Lizher da Ditoz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11: Linenn 11:


==Lizher Paol Tars==
==Lizher Paol Tars==
Bez' ez eo unan eus an tri lizher skrivet gant an abostol [[Paol Tars]] hag a vez lakaet e rummad al « lizheroù pastorel », war-lerc'h an daou lizher da [[Timozeoz|Dimozeoz]].
Bez' ez eo unan eus an tri lizher skrivet gant an abostol [[Paol Tars]] hag a vez lakaet e rummad al « lizheroù pastorel », war-lerc'h an daou lizher da [[Timoteoz|Dimoteoz]].


Skrivet e vefe bet e [[Makedonia]] e-kerzh ur veaj dre [[Kreta|Greta]] (gant Titoz), [[Azia-Vihanañ]], Makedonia ha [[Gres]] war-dro ar bloavezh 65<ref>{{fr}} ''La Sainte Bible'', Cerf, 1961, p. 1488.</ref> goude bezañ bet tremenet daou vloavezh en toull-bac'h e [[Roma]] (e 60-62 hervez Maodez Glanndour, e 61-63, hervez ''La Bible de Jérusalem'').
Skrivet e vefe bet e [[Makedonia]] e-kerzh ur veaj dre [[Kreta|Greta]] (gant Titoz), [[Azia-Vihanañ]], Makedonia ha [[Gres]] war-dro ar bloavezh 65<ref>{{fr}} ''La Sainte Bible'', Cerf, 1961, p. 1488.</ref> goude bezañ bet tremenet daou vloavezh en toull-bac'h e [[Roma]] (e 60-62 hervez Maodez Glanndour, e 61-63, hervez ''La Bible de Jérusalem'').

Stumm eus an 11 Eos 2016 da 09:49

Dornskrid gresianek eus an XIvet kantved.

Al lizher da Ditoz (Titus e anv latin) zo anezhañ unan eus skridoù an Testamant Nevez en embannadur brezhonek Maodez Glanndour e ti Al Liamm e 1971.

Embannadurioù all

Tri embannadur brezhonek zo bet a-raok hemañ:

Lizher Paol Tars

Bez' ez eo unan eus an tri lizher skrivet gant an abostol Paol Tars hag a vez lakaet e rummad al « lizheroù pastorel », war-lerc'h an daou lizher da Dimoteoz.

Skrivet e vefe bet e Makedonia e-kerzh ur veaj dre Greta (gant Titoz), Azia-Vihanañ, Makedonia ha Gres war-dro ar bloavezh 65[1] goude bezañ bet tremenet daou vloavezh en toull-bac'h e Roma (e 60-62 hervez Maodez Glanndour, e 61-63, hervez La Bible de Jérusalem).

An diskibl

Da Dituz hé vâb karet-mâd hervez ar gen-feiz ..., a skriv Paol diwar-benn Titus e skrid ar Gonideg. Va gwir vab hervez ar feiz commun, a lenner en Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ‎ [2], rak Titus, anezhañ ur Gresian, a oa unan eus diskibien fealañ an abostol. Pagan e oa a-raok treiñ da gristen.

Rakskrid Maodez Glanndour

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :

« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha da genlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a zaspren; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù ar fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh… »[3]


Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an Iliz e dibenn mare an ebestel :

« El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Presbiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h […]. E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet an Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timozeoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houarn ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion, da virout an urzh vat… »[3]


Cheñch a reas an traoù pa voe marvet an Ebestel hag o c'hannaded.

Notennoù ha daveennoù

  1. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1488.
  2. Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ‎, 1927, pajenn 411.
  3. 3,0 ha3,1 (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 356.