Lizher d'ar Goloseidi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kempennig...
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
Unan eus al lizheroù bet skrivet gant Paol pa oa prizoniet e Roma eo '''al lizher d'ar Goloseidi''' (Kol). Kavet e vez e [[Testamant Nevez]] ar Bibl.
Unan eus al lizheroù bet skrivet gant [[Paol Tars]] pa oa prizoniet e Roma eo '''al lizher d'ar Goloseidi''' (Kol). E gavet e reer en [[Testamant Nevez]], eil lodenn ar [[Bibl]].


==Piv en devoa skrivet al lizher-mañ==
==Piv en devoa skrivet al lizher-mañ==

Stumm eus an 11 Eos 2016 da 12:41

Unan eus al lizheroù bet skrivet gant Paol Tars pa oa prizoniet e Roma eo al lizher d'ar Goloseidi (Kol). E gavet e reer en Testamant Nevez, eil lodenn ar Bibl.

Piv en devoa skrivet al lizher-mañ

Lakaet e oa bet en arvar, e-kerzh an XIXvet kantved, ar fed e vije bet skrivet al lizher gant Paol evel ma oa bet evit al lizher d'an Efezidi. Bremañ ez eo ali an darn vrasañ eus ar viblourien evit lavarout e kaver ennañ preder Paol sikouret evit e skrivañ gant ur sekretour evel kustum. Roll ar skekretour a vefe bet un tamm brasoc'h amañ[1].

Pegoulz ha pelec'h e voe skrivet al lizher

Toullbac'het e Roma e oa Paol pa skrivas al lizher-mañ hervez an istorourien. Skrivet e voe etre 61 ha 63 eta hervez La Bible de Jérusalem hag André Chouraqui pe etre 60 ha 62 hervez Maodez Glanndour[2].

Evit piv e oa bet skrivet ? Peseurt kelennadurezh ?

N'en doa ket avielet Paol ar Goloseidi e-unan war-eeun. Degaset e oa bet keleier nec'hus gant Epafraz, e gannad apostolek, ha kerkent e skrivas ul lizher da gristenien Golosae dre hanterouriezh Tic'hikoz[3].

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout danvez al lizher : « Amañ ivez, gant al lizher d'ar Golosidi, e kavomp an hevelep doare da sellout ouzh mister ar C'hrist, Mab Doue ganet a holl viskoazh o tont da salver ha mestr an hollved, Aeled ha tud. Moravat en e lizheroù kentañ en deus komzet Paol eus purbadelezh doueel ar C'hrist (I Kor. 8, 6 ; II Kor. 4, 4 ; 8, 9 ; Gal. 4, 4 ; Rom. 8, 3), met biskozah n'en devoa displeget e venozioù en un doare ken hir ha ken splann. »[4].

Notennoù ha daveennoù

  1. (fr) La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1487 ha La Bible, troidigezh André Choraqui, Desclée de Brouwer, 1998, p 2289.
  2. (br) Maodez Glandour, digoradur da lizheroù Sant Paol, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez,Al Liamm, 1971, p 354.
  3. (fr) La Sainte Bible, cerf, 1961, introduction aux épîtres de saint Paul, p 1487.
  4. (br) Maodez Gmanndour, digoradur da lizheroù Sant Paol, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, 1971, Al Liamm, p 355.