Lizheroù Paol : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 4: | Linenn 4: | ||
==Embannadurioù brezhonek== |
==Embannadurioù brezhonek== |
||
Embannet int bet e brezhoneg : |
Embannet int bet e brezhoneg : |
||
*en [[Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist]] e [[1827]] , |
*en [[Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist]], e [[1827]] , |
||
*er [[Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr]], e 1866. |
|||
⚫ | * |
||
*e troidigezh ar Bibl gant [[Gwilh ar C'hoad]] e [[1897]] |
|||
[[Maodez Glanndour]] ; Al Liamm ; 1971 ; Lizheroù Sant Paol, pp 348-528</ref> |
|||
⚫ | *ha gant [[Al Liamm]] e [[1971]] peurgetket. Kavet e vezont en embannadur Al Liamm dindan an titl [[Lizheroù Sant Paol]].<ref> Ar Bibl Santel, An Testamant Nevez II, Oberoù an; pp ; Lizheroù Sant Paol pp346-528 Ebestel, Al Lizheroù, An Diskuliadur, troidigezh dindan renerezh [[Maodez Glanndour]] ; Al Liamm ; 1971 ; Lizheroù Sant Paol, pp 348-528</ref> |
||
====Daveoù==== |
====Daveoù==== |
||
[[File:File%22-Saint_Paul_Writing_His_Epistles%22_by_Valentin_de_Boulogne.jpg |thumb|right|240px| [[Valentin de Boulogne]]. ]] |
[[File:File%22-Saint_Paul_Writing_His_Epistles%22_by_Valentin_de_Boulogne.jpg |thumb|right|240px| [[Valentin de Boulogne]]. ]] |
||
[[File:Caravaggio-The Conversion on the Way to Damascus.jpg|thumb|[[Conversione di San Paolo (Caravaggio)|Conversione di San Paolo]], gant [[Caravaggio]] (1600-1601.]] |
[[File:Caravaggio-The Conversion on the Way to Damascus.jpg|thumb|[[Conversione di San Paolo (Caravaggio)|Conversione di San Paolo]], gant [[Caravaggio]] (1600-1601.]] |
||
==Al lizheroù== |
==Al lizheroù== |
Stumm eus an 14 Eos 2016 da 18:39
Lizheroù Paol zo un dastumad lizheroù skrivet gant Paol Tars da gristenien eus meur a gumuniezh er Iañ kantved. Kavet e vezont en Testamant Nevez, er rann Lizheroù an Ebestel. Re Paol avat eo ar re niverusañ eus ar rann-se.
Embannadurioù brezhonek
Embannet int bet e brezhoneg :
- en Testamant nevez hon aotrou Jézuz-Krist, e 1827 ,
- er Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, e 1866.
- e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad e 1897
- ha gant Al Liamm e 1971 peurgetket. Kavet e vezont en embannadur Al Liamm dindan an titl Lizheroù Sant Paol.[1]
Daveoù
Al lizheroù
Setu roll al lizheroù:
- Al lizher d'ar Romaned (Rom) [2]
- Al lizher kentañ d'ar Gorintidi (1 Kor) [3]
- An Eil lizher d'ar Gorintidi ( 2Kor) [4]
- Al lizher d'ar C'halated (Gal)[5]
- Al lizher d'an Efezidi ((Ef) [6]
- Al lizher d'ar Filipidi (Fil)[7]
- Al Lizher d'ar Goloseidi (Kol)[8]
- Al lizher kentañ d'an Desalonikidi(1 Tes)[9]
- An eil lizher d'an Desalonikidi(2 Tes)[10]
- Al lizher kentañ da Dimoteoz (1 Tim)[11]
- An eil lizher da Dimoteoz (2 Tim)[12]
- Al lizher da Ditoz (Tit)[13]
- Al lizher da Filemon (File)[14]
- Al lizher d'an Hebreed (He)[15]
Troidigezh Maodez Glanndour
En e zigoradur skriv Maodez Glanndour : "Ur fazi e vefe lenn Lizheroù Sant Paol diouzh ar renk o devez en dornskridoù kozh ha diwar-se e mouladurioù an Testamant Nevez. Rak diouzh o hirder int bet steudet, hep derc'hel kont eus ar mare ma oant bet savet. Evel-se eo an hini ponnerañ-holl a gavomp da gentañ, al lizher d'ar Romaned, ha war e-lerc'h emañ al lizheroù d'ar Gorintidi ha n'int ket ken aes-se kennebeud-all. Setu perak eo hon dever en Digoradur-mañ kemer Lizheroù Sant Paol diouzh o urzh istorek. Ha m'hor befe un ali da reiñ evit o studi, e kemerfemp moarvat da gentañ ar re ziwezhañ, al lizheroù Pastorel da Dimozeoz ha da Ditos, evit addont tamm-ha-tamm war-zu ar re vras"
Setu an urzh kinniget gantañ : Al lizheroù d'an Desalonikidi ; Al lizheroù d'ar Gorintidi ; Al lizher d'ar Chalated ; Al lizher d'ar Romaned ; Lizheroù Paol prizoniet (al lizher d'ar Filipidi ; al lizher d'ar Golosidi ; al lizher d'an Efezidi ; Al lizher da Filemon) ; al lizheroù pastorel.
Sellout ar pennad a-zivout Al lizher d'an Hebreed evit kompren e blas e-touez lizheroù Sant Paol.
Setu urzh kronologek al lizheroù roet gant André Chouraki en e droidigezh eus ar Bibl[16]:
- Lizheroù d'an Desalonikidi : 50-51
- Lizher Filipidi : 55-57
- Lizher d'ar C'halated : 55-57
- Lizhiri d'ar Gorintidi : 55-57
- Lizher d'ar Romaned : 57-58
- Lizher d'ar Goloseidi : 61-63
- Lizher d'an Efezidi : 61-63
- Lizher da Filmon :61-63
- Kentañ lizher da Dimozeoz : 63-65
- Lizher da Ditoz :63-65
- Eil lizher da Dimozeoz :64-66
Daveoù
- ↑ Ar Bibl Santel, An Testamant Nevez II, Oberoù an; pp ; Lizheroù Sant Paol pp346-528 Ebestel, Al Lizheroù, An Diskuliadur, troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour ; Al Liamm ; 1971 ; Lizheroù Sant Paol, pp 348-528
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 357-385
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 387-413
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 415-432
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, pp. 433-443
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971 pp. 445-454
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 455-462
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 463-469
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 471-477
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 479-482
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 483-490
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 491-496
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 497-500
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 501-502
- ↑ Troidigezh dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm,1971 pp 503-528
- ↑ La Bible traduite et présentée par André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1989, 2432 bajenn, ISBN 2-220-03083-0