezhoneg hag an hengeltieg. Ganet e voe d'an 29 a viz Here 1878 e Bourdel ha mervel a reas d'ar 4 a viz C'hwevrer 1949 e Kintin. Bet e oa eus krouerien ar brezhoneg unvanet hag arnevez, a-gevret gant Frañsez Vallée.

Yaouankiz

Mab d'ur mezeg eus an arme e oa Meven Mordiern. Mont a reas e dad war e leve en e vro c'henidik, tost da Vendôme, pa oa babig c'hoazh. Ne oa ket liammet Meven Mordiern gant Breizh tamm ebet. Pa oa 13 vloaz ez eas d'ober e studioù e rannvro Pariz. Goude bezañ bet el lise Condorcet ez eas da Londrez e-pad ur bloavezh. Betek marv e vamm e chomas e rannvro Pariz hag enrollet e oa, e-pad ar Brezel bed kentañ, evit leuniañ ar bagonioù a veze kaset d'an talbenn.

Emgav gant ar Gelted hag ar brezhoneg

E 1920, pa gollas e vamm, e tivizas mont da chom da Borzhig pa oa dija 42 vloaz hag en doa kalz a arc'hant war-lerc'h e dud. Entanet e oa bet gant istor ar Gelted kozh hag e kave dispar bezañ gouest da zeskiñ unan eus ar yezhoù keltiek a oa bev c'hoazh. Studiañ a reas ar brezhoneg muioc'h evel un danvez-studi eget evit e gomz gant tud ar vro. Dont a reas da vezañ un arbennigour war sevenadur ar Gelted hag ur c'heltiegour gouiziek-meurbet. Seblantout a rae dezhañ e oa e gefridi adsevel ar brezhoneg betek ober anezhañ ur yezh a live uhel evit ur vro arnevez. Kregiñ a reas da genlabourat gant Frañsez Vallée a droas e brezhoneg 12 levrig savet e galleg gant Mordiern hag embannet etre 1914 ha 1924 dindan an talbenn "Notennou diwar-benn ar Gelted koz". Pa zivizas mont da Vreizh e tibabas chom e kêriadenn Sant-Elouri e-barzh parrez Porzhig, pa oa nepell diouzh annez Frañsez Vallée hag hini ar c'heltiegour Emil Ernod.

Gant diskar talvoudegezh al lur-gall e voe rivinet Meven Mordiern hag e renas bloavezhioù diwezhañ e vuhez er baourentez vrasañ. Mervel a reas en ospital Kintin d'ar 4 a viz C'hwevrer 1949, ha douaret e voe e Sant-Brieg, e-kichen e vignon Francois Vallée, a-drugarez da vrokusted an itron Sant-Pêr, prenet ganti bez an Ao.David (breur an eskob) a oa vak.

Reiñ a reas Meven Mordiern e levraoueg da c’houarnamant SUA, hag emañ e levraoueg ar C’hendalc’h e Washington.

Pouez oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg skrivet da vare Gwalarn

Un pouez bras en deus bet oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg arnevez. Kemeret en doa ar boaz da weladenniñ Frañsez Vallée en ur ober (war droad a-wechoù) an hent etre Porzhig ha Sant-Brieg div wech ar sizhun. A-wechoù e teue Emil Ernod da labourat ganto ivez. Degaset en deus e ouiziegezh vras war ar yezhoù keltiek evit reiñ harp da Vallée da sevel e c’heriadur bras galleg-brezhoneg. Degaset en deus ivez d'ar Walarnerien, Roparz Hemon en o zouez, kinnigoù e-leizh evit krouiñ ar gerioù teknikel a vanke d'ar brezhoneg. Skrivañ a rae da veur a genskriver ne c'hellfe ket ar brezhoneg padout ma ne zeufe ket da vezañ ur yezh vodern a zispakfe kavadennoù nevesañ koulz hag ar prederiadennoù a zo bet e-doug an amzerioù kent. Ne felle ket dezhañ doujañ da sevenadur ar pobloù estreget ar Gelted, an Arabed, an Indeziz hag ar Sinaiz, an holl dostoc'h ouzh an Natur hervezañ.


Oberennoù

  • Sketla Segobrani. 3 levr moulet e ti René Prud'homme. Sant-Brieg, 1923, 3 levrenn (asambles gant Frañsez Vallée, Emil Ernod) skeudennoù gant James Bouillé, adembannet e 1946 gant Skridoù Breizh.
  • Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz : O Istor hag o Sevenadur Paris, Ed. de Bretagne - 1944 (a-gevred gant Frañsez Vallée)
  • Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz o istor hag o sevenadur. Dastumet hag urziet gant Meven Mordiern ha lakaet e brezoneg gant Abherve. Paris : Edition de la Bretagne, 1946.
  • Talar an Hoc'h, Preder, 1964.
  • An dorrerion-vlokuz, In : Ar Gevnidenn, n°1, n°2 (1971), n°3, n°4., adembannet e 1992 gant An Here.
  • Istor eur c'halvedigez, Mouladurioù Hor Yezh, 1986.
  • Eñvoriou bugeliez. Mouladurioù Hor Yezh, 1983. (levrig 46 p. ennañ).
  • Envorennou bugeliez Lodenn 1, Mouladurioù Hor Yezh, 1986
  • Envorennou bugeliez Lodenn 2, Mouladurioù Hor Yezh, 1987
  • An ti e Gwiler : ar Vertelotierenn nepell diouz Gwenngen, Loer-ha-Cher (1882-1891). In : Hor Yezh, n°205, 1996.
  • Envorennoù bugeliezh. In : Hor Yezh, n° 205, 1996.
  • E fealded va c'houn hag e padelezh va c'harantez. Lesneven, Hor Yezh, 2001.