Lizher d'ar Goloseidi : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Kempennig...
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
Unan eus al lizheroù bet skrivet gant Poal pa oa prizoniet e Roma e '''al lizher d'ar Goloseidi''' (Kol). Kavet e vez e [[Testamant Nevez]] ar Bibl.
Unan eus al lizheroù bet skrivet gant Paol pa oa prizoniet e Roma eo '''al lizher d'ar Goloseidi''' (Kol). Kavet e vez e [[Testamant Nevez]] ar Bibl.


==Piv en devoa skrivet al lizher-mañ==
==Piv en devoa skrivet al lizher-mañ==

Stumm eus an 11 Eos 2016 da 10:57

Unan eus al lizheroù bet skrivet gant Paol pa oa prizoniet e Roma eo al lizher d'ar Goloseidi (Kol). Kavet e vez e Testamant Nevez ar Bibl.

Piv en devoa skrivet al lizher-mañ

Lakaet eo bet en arvar e-kerzh an XIX vet kantved ar fed e vefe bet skrivet al lizher gant Paol evel m'eo bet evit al lizher d'an Efezidi. Bremañ ez eo ali an darn vrasañ eus ar viblourien evit lavarout e kaver ennañ preder Paol sikouret evit e skrivañ gant ur sekretour evel kustum. Roll ar skekretour a vefe bet un tamm brasoc'h amañ. [1]

Pegoulz ha pelec'h e voe skrivet al lizher

Toull-bac'het e Roma oa Paol pa skrivas al lizher-mañ hervez an istorourien. Skrivet e voe etre 61 ha 63 eta hervez La Bible de Jérusalem hag André Chouraqui pe etre 60 ha 62 hervez Maodez Glanndour [2].

Evit piv e oa bet skrivet ? Peseurt kelennadurezh ?

N'en doa ket avielet Paol ar Goloseidi e-unan war eeun. Degaset oa bet keleier nec'hus gant Epafraz, e gannad apostolek, ha kerkent e skrivas ul lizher da gristenien Golosae dre hanterouriezh Tic'hikoz. [3]

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout danvez al lizher : « Amañ ivez, gant al lizher d'ar Golosidi, e kavomp an hevelep doare da sellout ouzh mister ar C'hrist, Mab Doue ganet a holl viskoazh o tont da salver ha mestr an hollved, Aeled ha tud. Moravat en e lizheroù kentañ en deus komzet Paol eus purbadelezh doueel ar C'hrist (I Kor. 8, 6 ; II Kor. 4, 4 ; 8, 9 ; Gal. 4, 4 ; Rom. 8, 3), met biskozah n'en devoa displeget e venozioù en un doare ken hir ha ken splann. »[4]

Notennoù ha daveennoù

  1. (fr)La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1487 ha La Bible, troidigezh André Choraqui, Desclée de Brouwer, 1998, p 2289
  2. (br)Maodez Glandour, digoradur da lizheroù Sant Paol, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez,Al Liamm, 1971, p 354
  3. (fr)La Sainte Bible, cerf, 1961, introduction aux épîtres de saint Paul, p 1487
  4. (br) Maodez Gmanndour, digoradur da lizheroù Sant Paol, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, 1971, Al Liamm, p 355