Lizher da Ditoz : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Al lizher da Ditoz''' ([[Sant Titus | Titus]] e anv latin) zo anezhañ unan eus skridoù an [[Testamant Nevez]] en embannadur brezhonek [[Maodez Glanndour]] e ti [[Al Liamm]] e 1971. Trede embannadur brezhonek ar skrid eo, abaoe an hini kentañ, [[Lizer da Dituz]], en eil levrenn ar [[Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr]], gant [[Yann-Frañsez ar Gonideg]] e 1866.

==Lizher an abostol==
==Lizher Paol Tars==
Bez' ez eo unan eus an tri lizher skrivet gant [[Paol Tars]] hag a vez lakaet e rummad al « lizheroù pastorel », a-gevret gant an daou lizher da [[Timozeoz|Dimozeoz]].
Bez' ez eo unan eus an tri lizher skrivet gant an abostol [[Paol Tars]] hag a vez lakaet e rummad al « lizheroù pastorel », a-gevret gant an daou lizher da [[Timozeoz|Dimozeoz]].

Skrivet e vefe bet e [[Makedonia]] e-kerzh ur veaj dre [[Kreta|Greta]] (gant Titoz), [[Azia-Vihanañ]], Makedonia ha [[Gres]] war-dro ar bloavezh 65<ref>{{fr}} ''La Sainte Bible'', Cerf, 1961, p. 1488.</ref> goude bezañ bet tremenet daou vloavezh en toull-bac'h e [[Roma]] (61-63, hervez ''La Bible de Jérusalem'', pe e 60-62 hervez Maodez Glanndour).

==An diskib==
Titoz ha Timozeoz a oa e-touez diskibled fealañ an [[abostol]]. Titoz a zeue eus ar [[Paganiezh|baganiezh]].
Titoz (''Tituz'', gant ar Gonideg), evel Timozeoz, a oa ur Gresian, hag unan eus diskibien fealañ an [[abostol]]. [[Paganiezh|pagan]] e oa a-raok treiñ da gristen.

==Rakskrid [[Maodez Glanndour]] ==
Setu ar pezh a skriv [[Maodez Glanndour]] a-zivout an tri lizher pastorel :
Setu ar pezh a skriv [[Maodez Glanndour]] a-zivout an tri lizher pastorel :
<blockquote>
<blockquote>

Stumm eus an 10 Eos 2016 da 13:01

Al lizher da Ditoz ( Titus e anv latin) zo anezhañ unan eus skridoù an Testamant Nevez en embannadur brezhonek Maodez Glanndour e ti Al Liamm e 1971. Trede embannadur brezhonek ar skrid eo, abaoe an hini kentañ, Lizer da Dituz, en eil levrenn ar Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, gant Yann-Frañsez ar Gonideg e 1866.

Lizher Paol Tars

Bez' ez eo unan eus an tri lizher skrivet gant an abostol Paol Tars hag a vez lakaet e rummad al « lizheroù pastorel », a-gevret gant an daou lizher da Dimozeoz.

Skrivet e vefe bet e Makedonia e-kerzh ur veaj dre Greta (gant Titoz), Azia-Vihanañ, Makedonia ha Gres war-dro ar bloavezh 65[1] goude bezañ bet tremenet daou vloavezh en toull-bac'h e Roma (61-63, hervez La Bible de Jérusalem, pe e 60-62 hervez Maodez Glanndour).

An diskib

Titoz (Tituz, gant ar Gonideg), evel Timozeoz, a oa ur Gresian, hag unan eus diskibien fealañ an abostol. pagan e oa a-raok treiñ da gristen.

Rakskrid Maodez Glanndour

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout an tri lizher pastorel :

« Amañ hon eus un ton distegn ha dibompad, hini un den krog da gozhañ o skrivañ da ziskibled ha kenlabourerion garet. Santout a ra ar maro o tont, hag e plijfe dezhañ o startaat en o feiz hag en o c'harg a bastored. Derc'hel d'ar gelennadurezh bet resevet, diwall diouzh an disivouderion, gouzout eo an Iliz pobl Doue bet glanaet gant gwad ar C'hrist, Doue gwirion, ha den gwirion, en deus roet e vuhez evel sakrifis a aspren; ha santelaet dre nerzh ar Spered Santel, a labour en eneoù er fideled, hon eus da veuliñ an Tad a drugarez peurbadel a c'halv a holl dud d'ar silvidigezh... »[2]

Arouezius eo an tri lizher eus stad aozadur an Iliz e dibenn mare an ebestel : « El lizheroù-mañ, evel en Oberoù an Ebestel, ar gerioù Episkopoz (eskob) ha Prebiter (henaour, beleg) n'o deus ket c'hoazh talvoudegezhioù disheñvel, evel m'o devo un tammig diwezhatoc'h […] E penn pep Iliz ez eus ur strollad renerion eskibion-presbiterion. A-us dezho avat e chom an abostol en deus diazezet en Iliz : hag hemañ a ren warno drezañ e-unan pe dre e gannaded. Sed ar pezh a welomp amañ evel en Oberoù : Timozeoz ha Titoz a zo karget gant Paol da eveshaat ha da c'houarn ar c'humuniezhioù en ano Paol, da envel ar bresbiterion , da virout an urzh vat... »[2]

Kemmet e voe an traoù a-c'houde marv an ebestel hag o c'hannaded.

Notennoù ha daveennoù

  1. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1488.
  2. 2,0 ha2,1 (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da Lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 356;