Skalier : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
D Bianchi-Bihan en deus kaset ar bajenn Diri da Skalier
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Eos 2016 da 19:23

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dirioù Potemkin, 142 m o hed, en Odesa (savet etre 1834 ha 1841) deuet da vezañ anavezet goude ar film Al lestr-brezel Potemkin renet gant Sergei Eisenstein (1925).

Ur seurt savadurig, pe savadenn, ouzh un ti peuliesañ, pe e kêr a-wechoù, eo an diri (liester : dirioù), graet evit pignat d'ul lec'h uheloc'h pe diskenn izeloc'h.

Evit rannañ an dremenadenn etre frapadigoù e vez lakaet un heuliad pazennoù, pep hini lakaet uheloc'h eget eben betek al live uhelañ hag evel-se ne vez nemet ur c'hammedig d'ober evit pignat pe diskenn bep tro. Pep pazenn a vez lakaet war div zousennad santimetroù uheloc'h peurvuiañ.
E prenn pe e maen pe e metal pe e simant pe e gwer e c'hell bezañ graet an dirioù. Koulskoude e c'heller krediñ eo bet ijinet an dirioù dre doullañ pazennoù war douar an diribinoù evel ma vez graet e lec'hioù meneziek zo. Kavet e vez dirioù toullet er c'herreg ivez. Stumm kozh an dirioù fardet a zo bet ar skeul ivez, homañ e prenn peurvuiañ.

Meur a stumm a zo d'an dirioù : euun, rodellet, troidellet (anvet biñs neuze), oc'h ober ankloù, doubl (daou asambles hag unan just a-us d'an eil).

Geriaoueg


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.